Brezhoneg / Articles en Breton

Brezhoneg :mann ebet da c’hortoz a-berzh Pariz !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Moursc’hoarzet o deus izili Breizhistance/Strollad Sokialour Breizh p’o doa desket e oa hegaset Marc Le Fur (kannad UMP Aodoù an Arvor ha bezprezidant bodadeg vroadel bro-c’hall) peogwir ne oa tamm pres ebet war-a-seblant gant Frederic Miterrand evit kemer perzh en ur raktres lezenn all diwar-benn ar yezhoù a vez graet « rannvroel » anezho gant tud zo.
Fellout a ra deomp adlavaret n’eus ket bet morse diwanet tamm intrudu sirius ebet e Pariz evit reiñ d’ar brezhoneg un dazont a yezh vev.
Bep tro ez eo ar Vretoned o unan o deus kavet an diskoulmoù : skolioù dre soubidigezh, kelenn d’an dud deuet, brezhoneg war vord an hentoù, embann, chadennoù skingomz…
N’eus mann ebet da c’hortoz a-berzh Pariz !
Ne c’heller ket distagañ ar stourm evit ar brezhoneg eus an hini evit sevel ur galloud politikel e Breizh.
N’eus nemet ur parlamant renet gant ar vretoned a c’hello sevel lezennoù a zerefe gant hor bro ma vefe evit ar brezhoneg pe evit traoù all.
Moarvat e c’hellimp embann kement-se da vare an dilennadegoù rannvro.
En ur c’hortoz kement se hag en ur c’hortoz e vefe komprenet gant Marc Le Fur hag e vignoned eus an tu-dehoù pe eus an tu-kleiz, hag hep kaout douetañs eus youl vat pep hini e c’halvomp da harpañ an intrudoù lec’hel evel hini kerent Bruz a gerzho d’ar sadorn 5 a viz Kerzu adalek 10e30 evit reiñ d’an deskadurezh gall roll ar vugale enskrivet e hentenn divyezhek ar gumun a vez nac’het he gwir da zioren gant melestradurezh ar Frañs.

Evit Breizhistance-SSB : Thomas Baudoux d’ar 1añ a viz Kerzu 2009

Emgav disadorn da 10e30 skol-vamm Jacques Prévert e BRUZ

Write A Comment