Brezhoneg / Articles en Breton

Skoaz-ouzh-skoaz gant Euskal Herria

Pinterest LinkedIn Tumblr

Da heul diskleriadur ETA a embann kregiñ gant un arsav brezel a bado hag a c’hello bezañ kadarnaet gant aozadurioù etrebroadel e fell d’ar strollad dizalc’hour ha sokialour Breizhistance embann e chomfomp feal d’ar re o deus stourmet,  a stourm hag a stourmo evit ar gwir da bobl Euskadi d’en em dermeniñ evel broad.169059_183594654997914_100000421424575_543540_3092892_n

Bez e rank ar brizonidi euskarad gellet kemer perzh ha reiñ o sav-poent diwar-benn an argerzh peoc’h , evit ober kement-mañ e rank ar stad c’hall hag hini Spagn klevet mouezh pobl Euskal Herria a c’houlenn groñs e vefe doujet ouzh gwirioù o zoull-bac’hidi en ur strollañ anezho, en ur dostaat anezho eus o bro, en ur zieubiñ ar re glañv evel m’o deus goulennet 80 000 den dec’h e Bilbo.

Aurore+MARTINAr stad c’hall mard eo dedenet gant ar peoc’h, a dle reiñ ur respont pozitivel d’an azgoulennoù-se, evel ma rank chom a-sav gant ar voustrerezh a-enep da Aurore Martin a c’hell bezañ lakaet etre daouarn justis Madrid evit bezañ kemeret perzh e mont en dro  ar strollad politikel Batasuna.

Setu ma c’houlomp gant hon holl izili ha kamaraded kemer perzh en intrudoù evit difenn giwirioù ar peder frizoniadezed eus ETA bac’het e Roazhon hag evit mirout ouzh ar stad c’hall da skarzhañ Aurore Martin daveit Madrid.

Bevet Euskal Herria dieub ha sokialour !

Evit an tu-kleiz dizalc’hour.

Gael Roblin d’an 10 a viz Genver 2010.

Write A Comment