Brezhoneg / Articles en Breton

Harperien Celtic Glasgow skoaz ouzh skoaz gant Palestina.

Pinterest LinkedIn Tumblr

Kantadoù a vannieloù eus Palestina a oa bet douget uhel d’an 18 a viz Eost e Glaschù gant harperien Celtic Glasgow da vare ar c’hrogad mell-droad enep da skipailh Hapoer Beer Sheva hag a zo kampion Israel. Trec’h eo bet ar skosiz gant 5 pal hag unan hepken evit an Israeliz. Diwar galv “Celtic fans for Palestine” e oa bet aozet an dasparzh bannieloù er sportva, ar pezh en deus rediet an UEFA da embann e oa aet ar supporterien en tu all da lezennoù ar reolennoù diabarzh a vir ouzh an dud da gas « kemmenadennoù ideologel, politikel, a denn eus ar relijion, kunujennus pe feukus » e doare pe zoare da vare krogadoù an UEFA. D’an 22 a viz Gwengolo e vo gouvezet petra e vo ar c’hastiz evit Celtic Glasgow.

celtic

Hep gortoz an deiziad se paotred ha merc’hed ar c’hlub bet krouet gant Iwerzhoniz harluet da Skos o doa graet ur galv evit paieañ an taol-kastiz gortozet. Klevet mat-tre eo bet ar galv, kar kement a arc’hant zo bet gounezet e vo gouest harperien Glasgow da gas arc’hant ouzhpenn d’un ospital e Palestina, d’ur greizenn evit bugale Palestina repuet e broioù all pe c’hoazh d’ur greizenn sevenadurel Palestinad. En tu all da 100 000 euro zo bet rastellet evit poent.

 Ur c’hrogad « distro » a vo dalc’het d’al lun 29 a viz Eost e Israel ar wezh-mañ. Polis ar vro en deus roet da c’houzout e vije berzhet ober kement all en o sportva. 250 Skosad zo gortozet enno.

Supporterien Celtic Glaschù a vez kustum da embann o mennozhioù politikel e mod pe vod er sportvaoù, evit Palestina, a-enep d’ar ouennelouriezh pe evit Iwerzhon unvan war a seblant n’emaint en soñj chom a sav.

223091_1997032892596_4075236_n

Write A Comment