Brezhoneg / Articles en Breton

Emvod publik sal an Dazont e Brest

Pinterest LinkedIn Tumblr

Pedet eo ar brasañ niver da gemer perzh en emvod publik anvet « Peseurt dazont evit sal an Dazont ? », aozet gant ar strollad « Dazont ebet hep  an DAZONT » d’ar merc’her 27 a viz Genver e skol Guérin e Brest.

Pal an eskemm-se etre annezidi ha dilennidi Brest, a zo komprenn pouezusted ar sal kevredigezhel bet prometet gant ar c’huzul kër e 2006 evit diorroiñ ar sevenadur hag an eskemmoù etre remmziadoù tro dro d’ar blasenn Guérin, met ivez evit souten ar stalioù lec’hel niverus er karter Sant-Varzhin. Padal e 2015, skipailh an ti-kêr en doa divizet privatizañ ar blasenn publik evit krouiñ 31 lojeiz e plas sal sevenadurel an Dazont.

Evel enepkapitalourien ha dizalc’hourien Breizh, e fell deomp diskuliañ ar raktres brokañ war ar madoù-leve evel hini LAMOTTE, ha nac’hañ an argerzh a laka tud pinvidik da vevañ er c’harterioù poblel en ur cheñch endro ekonomikel ha sokial ar plasennoù e-lec’h ma vev kentoc’h tud paour. An doare-se ‘vez implijet muioc’h mui gant dilennidi ar c’herioù bras evit kuzhaat ar baourentez, en o zouez reoù Brest.

Asambles, nac’homp ar raktres annezad LAMOTTE, evit ur sal karter !

Evit kaout muioc’h a didouroù, kit e darempred gant ar strollas dazont ebet hep DAZONT dre veil gant ar cholec’h mañ : avenir@riseup.net

Write A Comment