Brezhoneg / Articles en Breton

Harpomp pobl ar Filipinez.

Pinterest LinkedIn Tumblr

Sed aze un destenn bet lakaet e brezhoneg gant ul lenner a zispleg peseurt mod e c’heller sikour pobl ha labourerien enezegi Filipinez goude an tifon Yolanda.

An tifon Yolanda en deus lazhet miliadoù e dud en ur dremen war enezegi Filipinez, ha miliadoù a zo klask war o lerc’h. Tizhet en deus takadoù paourañ ur vro ma vev ar braz eus an dud diwar gounit an douar ha pesketa. 80% eus an tier a zo bet diskaret e takadoù zo. Kalz a besketerien a zo bet distrujet o bigi. Diwar 1000 bag a oa en enezenn Koron e chom 20. Ar parkeier a zo bet drastet a-raok d’an eostoù bezañ graet, er mizioù o tont ez eus arvar bras e yafe war washaat ar c’hudennoù gwallvagañ boas.

An aozadurioù araokadour filipinezat a zo kroget gant al labour ken abred ha devezh kentañ ar gwallreuz evit sikour an dud tizhet gant an tifon Yolanda. Riz ha madoù diazez a zo kaset, met ezhomm o deus an aozadurioù-se eus ar c’hengred etrebroadel. Sklaer eo ar galv a reomp deomp : Filipiniz a rank talañ ouzh eus gwallreuz digent. Fromet bras omp, startomp  al luskad skoazell !

Hogen n’hallomp ket asantiñ e vefe implijet hor from gant ar re a laka ar vro dindan o beli hag a zo jeu kenetrezo evit kavout o zu an eil war egile. Ezhomm he deus ar bobl da vezañ sikouret bremañ-diouzhtu. N’eus nemet tud korvoet evelto a c’hell degas ar sikour-mañ. An hevelep interestoù a zo ganeomp, hag an hevelep enebourien ivez. Tud c’hloaziet a c’hortoz e vije graet war o zro, tier zo da vezañ adsavet, aozadurioù stourm a rankomp reiñ sikour dezho. Luskañ a reomp amañ ur galv evit ma vefe kaset arc’hant d’an aozadurioù araokadour a c’hell skoazellañ ar boblañs tizhet, gwelloc’h eget forzh piv all. An arc’hant rastellet a vo roet da vBAYAN (Bagong Alyansang Makabayan), a zo un emglev etre un toullad a aozadurioù araokadour eus Filipinez, a stroll meur a rummadoù-tud (peizanted, annezidi ar c’hervidonioù, ar maouezed, h.a.).

Bevet ar c’hengred renkadel !

Kengred gant pobl Filipinez !

 

Reiñ ur skoazell arc’hant :

http://www.youcaring.com/medical-fundraiser/solidarit-avec-le-peuple-philippin/105737

 
Solidarités Philippines

balsa2013

Write A Comment