Brezhoneg / Articles en Breton

Devezh etrevroadel evit gwirioù ar merc’hed. Manifestadeg e Roazhon.

Pinterest LinkedIn Tumblr

Embann a reomp dindan an destenn savet gant gwegelourezed Roazhon a c’halv da vanifestiñ hiziv, d’an 8 a viz Meurzh, devezh etrevroadel evit gwirioù ar merc’hed; da 2e30 gm plasenn Stz Anna e Roazhon.

Gervel a ra an tu kleiz dizalc’hour da zibuniñ a gevred gante.

 

1964845_594196894000432_1690753884_n

D’an 8 a viz Meurzh un devezh stourm gwregelour radikal, enepkapitalour, enepfaskour hag etrevroadelour!

D’an 8 a viz Meurzh e vo « lidet » ganeomp ur wech ouzhpenn devezh etrevroadel gwirioù ar merc’hed.

N’emaomp ket hiziv en ur prantad ma stourmer evit gounit gwirioù nevez met kentoc’h en ur prantad ma ranker stourm enep an dud a fell dezho krignat ar gwirioù zo bet gounezet dre stourm garv ar re koshoc’h evidomp.

Ur c’hammed brav en araok eo bet ar gwirioù-se, daoust m’emaomp pell c’hoazh a gaout un ingalded merc’hed/paotred, met hiziv koulskoude emaint lakaet en arvar.

E penn araok ar re a c’houzañv frouezh enkadenn ar gapitalouriezh emañ ar merc’hed hiziv-an-deiz.

Da gentañ peogwir ez eont d’ober an darn vrasañ eus an dud a vev en diasur, taget gant an dilabour, ar steuñvoù sokial, taget gant stad al labour o vont war washaat, taget c’hoazh gant ar c’hrennañ a vez graet d’ar budjedoù war dachenn ar yec’hed, ar sokial hag an deskadurezh.

Da eil peogwir eo broudet mennozhioù an tu dehou pellañ abalamour da enkadenn ar gapitalouriezh. An tabut diwar-benn an eured evit an holl en deus roet da glevet soñjoù c’hwerv ha divalav war seksualegezh ar merc’hed (genel bugale, kaout darempredoù gant paotred, hag kuit dre eno).

Enep ar revelouriezh pemdeziek, enep da gement tra dizingal gouzañvet gant ar merc’hed met ivez gant an dud trañs hag al lesbianezed, enep d’an adsav kristen ha faskour a vag kas ouzh ar vuzulmaned hag a ra da gorf ar merc’hed bezañ un digarez evit brudañ un harz broadel hag ur feiz kristen, sañset bezañ an diskoulm nemetañ e-tal d’un islam radikal az aje war gresk.

Da skouer, ur giladenn vantrus evit an holl verc’hed hag al lesbianezed eo ar fed skarzhañ ar gwir d’ar PMA. N’eo ket gant ur renkad politikel fallokrat e vo difennet gwirioù ar merc’hed.

Degasomp da soñj ivez soñjoù put an daou gannad eus Breizh, Isabelle Le Callennec ha Marc Le Fur, kilstourmerien a-vicher anezho, o deus bet c’hoant n’eus ket keit-se ‘zo, evel o c’henseurted eus Stad Spagn, da grignat ar gwir diforc’hañ en ur ginnig ne vije ket digollet ken.

En abeg d’an holl draoù-se hon eus dibabet e vo devezh an 8 a viz Meurzh un devezh stourm gwregelour radikal, enepkapitalour, enepfaskour hag etrevroadelour.

Kazel-ha-kazel ez eomp gant an holl vaouezed, lakaet a-gostez, taolet e puñs an ankounac’h, harluet, kuzhet diouzh selloù an dud. Kazel-ha-kazel gant ar merc’hed toull-bac’het, ar stourmerezed moustret, muioc’h eget den, gant gwaskerezh dall ar sistem. Kazel-ha-kazel c’hoazh gant a re a vez skrapet o gwirioù digante, a vez laeret o familh hag o frankiz digante. Youc’hal ha trouzal a vo graet hirie, asambles gant an holl re na glever morse !

     1908228_673391536032249_1254853864_n

Write A Comment