International / Etrevroadel

Petra nevez e Galiza ?

Pinterest LinkedIn Tumblr

Er stad spagn e vez lidet ar vonreizh bep bloaz d’ar 6 a viz Kerzu. Kement-se a zisplij d’an dud a stourm evit gwirioù ar pobloù zo dindan beli Madrid : Katalaniz, Euskariz, Asturianiz, Andaluziz…hep ankouaat evel-just annezidi Galiza e-lec’h m’eo uhel ar goustiañs vroadel. Meur a strollad politikel a zifenn mennozh Galiza dizalc’h.

D’ar 6 a viz Kerzu just-awalc’h eo bet taget ul lodenn anezho evit bezañ kemeret perzh , hervez barnerien ha polis Madrid, e oberennoù ur strollad kuzh anvet “Resistenza Gallega”.

galiza-ceibeAr c’heleier a c’heller lenn amañ dindan zo bet tennet diwar ar gelaouenn dizalc’hour en linenn anvet : Galiza Livre .

Ur gamaradez a fell deomp trugarekaat a greiz kalon he deus troet diwar ar galizianeg an destenn embannet gante d’ar gwener 9 a viz Kerzu.

Embann ar c’heleier-se a fell deomp ober evit diskouez ez eomp skoaz-ouzh-skoaz gant dizalc’hourien Galiza. Abaoe pell ez eus liammoù etre dizalc’hourien Breizh ha reoù Galiza.

Brudet eo lezennoù enep spontour stad-spagn evit bezañ taer, ha gwall zister e seblant ar prouennoù dastumet a-enep d’ar 4 den bet toullbac’het.

Un doare da ziskouez omp kengret gant stourmerien Galiza dizalc’h eo embann ar c’heleier-se war hol lec’hienn, peogwir e kredomp er c’henskoazell etrebroadel , peogwir e oaromp petra eo ar waskerezh , evel ma oaromp petra eo an daoreoù fall zo gant ar medioù “a-vicher” pa vez kaoz eus feulster politikel. 

“Kaset eo bet a-benn taol diwezhañ ar polis a-enep dizalc’hourien Bro-C’haliza gant servijoù Komiserdi titouriñ meur polis Spagn, asambles gant skourr rannvro arbennik war an titouriñ  prefeti meur polis Galiza. Kaset eo bet a-benn gant Ministerezh diabarzh Spagn ar stignad ispisial-se abalamour da zervezh bonreizh Spagn (6 a viz Kerzu). D’an 30 a viz Du da darzh an deiz pe diouzh ar mintin eo bet harzet Eduardo Vigo en un treizhaj hent-bras Vigo-Sant Jakez (AP-9) kostez Padrom. E-barzh e oto e vije bet kavet sañset 5,8 kilo a zanvez-tarzh. Harzet eo bet an eil den, Roberto Rodrigues Fialhega “Teto”, en e lec’h labour e Vigo. Ouzhpenn-se ‘oa bet kaset meur a oto gant ar polis a-benn chom dirak kreizennoù-sokial ( = tier emveret) Vigo, Sant-Jakez ha Ponte Vedra, ha difennet eo bet d’an dud mont tre e daou anezho, Arredista ha Revolta, tout se hep kaout kemenn ar barner. War-dro 3e30 goude-lein eo bet harzet Jéssica Rodrigues en he zi e-lec’h ma oa asambles gant un alvokad eus aozadur Ceivar (ur c’homite skoazell evit prizonidi Galiza ) , tamallet dezhi da vezañ e-barzh un afer “sponterezh”, gant polised gwisket dilifre. Harzet eo bet ar vaouez diwezhañ, Catalina Alonso, e Vigo ivez da serrnoz.

Furchadegoù e Vigo ha Sant-Jakez

Kaset eo bet a-benn furchadeg gentañ e Angróis, kostez Sant-Jakez, e ti familh Eduardo Vigo memes dervezh hag oa bet harzet , war-dro 8e noz. Deuet eo ur strollad tud betek an ti a-benn diskouez o c’hengred gant ar familh ha gourdrouzet int bet gant polised masklet da “vezañ laosket war ribl an hent”. Pa oa bet echu ar furchadeg-mañ eo bet dalc’het unan all e kreizenn sokial “Arredista”, e Sant-Jakez, dirak Eduardo Vigo, met hep ma vije bet war al lec’h den ebet kirriek eus ar greizenn –ar pezh a sav douetañs diwar-benn statud lezenn ar furchadeg-mañ-. Er-maez e huche ur strollad tud gengred a-enep ar polis hag o reiñ kalon d’an den harzet. E Vigo, d’an eur-se, oa kaset a-benn ur furchadeg ivez e kreizenn sokial “A Revolta” dirak Roberto R.F. “Teto” e memes mod hag oa bet graet e kreizenn sokial “Arredista” e-keñver douetañs hag-eñ ‘oa hervez lezenn. Kalz tud gengred ‘oa war al lec’h met stanket oa bet ar straed. Furchet eo bet ivez e di hag hini Jéssica Rodrigues evel m’eo bet graet gant hini Eduardo Vigo. Abalamour m’hon eus keleier digant Ministerezh Diabarzh Spag nemetken betek ar poent, n’omp ket gouest da resisaat e peseurt ti e vije bet kavet pep a elfenn hag a zo bet tapet evel prouennoù e furchadegoù, da lâret eo: ur primgaoter, 3,2 kilo danvez-tarzh e-barzh, ur munuterezh, 4 urzhiataer, 3 unvez kreiz, ur bladenn galet , 3.150 euro, perrukennoù ha dielloù. Chom ‘rae ar 4 den harzet bac’het pep hini esu e du hep gellet gwelet prizoniad ebet ha hep gallout komz gant o alvokaded, abalamour d’al lezennoù a-enep spontourezh.

 

antom_santos

 Tud harzet e Lugo

D’an 2 a viz Kerzu ez ae kuit Maria Osório eus ar greizenn sokial “Mádia Leva!” war-dro 11e15 noz, pa ‘z eo bet harzet gant 8 den masklet anavezet goude evel polised Spagn. Klasket o deus mingnoned ar plac’h harzet mont e darempred gant Antom Santos, met ne responte ket d’ar pellgomzadennoù. Diwezhatoc’h eo bet gouezet ‘oa bet harzet ivez tro-dro e di. Evel ar 4 den all harzet, e oant chomet dindan lezenn a-enep spontouirezh, ha hep gallout komz gant o alvokaded; bez ez eus ur strollad tud gengred dirak komiserdi Lugo a oa deuet da huchal evit reiñ kalon d’ar re harzet. An deiz war-lerc’h diouzh ar mintin eo bet kaset a-benn furchadeg en ti ma oant o chom an 2 asambles ennañ, hag e-keit-se oa ur strollad 10 den kengred o tiskouez souten dezho.

E-touez an traoù tapet gant ar polis ez eus un urzhiataer heuzoug hag un alc’hwezh USB oa gant Antom Santos pa ‘z eo bet harzet, ha digant o zi: un urzhiataer hezoug hag un alc’hwezh USB, ul luc’hskeudennerez, 3 fellgomzer heuzog ha dielloù diheñvel. Hag ur garafenn dour-tan 8 litrad, goullo, kinniget gant ar polis evel “ur garafennad dour-tan 8 litrad”. Petra ‘neus lakaaet anezho da vezañ harzet? Kavet e oa bet aotre-bleinañ Maria Osório hag Antom Santos faos e-pad furchadegoù an tiez e Vigo. Pa oa bet kaset an oberiadenn a-benn e soñje an dud a oa penn ar servijoù polis e vije bet kavet peadra da brouiñ eoa an dud hazhet perzh eus ur strollad armet : danvez-tarzh, prouennoù a ziskouezfe splann o doa kemerte perzh e gwalltaolioù …. A-benn ar fin n’int ket deuet a-benn da gaout netra e-mod-se, ne chom nemet aotreoù-bleinañ faos gant anvioù Antom ha Maria bet kavet  200 km pell eus o zi ,sed aze elfennoù ha prouennoù dister .

maria_osorio_webKaset da Vadrid

Kaset eo bet an holl dud harzet da Vadrid ha chomet int eno betek ma bezañ kaset dirak ar barner en Audiência Nacional d’ar 3 a viz Kerzu diouzh ar mintin. Goude bezañ bet 3 dervezh hec’h-unan hep gallout komz gant den ebet all dindan lezennoù enep spontour ha bet lavaret gant an holl mediaoù he doa kemeret perzh e gwalldaolioù spontour, hep derc’hel soñj eus he goulakadenn digablusted eo bet dieubet ha didamallet Catalina Alonso. Hiziv an deiz ‘neus media ebet en dije en em zigarezet outi pe ouzh he familh. Ar c’hontrol zoken: un neubeud devezhioù goude he dieubidigezh e kendalc’he ar mediaoù da gomz diwar-he-fenn evel ma vije “ezel eus strollad spontourien”.

Aterzadegoù ar polis hag hent an toullbac’h

Goude bezañ bet dirak ar barner eo bet bac’het pevar den eus ar re harzet da c’hortoz bezañ barnet. Dieubet e oa bet unan all o c’hortoz da vezañ barnet, met rediet d’en em ginnig bep miz el lez-varn. Bac’het eo Eduardo Vigo ha Roberto Rodrigues da c’hortoz bezañ barnet goude bezañ bet tamallet dezhañ : bezañ kemeret perzh en ur strollad spontourien, falset dielloù ofisiel, klasket ober freuz ha bezañ bet danvez-tarzh. Bac’het eo bet ivez Maria Osório hag Antom Santos da c’hortoz bezañ barnet eevit bezañ kemeret perzh en ur strollad spontourien, falset dielloù ofisiel. Dieubet eo bet Jéssica Rodrigues o c’hortoz met gant felladenn bezañ kemeret perzh en ur strollad spontourien. Goude ma vije bet laosket da vont dieub Catalina Alonso eo bet nac’het gant ar 5 all da ziskleriañ: n’eus nemet Antom Santos ha Jéssica Rodrigues o deus anzavet e oant dizalc’hour o daou, met ne ouient ket perak e oant bet tamallet. Urzhiet en deus ar pennvarner testoù ADN evit an holl re harzet. D’ar 5 a viz Kerzu da 3eur goude-lein e oa bac’het ar pevar den-mañ e Soto del Real, ha kenderc’hel ‘raent hep gallout komz gant den ebet all . Hervez lezenn e c’hellont gortoz bezañ barnet en ur chom bac’het da c’hortoz e-pad 4 bloaz.

teto_fialhega_web

Prizadur gwirel ha stad an dud harzet

Hervez Chao do Barro, aldovkad, eo bet dipitus an oberiadenn evit ar barner Eloy Velasco. Ha pa vefe kuzh c’hoazh an imbourc’h, e c’hortoze Velasco kavout muioc’h a elfennoù tamalliñ e furchadegoù Lugo, ha dreist-holl e atersadegoù ar polis. Abalamour da se en deus padet kemet-se an amzer eo chomet an dud harzet hep gallout komz gant den ebet: soñjet en doa en dije kavet titouroù nevez.

A-drugarez da Jéssica Rodrigues hon eus gouezet n’eus ket bet a jahinoù e-pad an atersadegoù, daoust ma’z eo bet start an harzadenn, an doare da vezañ bet kaset da Vadrid gant un dra war he fenn, hag enakdennoù dreist-ordinal lezenn enepsponterien, da neubeutañ n’eo ket bet jahinet hi. Lavaret he deus ivez he oa bet tu dezhi mont e darempred berr-ha-berr gant ar re all o huchal e toullbac’h an Audiência Nacionale Madrid.

Kaset da doullbac’hioù disheñvel diouzhtu

Hiziv an deiz e ouzomp en deus urzhiet ar barner paouez gant ar fed ne c’hellfe ket komz gant den ebet ar pevar den toullbac’het e Soto del Real. Diriaou, d’an 8 a viz Kerzu eo bet kaset pep a doullbac’h: Eduardo da Navalcarnero, Teto da Estremera hag Antom da Aranjuez.”

 eduardo_vigo_webMeur a strollad politikel pe ha meur a aozadur eus Galiza o deus embannet o c’hengred gant an doullbac’hidi. Dalc’het ez eus bet ur vanifestadeg gant kantadoù a dud e straedoù Compostella (Sant Jakez) d’ar sul 11 a viz Kerzu.

Etre tout ez eus 9 stourmer dizalc’hour eus Galiza e toulloù-bac’h bro-spagn hep ankouaat ar gomunourien eus ar vro-se kondaonet evit bezañ bet oberiant e luskad ar PCE-R/GRAPO.

Ar strollad kuzh “Resitencia Galega” a vije kentoc’h ur rouedad stourmerien ha stourmerezed a gas a-benn abaoe 2005 tagadennoù feulst hag a-rouezius a-enep da embregegerezhioù, strolladoù ha madoù tud a vir ouzh Galiza da gaout he frankiz.

E-touesk traoù all e c’heller ober menneg eus ar vombezenn bet plantet e miz Gwengolo diwezhañ e ti Manuel Fraga un den politikel eus Galiza bet maodiern…Franco ha krouer ar strollad anvet Partido Popular .

Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn toullbac’hidi Galiza dieub ha sokialour e c’hellit mont da dapout titouroù war lec’hienn Ceivar a gas ul labour heñvel a-walc’h ouzh hini Skoazell Vreizh.

Write A Comment