Brezhoneg / Articles en Breton

Talomp ouzh an tagadennoù a-enep d’al labourerien vrezhonek !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Gervel a ra ar strollad Breizhistance da gemer perzh er bodadegoù a vo dalc’het d’ar gwener 28 a viz Genver e Brest hag e Roazhon dirak komiserdier ar c’herioù-mañ evit taliñ ouzh doareoù ar polis hag ar justis gall a zo bet o tastum roudoù bizied al labourerien vrezhonek o defe touchet ar gemmenadenn bet kaset gant SAB (Stourm ar Brezhoneg) d’ar medioù brezhonek goude bezañ laeret panelloù hent  kêr Solesmes, ur gumun m’emañ F. Fillon kuzulier-kêr enni.

Deuet e oa   ar polis diwar urzh prokulor ar republik e sezioù ar gelaouenn « Bremañ », ar sizhuniek « YA » hag e France Bleue Breizh-Izel , n’eo bet tapet roudoù tud zo nemet e-touesk an dud a labour el lec’hioù-mañ ha pas e ti an « Télégramme » e Kemper hag a zo bet gweladennet ivez gant an enklaskerien…Poan hon eus o kompren  abalamour da betra e vefe graet un diforc’h etre ar mediaoù , etre ar re c’hallek hag ar re vrezhonek, etre ar re vras hag ar re vihan…
Kement-mañ a ziskouez splann o deus ar servijoù polis disfi bras el labourerien vrezhonek hag ez eo o fal sevel ur fichennaoueg ouzhpenn , peotramant e vije bet tapet roudoù labourerien an « télégramme » ivez.
Etre tout ez eus bet tapet roudoù un ugent labourer bennak.

Gourc’hemennoù a gasomp da SLB a zo bet ar sindikad nemetañ oc’h enebiñ ouzh seurt doareoù dismegansus ha karout a rafemp gouvezout da betra eo chomet mut an SNJ-CGT, da skouer ?
Gervel a reomp an holl da embann o c’hengred gant ar re o deus nac’het reiñ o roudoù bizied evel ma c’halvomp an holl dud a gar ar frankiz da chom hep tevel pa vez ar polis gall oc’h heskinañ al labourerien vrezhonek.

E Landerne pa vez tud yaouank a c’houlenn e vefe degemeret ar brezhoneg e servij publik an ti-post  e vez kaset an archerien, e Laz, e Roazhon, e Kemper pa vez degemeret un tamm paper a azgoulenn torfed mantrus paotred ha merc’hed SAB , da lâret eo bezañ laeret un toullad tammou houarn livet evit addegas da soñj d’ar gouarnamant gall e bromesoù toull ,  e vez lakaet gwask war ar re a labour bemdez evit hor yezh.

Kement-mañ a ziskouez pegen gwaskus e chom emzalc’h ar galloud kreiz da geñver ar brezhoneg, e respont nemetañ zo hag a chomo tagadennoù kontrol d’ar vrezhonegerien a gred sevel o mouezh.
N’eus netra da c’hortoz digantañ, dalc’homp gant ar stourm hag hon oberezhioù pemdeziek evit asuriñ dazont hor yezh, ha dalc’homp da embann n’eus nemet ur galloud politikel breizhad dizalc’h a c’hello bezañ gwarant eus hon gwirioù yezhel.

Brest : adalek 6 e noz dirak komiserdi straed Colbert,
Roazhon: Bali an tour d’auvergne dirak ar c’homiserdi.

Write A Comment