Brezhoneg / Articles en Breton

Gouel Broadel ar Brezhoneg (1987-1999)

Pinterest LinkedIn Tumblr

A-benn miz rik e vo deus Gouel Broadel ar Brezhoneg ha 10vet deiz-ha-bloaz Ai’ta, e Tremargad (23-24 a viz Mae). Setu amañ un tamm testenn a gont peseurt mod e oa bet ganet GBB. Emichañs e talvezo d’an dud da anavezout gwelloc’h ul lodenn(ig) eus istor ar Stourmoù evit ar Brezhoneg. Lennadenn vat !

Gouel ar Brezhoneg (1974-1983)

E kêr Wengamp an hini eo, er bloaz 1974, e voe aozet evit ar wech kentañ « Gouel ar Brezhoneg », diwar youl teir c’hevredigezh : Skol an Emsav, Ar Falz ha Brezhoneg Yezh Vev. Bep bloaz, betek 1983, e vo deus ar gouel, a-drugarez da labour Skol an Emsav dreist-holl, sikouret gant tud deus ar vro : e Gwengamp (1974), Kastell-Paol (1975), Pont -‘n-Abad (1976), Karaez (1977), Zinzag Lokrist (1978), Ar Roc’h-Derrien (1979), Plabenneg (1980), Plogoñv, Pontekroaz ha Douarnenez (1981), Gwengamp (1982), ha Pondi (1983). Berzh-diverzh a raio ar gouel, hervez ar bloazioù, al lec’hioù hag an dud a raio war e dro. Pemp mil den a vo gwelet o tont da Wengamp e-doug ur sizhunvezh gouel e 1982 da skouer (« pevar fezh-c’hoari, tremen 50 c’hoarier, 2 film, ouzhpenn 80 kaner ha soner, gant, en o zouez, 13 strollad sonerezh. Da lâret eo an holl bezhioù-c’hoari e brezhoneg prest d’ar c’houlz-se ha kazi an holl ganerien vrezhoneg » (1). Met 1800 hepken a voe gwelet e Pondi er bloaz war-lerc’h (2).

Anat eo d’an aozerien ar ster politikel roet d’ar gouel, kinniget evel un « arouez eus youl labourerien Vreizh da vevañ en o bro, arouez o youl ivez da larout o soñj evel ma karont, hag er yezh a zo o hini » (3).

Image_scre75
http://www.dastum.bzh/

Ur gouel hollvrezhonek eo sañset Gouel ar Brezhoneg bezañ. Met chikan a sav un tamm diwar « reolenn an unyezhegezh » evel ma lenner gant Herve ar Beg goude Gouel 1982 : « Ranket hon eus herzel ouzh un ezel eus SAE da gomz galleg ha « sach-blev » zo bet gant Glenmor, memes, en abeg-se. Adalek ar penn kentañ, e 1974, ez eus bet divizet ober gant ur yezh hepken e-kerz ar gouel. Ma ne vezer ket start war se, gwelloc’h cheñch anv d’ar gouel » (4).

Kerse a gav ivez an toullad kembreiz deuet da ouel Pondi, gant an nebeud a vrezhoneg a glevont, hervez kont. Sed a lenner diwar bluenn Zonia Bowen e-barzh ar gelaouenn CARN en hañv 1983 : « Kudenn ar C’hembread en deus klasket deskiñ un tamm brezhoneg eo pegen ral e c’haller klevout unan bennak o komz ar yezh. Pa glevjomp e oa Gouel ar Brezhoneg da vezañ dalc’het e miz Mae e Pondi, ha ni e Breizh da geñver un dra all er sizhun a-raok, e rejomp hor soñj chom pelloc’h er vro da vont d’ar Gouel, da gaout, a gredemp, ur sizhunvezh a vrezhoneg nemetken. Met kerse a voe ganeomp, n’eo ket abalamour da live an abadennoù, rak kaer e oa kan, sonerezh ha filmoù, met en abeg d’an nebeud a zoujañs d’ar brezhoneg ». Ha Mark Kerrain da ouzhpennañ e desteni un tammmig pelloc’h er pennad, goude lakaat ar gaoz war diaesterioù arc’hant ar gouel :« ne ya ket pep tra mat gant Gouel ar Brezhoneg, pa ouezor ez eus bet ur c’holl a 3 million a lurioù kozh […] Goude-se, eveljust, pa vez klevet brezhonegerien evel Eric Marchand, eus ar strollad Gwerz, o c’hallegiñ war al leurenn evit e sellaouerien, eo anat ez eus un dra bennak a-dreuz. Ma ne gomz ket brezhoneg ar re a oar, piv a ray ? » (5)

Bezet a vezo, Gouel ar Brezhoneg bet lañset e 1974 a vo un darvoud kaer evit lakaat ar yezh war wel, hag un nebeud bloavezhioù goude, sur-mat e oa c’hoazh ar gouel-se en tu bennak war spered an dud ac’h aio da grouiñ « Gouel Broadel ar Brezhoneg. »

Image_scre
http://www.dastum.bzh/

Gouel Broadel ar Brezhoneg

D’an 21 ha d’an 22 a viz Meurzh 1987 e voe dalc’het e Karaez kentañ Gouel Broadel ar Brezhoneg. N’eo ken ar bloaz war-lerc’h e vo dibabet ober gant an anv-se e gwirionez. Er bloaz kentañ eo kinniget an darvoud e-giz ur gouel hag ur vanifestadeg o c’houlenn e vefe ar brezhoneg « yezh ofisiel e Breizh ». Diwar intrudu izili ar C’HONSEO e Breizh, Stourm ar Brezhoneg hag Emgann, e voe roet lañs d’an traoù, gant skoazell « Kenurzhierezh Sevenadurel Breizh » hag an driwec’h strollad breizhek liammet outañ, evel da skouer : Kuzul ar Brezhoneg, Unvaniezh ar Studierien Vrezhoneg, Dastum, Bretagne Gallèse, Association des Etudiants de Gallo, Association des Enseignants de Gallo, Skol an Emsav, Diwan, Ar Falz, Dalc’homp soñj, Association des professeurs de langue bretonne (Bro Bariz), Unvaniezh ar Gelennerien Vrezhoneg, Emgleo Breiz, Kendalc’h, Kevredigezh ar Studierien war ar Brezhoneg (Bro Bariz).

Splann eo al liv politikel roet d’ar gouel, kinniget evel « un devezh etrevroadel evit ar yezhoù gwasket pe nac’het », ur gouel « evit diskouez d’ar Stad C’hall ez eo bev ar brezhoneg. Evit diskouez da Europa a-bezh ez eo bev Pob Vreizh. Evit prouiñ d’ar bed ez eus ur yezh ganeomp-ni Bretoned, ur yezh birvidik ganeoc’h-c’hwi mignoned Països Catalans, ur vouezh o sevel a greiz an trouz e Bro Euskadi. Ya, aze emañ an dalc’h. Stourmomp holl a-gevret, digoromp hon genouioù hag hon daou lagadoù ha krouomp ar frammoù hon eus ezhomm evit difenn ha skignañ ar brezhoneg. Brezhoneg yezh Pobl Vreizh en deus da vezañ Brezhoneg yezh ofisiel e Breizh » eme Erwan ar C’hoadig, sekretour (evit Breizh) Kuzul Etrevroadel ar Broadoù hep Stad. 6

Brav e teu an taol gant an aozerien ha pemp mil den a zeu da Garaez er bloaz kentañ. Kemend-all a dud a vo gwelet e miz Meurzh 1988 ha muioc’h zoken e miz Ebrel 1989 hervez an aozerien (tro c’hwec’h mil den). Ouzhpenn pemp mil den a vo adarre e miz Even 1990 hag e miz Mae 1991.

Kement gouel zo un digarez da zegas da soñj d’an dud ar stourmoù diwezhañ kaset e-pad ar bloavezh. Ordin er bloavezhioù kentañ e teu Dominig Jolived da zistagañ ur brezegenn war al leurenn en anv Stourm ar Brezhoneg hag Emgann. E 1987 e lak ar gaoz war ar stourm evit ar brezhoneg er skingomz hag er skinwel, en deskadurezh, er vuhez ofisiel ha foran, menegiñ a ra trec’hioù Stourm ar Brezhoneg war dachenn ar panelloù, ha lâret ur wech ouzhpenn pegen ret eo lakaat ar brezhoneg da yezh ofisiel e Breizh :

« Ma ‘zomp ken niverus hiziv e Karaez eo dre ma santomp holl eo poent bras ober ur c’hammed war-raok er stourm evit hor yezh hag hon fobl, hag enebiñ kreñv ouzh politikerezh ar Stad C’hall a zalc’h da nac’h e blas d’ar brezhoneg e kement tachenn a zo.
– E hini ar skingomz hag ar skinwel, da gentañ : pelec’h emañ an abadennoù brezhoneg prometet deomp e Radio Breizh Izel pemp bloaz ‘zo ? Pet eurvezh a vrezhoneg a vez skignet gant Radio Arvorig bep sizhun ?
Piv ac’hanomp en deus goulennet diblasañ an abadenn « Chadenn ar Vro » en FR3, goude ma oa dija ken nebeut all a vrezhoneg ?
– Mouget ‘vez ar brezhoneg e tachenn an deskadurezh ivez : Dasout d’an testennoù ofisiel ez eo dibosupl evit an darn vrasañ eus bugale Vreizh da heuliañ kentelioù brezhoneg er skol. Piv ‘zo penn kaoz ma n’eo ket mevelien ar Stad C’hall, pe skolaerien, pe gelennerien, pe renerien skol, pe ensellerien, pe rektor a akademiezh e vefent ?
Pet skol divyezhek publik a vo digoret a benn da vloaz ? Pet skolaer a vo stummet war ar brezhoneg er skolioù-mistri ?
Pevare ‘vo savet un DEUG a benn krouiñ plasoù kelennerien war ar brezhoneg er skolajoù hag el liseoù ?
Hag ar skolioù Diwan ? Ha lezel a raimp hon enebourien da zistrujañ ar pezh omp deut a benn da sevel en ur ober dek vloaz ? Sur ne raimp ket !
– E-barzh ar vuhez ofisiel ha foran e vez nac’het ivez e blas d’ar brezhoneg : ur yezh hag ur yezh hepken a vez aotreet e-kerz an darempredoù etre ar vrezhonegerien hag ar servijoù publik : ar galleg.
Ha m’omp deut a benn da c’hounit traoù ‘zo war dachenn ar panelloù-hent eo goude bezañ kaset war-raok ur stourm hir ha kalet.
Ret eo anzav n’eus politikerezh hollek ebet en dachenn-se a-berzh pennoù bras ar stad hag an dilennidi. Bolontez vat un toullad maered hag ur C’huzul Jeneral ha netra ken.

En dachenn-mañ, kement hag en tachennoù all e rankomp gounit ur STATUD A YEZH OFISIEL evit ar brezhoneg e Breizh.
Dreist d’al lugan e talv kement-mañ e vo anavezet ha degemeret ar brezhoneg evit yezh vroadel hon fobl, da larout eo e vo roet e holl blas dezhañ e kement tachenn eus ar vuhez sokial, sevenadurel hag ekonomikel.
War verr-dermen e talvez evidomp e rankimp :
1- gounit ur chadenn skingomz hag ur chadenn skinwel e brezhoneg evit Breizh a-bezh,
2- kaout an tu d’ober gant ar brezhoneg e kement degouezh eus hon buhez prevez ha foran,
3- lakaat ar brezhoneg da zanvez ret en deskadurezh.
Ur statud a Yezh Ofisiel a vo talvoudus da stourm ouzh an dilabour hag an harlu evit labourerien Vreizh dre ma krouo milieroù a blasoù labour er skolioù, en embann, er selled-ha-kleved, en enklask, er c’hoariva ha sinema… »

Image_scre95
http://www.dastum.bzh/

E-giz ur melezour eus stourmoù ar mare e teu ar vodadeg da vezañ. Bep bloaz (er penn kentañ) e vez gouestlet ar gouel d’un tem bennaket : ar brezhoneg er mediaoù (1988), en deskadurezh (1989), ar brezhoneg hag ar yaouankizoù (1990). Diwar lenn ar prezegennoù e weler gant petra eo bet prederiet ar stourmerien e-pad ar bloaz. E 1990 da skouer emañ adarre Dominig Jolived dirak engroez ar gouel, berv ennañ, o tegas war spered an holl ez eus bet bac’het ur stourmer politikel e-pad mizvezhioù peogwir en devoa nac’het mont e galleg ouzh al lez-varn :

« Ar Brezhoneg er skol » a oa danvez ar gouel warlene. Bloaz war-lerc’h e rankomp gwelet ur wech ouzhpenn penaos n’eo ket aet an traoù war-raok. Derc’hel a ra ar Stad c’hall da nac’h DIWAN ha padal he deus sinet un emglev gant ar skolioù Euskareg, Katalaneg, Korseg hag Okitaneg. Ur post evit ar c’hapes Brezhoneg, seizh evit an hini Korseg. Penaos kompren an droukziforidigezh-se ? An dismegañs-se ? […] « Ar Brezhoneg hag ar re yaouank » eo danvez hon devezhioù stourm ha gouel hevlene […] Krog eo ar studierien hag al liseidi da c’houlenn ma vefe doujet ouzh gwirioù Breizh en hon skolioù. Krouet o deus ur gevredigezh, DAZONT. Ra ray berzh ! […] Stourm ar panelloù-hent n’eo ket gounezet c’hoazh, daoust ma santer ez a war-raok, a-drugarez da SAB. El lezioù-barn ez eo difennet atav ober gant ar brezhoneg. Gilbert Cabon en deus diskouezet, dre e emzalc’h, pilpouserezh ar Stad c’hall. Diouzh un tu e lid « gwirioù mab-den » en ur frotañ argant forzh pegement, « hon » argant ivez. Diouzh un tu all e talc’h un den en toull e-pad unnek miz war zigarez e venn eñ komz brezhoneg ! » (7)

Lies gwech en em gav ivez war al leurenn prezidant UGB (Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg) pe hini Diwan, e-giz Andre Lavanant e 1991, a gomz eus diaesterioù ha stourmoù ar brezhoneg er skolioù : « Piv ‘zo o tougen ar gelennadurezh vrezhonek ? N’eo ket an ensavadurioù bras, ar Stad pe an DDEC, nann, teir gevredigezh, o tic’hagniñ evit mont war-raok : Diwan, an APEEB, ha UGB […] Echu gant Diwan a-benn daou viz ? N’eo ket gant plijadur e vez distaget frazennouigoù a-seurt-se. Hiziv-an-deiz e c’hellfe c’hoarvezout » (8).

Hag e 1992, ur wech c’hoazh, enebiezh ar Stad ouzh ar skolioù brezhonek, diouzh sell aozerien ar gouel, hag afer an degemer graet da stourmerien Euskadi : « Diwan, ur wech ouzhpenn, zo en arvar. An « emglev » sinet gant ar Stad c’hall daou vloaz zo a ziskouez splann hiziv an deiz ar mankoù. Pemp den dambaeet gant ar Stad pa zo ouzhpenn kant implijiad e-barzh Diwan. Bourges, mevel Pariz e Breizh a c’houlenn gant Diwan kempouezañ e vudjed. Evel pa vefe pal ur skol gounit argant […] Bro c’hall, « bro ar frankiz », a laka en toull-bac’h Bretoned evit bezañ roet bod da Euskariz. Seizh anezho zo c’hoazh. Emeur o sevel Europa ar pobloù ? Nann, Europa ar bolis ! » (9)

Gouel Broadel ar Brezhoneg e Speied

Adalek Mezheven 1992 eo dilec’hiet ar gouel e Speied, ma vo oberiant-oberiant an ti-kêr hag ar goñversanted evit brezhonekaat ar barrez da geñver an darvoud. Goude 1992 e seblant SAB pellaat eus aozadur ar gouel (n’emañ ket e anv war ar skritelloù ken) evit leuskel ar plas da dud Emgann hag ar gevredigezh Kan an Douar (Landelo) a raio war-dro ar gouel betek ar fin. Hennezh a vo bloavezhioù-pad, evel ur skeudenn glok eus ar c’hrouiñ e brezhoneg war dachenn ar sonerezh hag an embann (bernioù standoù a oa). An holl ganerien ha sonerien, an holl strolladoù muzik breizhek o devo tro da vont war leurenn Gouel Broadel ar Brezhoneg : Youenn Gwernig, Gilles Servat, Glenmor, Alan Stivell, Bernez Tangi, Kristen Noguès, Jakeza al Lae, Jean-Yves ar Rouz, Ifig Troadeg, Mona Jaouen, Andrea ar Gouilh, E.V. Ha meur ha meur a hini all c’hoazh.

Bewech e vo kinniget d’an dud « ur sell war-zu ar sevenadurioù all » hag hervez an aozerien e tenn Gouel Broadel ar Brezhoneg tamm-pe-damm da « bodadoù bras Bro-Gembre pe Euskadi, an Eisteddfod hag an Erri-Eruatz » (10). Arzourien a-bep seurt broioù a vo pedet da zont, ha lod anezho brudet-mat : Meic Stevens (Kembre) e 1991, The Chieftains (Iwerzhon) hag I Muvrini (Korsika) e 1993, Idir (Kabili) e 1994, Elena Ledda (Sardigna) e 1995, The Wolfe Tones (Iwerzhon) e 1996, Ammouri M’bark (Maroko) e 1997, Carlos Nuñes (Galisia) e 1998, Granmoun Lele (ar Reunion), Tayfa (Kabili) ha Pat O’May e 1999.

Image_scre...
http://www.dastum.bzh/

War an ton bras eo kinniget gouel Speied e-barzh Combat Breton, kazetenn Emgann : « succès grandissant, ambiance exceptionnelle » eme titl ur pennad-stur, « Speied, capitale d’une Bretagne de rêve, de la Bretagne en fête, rebretonnisée, revendicative. Les milliers de personnes venues participer à ce grand rassemblement annuel auront palié, par un efficace bouche à oreille, le boycott de F3 et l’indigence de l’information écrite », memes ma ranker ansav n’eo ket deus an aesañ tout arc’hantañ ur seurt gouel : « les choix des organisateurs pour une grande diversité de spectacles à prix réduit, trouve ici ses limites. »

E Speied e vo savet ivez ur Bank Broadel ha moullet bilhedoù breizhek, warne penn an duk Yann IV, hini Anna Vreizh pe c’hoazh Roparz Hemon, Sebastian ar Balp ha Per Roy, diazezer Skoazell Vreizh (« Arc’hant Breizh, arc’hant reizh. Arc’hant gall, arc’hant fall ! » eme an aozerien !).

Berzh bras a raio ar gouel er bloavezhioù 1990. E miz Mae 1994 ez eo tro 10 000 a dud a zeu da dremen dibenn-sizhun ar pantekost e Speied (11).  Er bloaz war-lerc’h ez eus ouzhpenn 300 soner ha kaner, 230 den a-youl vat, hag en o zouez, 150 den eus Speied (12).

Image_scre94
http://www.dastum.bzh/

E Louargad e koun Glenmor (1997)

Tro 12 000 den a zeuio da gas anezhi e Gouel Broadel ar Brezhoneg 1997. Ha galvet an holl sonerien hag ur bern kanerien vrudet evit un abadenn e koun Glenmor : Gilles Servat, Patrick Ewen, Manu Lann Uhel, Bernez Tangi, Mona Jaouen, Kristen Nikolaz, Andrea ar Gouilh, Katell hag Yvon Etienne, asambles gant kensonerien gozh Glenmor. Ur pezh abadenn a enor evit an hini a oa deut meur a wech da zispakañ e ganaouennoù (Kan bale an ARB a skouer…)
Gouel Broadel ar Brezhoneg zo bet ur gouel sevenadurel ha politikel poblek en deus dedennet « en tu-hont d’ar pezh a vezer kustum da envel an « emsav » hervez Jañ-Mai Salomon, prezidant ar gouel, ha Yann Puillandre, ar sekretour (13).

Image_scre...97
http://www.dastum.bzh/

‘Benn ar bloaz 2001 ?

Goude gouel miz Mae 1999 e tibab an aozerien ober un tamm troc’h : « Divizet ez eus bet disterniañ evit ur bloaz, da brederiañ, da brientiñ war stummoù all d’ober, da zibab ul lec’h padus, da vont pelloc’h gant ar brezhoneg er gouel, ha da glask kenstrollañ kevredigezhioù all, dedennet gant ar brezhoneg » eme Yann Puillandre e penn kentañ ar bloaz 2000 (14). Ne vo ket gouel ebet e 2001 siwazh, moarvat abalamour ma rank luskad an tu-kleiz dizalc’hour gouzañv ar gwaskerezh deut da-heul afer Quévert, peurgetket. Dav e vo gortoz ar bloazioù 2010-2011 evit gwelet en-dro Gouel Broadel ar Brezhoneg o tont war wel.

Ur brezegenn ziwezhañ gant an aozerien, war dreuzoù ar c’hentañ kantved warn-ugent, ha war meur ha meur a dachenn, n’hallont ken gwelet n’eo ket aet an traoù war-raok d’an daoulamm… Hini ebet eus ar palioù meneget dindan n’eo bet tizhet hirie an deiz :

« Brezhoneg yezh ar vro

Trizek vloaz ‘zo emaomp o reiñ lañs d’ar gouel-mañ da zifenn ha da vrudañ ar Brezhoneg ha da gas war raok an emskiant vroadel e touez ar bobl.
Daoust m’az eo tommoc’h an dud ouzh hor yezh daoust ma kresk niver ar vugale er skolioù, a rugarez da ZIWAN, n’eus mann ebet nevez war ar skinwel nag ar skingomz publik – N’eo ket aotreet hon yezh er vuhez foran. N’he deus statud ofisiel ebet ha n’eo ket sinet gant ar Frañs karta ar yezhoù bihan.
Ni fell deomp :
1. E vefe kelennet ar Brezhoneg e pep skol ha stummet mistri diouzh an ezhommoù
2. Ur statud skol publik da ZIWAN
3. ur skinwel Brezhoneg hag ur skingomz ‘vit Breizh a-bezh
4. Ur statud ofisiel evit ar Brezhoneg
5. Lakaat war sav ur politikerezh evit ar Brezhoneg dezhañ da vezañ yezh ar vuhez pemdez
6. Reiñ lañs d’ur galloud politikel gwirion e Breizh
Disprizet ma’z omp bet e-pad keit-all, eo deomp da vezañ bremañ blenierien da reiñ buhez d’am emskiant evit ma ne soñjo ket ar Vretoned eo didalvez o yezh met evit ma vo evito o yezh vroadel dezho » (15).

T.L.J.

(Foto kentañ : Ti-Kêr Kawan ; Fotoioù all : DASTUM)

***

Notennoù :

(1) Bremañ n°12-13, Even-Gouere-Eost 1982, p.18.

(2) Yann-Ber Delisle, « Ur wech e oa e Pondi…Gouel ar Brezhoneg », Bremañ, n°21, Even 1983, p.5.

(3) « Gouel ar Brezhoneg 1980 e Plabenneg : 14-18 a viz Mae », Bremañ, n°0, Meurzh-Ebrel 1980, p.5.

(4) Herve ar Beg, « Gouel ar Brezhoneg, un taol deuet da vat », Bremañ n°12-13, Even-Gouere-Eost 1982, p.18.

(5) Bremañ, n°24, Gwengolo 1983, p.7.

(6) Erwan ar C’hoadig, « Karaez : Brezhoneg, yezh ofisiel », Bremañ, n°65, C’hwevrer 1987, p.6.

(7) Emgann, n°56, 15 Even-15 Gouere 1990.

(8) Emgann, n°67, p.8.

(9) Emgann, n°79, p.1.

(10) Emgann, n°115, Even-Gouere 1995, p.1.

(11) Emgann, n°103, Even-Gouere 1994, p.2.

(12) Emgann, n°115, p.10.

(13) Emgann, n°139, p.11.

(14) Emgann, n°170, Genver-C’hwevrer 2000.

(15) Emgann, n°162, Mae–Even 1999.

Write A Comment