Brezhoneg / Articles en Breton

« Kaol a zo mat, Kaoltar a zo gwell’ ! »

Pinterest LinkedIn Tumblr

Setu evit komañs ar bloaz nevez ur pennad all diwar-benn SAB ! Bloavezh mat deoc’h tout !

Diwar un disrann e diabarzh Skol an Emsav e oa deut Stourm ar Brezhoneg war wel. Lod a faote dezhe mont pelloc’h gant stourm ar panelloù brezhonek ha ne oa ket aezet hen ober e-barzh Skol an Emsav ken. A-drugarez d’ar yalc’hadoù roet dezhi e c’helle homañ suraat ha kreñvaat al labour pemdeziek a gase da benn, hini ar c’hentelioù-noz hag hini an embann dreist-holl (ar gelaouenn Bremañ adalek 1980). Diaes e vije bet kas war ar memes tro, a-wel d’an holl, ur stourm er-maez lezenn evel a rafe Stourm ar Brezhoneg.

Moarvat eo bet krouidigezh SAB ur mod evit Skol an Emsav da zerc’hel gant he hent hep lakaat he obererezh en arvar. Evit ar re a felle dezhe mont gant un hent all e oa un doare d’en em reiñ d’ur stourm kaletoc’h ha ledanoc’h, e-korf ur strollad all, kalz laoskoc’h e vont-en-dro.

Ul lañs nevez a zo roet d’ar stourm evit ar panelloù-hent brezhonek adalek 1984 neuze. Emañ SAB o vont da gas un tamm mat pelloc’h an erv boulc’het gant Skol an Emsav. N’eo ket dre gaer e vo gounezet ar stourm ha n’eo ket diwar goulennoù seven : « gounit kalz ha buan » a fell da dud SAB, en ur vont a-enep al lezenn, « n’eo ket dre ret met diouzh ret. » (1)

P1030760

« Nozvezhioù du » Stourm ar Brezhoneg

Nozvezh ar 16 a viz Meurzh 1984, « nozvezh du » kentañ evit SAB. Kantadoù a banelloù-hent zo duet e meur a lec’h e Breizh (tro-dro da Roazhon, Gwengamp, Kemper, An Oriant, Gwened) evit goulenn, groñs ar wech-mañ, e vije lakaet panelloù brezhonek war vord hentoù ar vro.

« Le bilan de cette « nuit noire » est impréssionnant » eme kazetenner Ouest-France (2). Kalz « nozvezhioù du » all a zeuio da-heul honnezh ma vo mastaret panelloù en noz e meur a lec’h e Breizh, ar panelloù e dalc’h ar Stad hag an departamantoù dreist-holl. Alies a-walc’h e vo graet an nozvezhiadoù labour gant un dornad tud, en o c’horn-bro. E penn kentañ miz Even 1984, da skouer, ez eo bro Konk-Leon, Plonger ha Lokournan an hini a zo livet gant ar stourmerien. Pe dorfed euzhus n’o deus ket graet aze ! Livañ un « itinéraire fréquenté par les touristes » evel a lavar Ouest-France, evelkent ! (3)

E-kerzh nozvezh ar 6/7 a viz Ebrel e oa bet louzet c’hoazh panelloù war an hent-tizh kostez Kastell Nevez ar Faou (ha berniet ha devet panelloù dirak ti ar c’huzulier-departamant). Evit ar 14/15 eus an hevelep miz e oa bet tro Kemper da c’houzañv (c’hwezhet tan en ur 35 panell bennaket dirak keoded ar mererezh*), ha d’an 9/10 a viz Mae e oa bet tro an Oriant.

Etre ar 25 hag an 29 a viz Gouere ez eo e Skaer, Kemperle, Gwengamp ha Bro Wened e c’hoarvez nozvezhioù du (4). Memes mod d’an 18 a viz Gwengolo kostez Kemper, Konkerne, Douarnenez ha Pont ‘n Abad (5). 150 panell zo bastrouilhet nepell diouzh Roazhon e-kerzh nozvezh an 30 a viz Du 1984 (6). Kemend-all a labour a vo graet bloaz war-lerc’h. N’ez a ket ar stourmerien war skuishaat. 200 panell livet e bro Konkerne, Douarnenez, ar C’hab ha Kemper e miz Ebrel 1985 da skouer. E miz Gouere ez eus livet panelloù er C’hloar-Karnoed hag e Kervidanou e Kemperle (7).

E miz Eost 1985 ez a ur c’hazetenner da-heul ur skipailh nozikerien eus SAB o vont da libistrañ panelloù e Karnag, an Drinded, Lann-Bihoué, Plañvour ha Gwidel : « D’habitude nous mettons du néoprène dans le coltar. C’est plus difficile à enlever…mais j’ai pas eu le temps d’en chercher aujourd’hui. » eme unan eus ar saberien d’ar c’hazetenner ! (8)

D’an 19 a viz Mae 1985 e krog SAB d’en em ziskouez e Pariz. Un 50 lec’h bennaket zo livet gant luganoù divyezhek (« Brezhoneg, yezh ofisiel e Breizh ») (9).

P1030752

Pet panell duet gant Stourm ar Brezhoneg ?

Tro 20 000 panell a vije bet livet pe diskaret etre 1984 ha 1996 hervez Klaod an Duigou (10). N’eo ket aezet gouzout pegement a banelloù a oa bet mastaret gant tud SAB. Gwir a-walc’h e seblant sifroù Klaod an Duigou bezañ goude lenn pennadoù kazetennoù ar mare-se hag ivez rentaoù-kont emvodoù SAB (resis a-walc’h). Fiziañ enne a c’heller peogwir e oant dielloù o devoa da chom e-kerz ar stourmerien hepken. Stank e veze livet ar panelloù war vord an hentoù ha lusk a oa gant ar stourmerien da badout ganti : « war-dro 2000 panell gallek a zo bet livet ar bloaz-mañ : re nebeut eo », eme rentañ-kont emvod-meur SAB e Pondi d’an 11 a viz Here 1987.

En em gavet e oa tud SAB e Gwened evit un emvod-meur e miz Even 1985ivez : « Labouret zo bet kalz abaoe krouidigezh hon strollad hag hep diskrivañ dre ar munud e c’heller lavaret hag embann ez eus bet labourioù sevenet e pep korn eus ar vro : Leon, Treger, Kernev, Gwened, Roazon, bro an Harzoù. » (11) Ha d’ar memes koulz e lârent : « En desped deomp eo hon eus distrujet 2500 panell c’hallek e miz Here 1984 ha 5000 e miz Ebrel 1985 » ha graet e vo c’hoazh da c’houde « e-keit ma vo ret, da vont a-enep d’al lezenn. » (12)

Ret eo livañ ha livañ c’hoazh, hervez tud SAB, hep distag, ken na vo panelloù-heñchañ brezhonek e pep lec’h er vro ha « ken na vo anavezet ar brezhoneg evel yezh ofisiel e Breizh. » E Bro-Dreger, da skouer, e oa ur gevrenn oberiant a-walc’h. Tro 500 panell livet ganti etre miz Here 1987 ha miz Mae 1988 (13). Ret e oa « derc’hel an dachenn » evel a lavar ur stourm bet ezel eus kevrenn SAB Treger :

« Unan eus ar pennaennoù kentañ a oa derc’hel an dachenn : ur wech ma oa bet mastaret ar panelloù war un troc’had-hent e oa ret ober hon seizh gwellañ, pe kement ha ma c’halled bepred… evit derc’hel anezhañ. Da lâret eo, lakaomp oa bet mastaret panelloù war un hent, ma oa divanket hon labour gant paotred an Aveerezh e oa ret dimp respont a-dak dezhe : un nozvezh pe div, pe deir goude e oamp adtremenet. Meur a bal a oa da se : ret ‘oa digalonekaat anezhe ha diskouel ‘oa SAB mestr war an dachenn (an hentoù) ; ret ‘oa diskouel dezhe ne vije ket pleget. Ouzhpenn-se e oa ret achuiñ al labour ; ar banell koltaret ma ne oa ket bet distrujet gant kentañ taol naetaat paotred an Aveerezh a vije a-benn an eil pe an trede ! » (14)

N’eo ket aezet gouzout rik pegement a banelloù zo bet livet pe distrujet gant tud SAB. Met ker-ruz o deus koustet oberoù ar strollad d’ar c’huzulioù-departamant ha d’an DDE, evel a welimp diwezhatoc’h. Tud Stourm ar Brezhoneg n’o deus ket damantet d’o foan evit kas stourm ar panelloù war-raok. Hogen e-tal dezhe, n’he deus ket damantet ar Stad c’hall da voustrañ warne ivez. Barnet ha kondaonet e voe kalzig stourmerien ha stourmerezed eus SAB. Met an dra-se a vo gwelet er pennad a zeu…

Rentañ-kont emvod SAb

* cité administrative

(1) « Hag hor yezh ? Stourm ar Brezhoneg », Al Lanv, n°26, Ebrel 1984.

(2) Ouest-France, 21/03/1984.

(3) Ouest-France, 06/06/1984.

(4) Al Liamm, n°226, Gwengolo-Here 1984.

(5) Le Télégramme, 21/09/1984.

(6) Al Lanv, Kerzu 1984.

(7) Ouest-France, 08/07/1985 ; La Liberté du Morbihan, 17/07/1985.

(8) La Liberté du Morbihan, 03-04/08/1985.

(9) Ouest-France, 21/05/1985.

(10) Emgann/Combat breton, n°123, C’hwevrer-Meurzh 1996.

(11) Rentañ-kont emvod-meur Gwened, Even 1985 (dielloù JMD).

(12) Bremañ, n°45, Even 1985.

(13) Rentañ-kont emvod-Meur an 29 a viz Mae 1988 (dielloù JMD).

(14) Erwan Gedour, « Danevelladur bloavezhioù kentañ stourmoù SAB : skouer ar panellerezh hentañ e brezhoneg », Al Lanv, n°133, Kerzu 2014.

Write A Comment