Brezhoneg / Articles en Breton

Eldorado Gold/Hellas Gold : debrer menez

Pinterest LinkedIn Tumblr

E kreizig kreiz ledenez Kalkidiki e Bro-Hellaz, e donderioù forest ar Skouries, kludet e penn ar menez Kakavos e kaver ur vengleuz aour perc’hennet gant an embregerezh Hellas gold. Honnezh zo bet prenet e 2011 gant an embregerezh kanadian Eldorado Gold a-benn ober ur vengleuz c’hreantel digor anezhi. Abaoe ar prantad-se eo en em savet ul lodenn eus ar boblañs a-enep al labouradeg.

skeudenn-1

« Drastus eo ar pezh a c’hoarvez. Ret eo ma paouezfe al labourioù. Distrujet e vo ar menez ma kendalc’hont. » Setu ar pezh a glever  a-boan eskemmet gerioù gant an dud a zo bodet er menez e penn-kentañ miz Eost. Amañ ez eus bet aozet ur c’hamp da stourm a-enep ar vengleuz en deus padet dek devezh. Met ar memes gerioù a vo klevet bemdez gant tud disheñvel, er menez pe e kêriadenn Megali Panaya e-pad ur fest ekologel bet aozet gant ar strollad lec’hel a labour a-enep ar vengleuz.
Elly, Tasos, Icaria, Stefanos, Maria, Yorgo, Stavro, Stelio,… an holl anezho a zo mantret o welet a zeiz da zeiz ar menez o vont da vruzunoù. Rak merkoù an distrujadeg a vez gwelet buan. Amañ eo sec’h ar stêr abaoe ma vez tennet dour gant an embregerezh. Pelloc’h, lec’h ma kaver dour en-dro, n’haller ket mont da gouronkañ ken p’eo saotret ar poulloù. Hag a-benn un nebeud mizioù, pa vo kroget gant an teknikoù greantel da zastum an danvez aour, e vo berniet lastez ar vengleuz war ar stêrioù ha leuniet an traoniennigoù toullet gant an dour o skuilhañ bemdez. War vord an hentoù krouet evit ar vengleuz e kaver kefioù e-leizh, hag, a-dreñv ar renkadoù koad troc’het da vrasaat ar chanter, e weler ar gwez goloet gant ar boultrenn savet gant ar c’hirri-samm o tremen ingal. Lod a lâr e varvo ar gwez-se a-benn un nebeud bloavezhioù, dre forzh bezañ mouget. Kement-mañ a zegas ur gudenn all : glav puilh a vez amañ, peadra da gas kuit an douar ma n’eus plant ebet da zerc’hel anezhañ. Ouzhpenn-se ouier e vo krouet 3000 tonenn poultrenn saotreet bep eurvezh gant al labouradeg. Ar poultrennoù-se, a nijo neuze er rannvro a-bezh hag en em ledo war an douaroù hag er mor. E-touez ar c’hudennoù savet neuze e c’heller soñjal e vo lazhet tokoù-touseg ar vro gant ma ouier e vo karget ar boultrenn gant kouevr, a zo implijet evel funguslazher.

skeudenn-2

Ar c’hoadoù hag ar menez a zo pouezus evit tud ar vro. Amañ e vez kavet kistin, kraoñ kelvez, origanell, tin, tokoù touseg e-leizh er menez. Pa ouzhpenner un nebeud gwez olivez d’ober eoul, gwini d’ober tsipouro hag un nebeud givri, ez eus amañ peadra da aotreañ tud ar vro da vevañ daoust d’ar baourentez. Setu ar pezh a vez lâret gant Ianni, a werzh er fest produoù ar vro bet graet pe dastumet gantañ. Hag eñ da genderc’hel : « Tout an traoù-se a zo bet dilezet gant ar vengleuzerien. Argant a faot dezho, met pa vez distrujet an endro gante, ne vo ket tu deomp ken kenderc’hel gant hon labour… Da lâret eo e vimp rediet, pe da guitaat ar vro, pe da labourat evit an Eldorado gold. »
E-pad ma vez o komz Ianni e krog ur sonadeg rebetiko : sonerezh ar bobl ganet e straedoù paour ar c’hêrioù e deroù an 19vet kantved. Ha pa chom a sav ar bouzouki e klever dason ur sonadeg all en dachenn mell-droad : sonerezh kenwerzhel a-vremañ. Amañ e weler mat an daou ved o kenvevañ hag ar boblañs lodennet e daou : ar re a-du gant ar vengleuz a zo war an dachenn mell-droad, ar re a sav a-enep a zo er porzh-skol. Ha n’en em veskont ket ken. An aour en deus savet ur voger kentrezo. Ha p’en em gavont tal-ouzh-tal er menez e-tarzh ar c’hunujennoù.

skeudenn-3

Abaoe pevar bloaz e vez aozet ingal manifestadegoù er menez, er c’hêriadennoù tro-dro pe e kêrioù bras ar vro. Ken ingal e vezont taget gant an archerien, pe c’hoazh gant labourerien ar vengleuz. Evel e miz Meurzh 2012, pa oa bet distrujet gant al labourerien un ti implijet gant ar stourmerien da evezhiañ monedoneoù an embregerezh.
Met abaoe miz genver 2015 e ranke cheñch an traoù. Sy.riz.a, strollad politikel ar gouarnamant nevez, a oa engouestlet er stourm. Embannet en deus ingal abaoe ar goañv e vefe serret ar vengleuz dindan berr. Koulskoude e kendalc’h al labourioù hag e tibun ar vengleuzerien, evit « o buhez, o goproù, o bri » gwarezet gant ar re c’hlas hag harpet gant ar mediaoù prevez pa vez gwasket kement manifestadeg aozet gant ar re a sav a-enep ar vengleuz. Da skeudennaouiñ kement-mañ e c’heller komz eus devezh an 3 a viz Eost pa oa aet 50 den da stankañ unan eus an hentoù da vont d’al labouradeg. Evit pep stourmer e oa un archer, ar-re-mañ o vountañ ar stankerien war vord an hent da leuskel kirri-boutin ar vengleuz da dremen. Ha daoust ma ’z eo sañset strollad ar gouarnamant bezañ a-enep ar vengleuz ez eus bet arestet pevar den. Gwashoc’h c’hoazh, dilennidi Sy.riz.a e korn-bro Ierissos, o deus labouret par ma c’hellent e-pad mizioù da weñvaat ha da rannañ ar stourm evit na vefe ket chalet Tsipras hag e ministred…

skeudenn-4

A-benn ar fin e fin miz eost, daou zevezh war lerc’h ma voe kroget un eil kamp stourm, « Beyond Europ » a-enep ar vengleuz, e tisklêrias Panayotis Skourletis,  ministr an endro e vo serret al labouradeg rak ne vez ket doujet d’ar steuñv raktreset ha d’ar reolennoù ekologel. Met an deiz warlerc’h, e roas ar gouarnamant e zilez. Daoust da se e kendalc’h ar chanter er menez. Setu perak e soñj ar gamaladed e oa an disklêriadenn-se un doare da glask kaout brud vat araok an dilennadegoù o tont.
Tri deiz warlerc’h e zaio 2000 den da vanifestiñ er menez diwar galv « Beyond Europ » hag an aozadur enep-aotrouniek (Alfa-kapa). En o zouez tud eus yaouankizoù Sy.riz.a hag un dileuriadez lec’hel eus Sy.riz.a, Katerina Igglezi. Honnezh, plijet o komz dirak kamera ar chadenn bublik az eas diwar wel pa grogas gazoù daeraouiñ an archerien da gronnañ ar vanifesterien. An taol-mañ c’hoazh e vo dalc’het tud gant ar re c’hlas. Tro 80 anezho a vo kaset d’an archerdi e Poliyiros, kêrbenn an departamant, 4 anezho a arestet da vat ha 2 en o zouez a vo bac’het ur miz pad. Evel just ne vo ket gwelet Katerina Igglezi dirak an archerdi e Poliyiros gant an dud aet eno da c’houlenn e vefe dieubet ar re arestet.
Dek kilometr alese, war aodoù meurdezus Kalkidiki eo strobet an douristed evit deizioù diwezhañ o vakañsoù, dic’houiziek eus unan eus kudennoù sokial hag ekologel pennañ ar rannvro. Ma teu a-benn Eldorado Gold da zigeriñ ar vengleuz greantel er Skouries e vo digoret an nor d’e raktresoù all : brasadur mengleuzioù Olibiada ha Stratoni ha digoradur mengleuzioù e Kilkis, nepell diouzh an harz er gwalarn hag e Tras e biz Bro-Hellaz.

Ha pa glask gouarnamant Bro-Frañs digeriñ mengleuzioù e Breizh e vefe mat deomp sellet spis ouzh istor ar Skouries evit deskiñ diwar o skiant prennet.

Write A Comment