Brezhoneg / Articles en Breton

Manifestet e vo d’an 20 a viz C’hwevrer evit Lorentxa Guimon e Roazhon

Pinterest LinkedIn Tumblr

Lorentxa Guimon zo unan eus ar peder pe pemp prizoniadez politikel a vro Euskal hag a zo bac’het e prizon ar merc’hed e Roazhon. Oberiant eo bet e ETA.

Meur a bennad zo bet diwar he fenn abalamour da stad mantrus he yec’hed ha peogwir e vez dalc’het en toull en desped da ali ar varnerien o devoa roet o asant e miz Kerzu evit ma tistrofe en he c’humun e-kichen Baiona goude 13 vloaz toull-bac’h.

Galv a oa bet graet diwar an diviz se gant ar prokulor setu m’eo bac’het c’hoazh, ha gouezet e vo d’ar 24 a viz C’hwevrer hag e c’hello mont d’ar gêr a-benn ar fin.

Gael Roblin ( Breizh O Stourm, Jean-François Lefort ( Sortu ), Valerie Faucheux ( Dilennet FdG e ti-kêr Roazhon, Jerom Bouthier Skoazell Vreizh )
Gael Roblin ( Breizh O Stourm, Jean-François Lefort ( Sortu ), Valerie Faucheux ( Dilennet FdG e ti-kêr Roazhon, Jerom Bouthier Skoazell Vreizh )

Mouezh-aotreet strollad ar brizonidi politikel a vro Euskal eo Lorentxa, setu mard eo lakaet ivez da arouez youl fall ar stad c’hall da gemer e kont emdroadur politikel bro-Euskal. Abaoe 2011 ne implij ket he strollad armet an armoù hag e soñj kalzig a dud e rank stadoù Spagn ha Frañs ober ur jestr evit na chomo ket untuek an aergerzh a beoc’h nevez. Unan eus ar jestroù gortozet eo dieubidigezh ar glañvidi bac’het evit abegoù politikel. Lorentxa ( 43 vloaz ) zo unan anezho, paket mard eo gant kleñved Krohn. Abaoe miz Kerzu 2015 eo bet operataet teir gwezh war ar prim , hag evit dont a-benn d’en ober o deus ranket harperien an doulc’hbac’hidi politikel ober trouz evit ma c’hellfe mont da ospital Roazhon evel an holl dud, ar pezh n’oe ket anat tamm ebet evit ar re zo bac’het dindan dalc’h al lezennoù enep spontour.

Trouz a vo graet adarre e straedoù Roazhon d’ar sadorn 20 a viz C’hwevrer  e-doug ur vanif kenaozet gant Euskariz ha Bretoned. Meur a strollad ha tud disheñvel a bed ac’hanoc’h da zont niverus adalek 2e30 dirak an ti-kêr evit ma c’hello Lorentxa adkavout he merc’h a 13 vloaz , he bro ha peurrest he ziegezh hag evit degas da soñj e rank an holl brizonidi politikel eus bro-Euskal ( ur 400 bennak zo dasparzhet e prizonioù an div stad ) distreiñ d’o bro.

Lorentxa_Guimon_Roazhon_BZHG_WEB

Write A Comment