Brezhoneg / Articles en Breton

Ar bak e brezhoneg : Pariz oc’h ober skouarn vouzar c’hoazh hag adarre

Pinterest LinkedIn Tumblr

E fin miz Gwengolo tremenet o deus an dermenidi eus lise Diwan Karaez lakaet ar gaoz diwar-benn ar mod da dremen arnodennoù ar bachelouriezh : en galleg a-hed o deskadurezh e studi al liseidi e brezhoneg. Poellek o deus kavet e vije tremenet ar bachelouriezh e brezhoneg neuze. “C’hoant hon eus kaout ar gwir da dremen hon arnodennou e brezhoneg” eme Eflamm Floc’h ul lisead. Rak betek bremañ e vez kinniget dezhe tremen nemet un dañvez e brezhoneg : an istor-geo an hini eo. Da vare an distro-skol eo bet dibabet gante reiñ lañs d’ur stourm evit ma vefe tu tremen an holl dañvezioù e brezhoneg. “Ma ne vez ket graet [ar stourm] ganeomp ne vo ket kaset da benn gant den ebet” eme Eflamm. Lañset ez eus bet e miz Here eta ur c’houlzad stourm gant ur sinadeg war internet. Dastumet zo bet evit poent muioc’h eget 3500 sinatur (tu zo mont da sinañ c’hoazh war al lec’hien “change.org” bak e brezhoneg). War-lec’h ez eus bet kaset ul lizher lakaet splann o arc’hadurioù d’ar rektordi ha d’ar ministrerezh an deskadurezh. O welet ne teue respont ebet eus perzh an aozadurioù gall o deus al liseidi aozet ur vanifestadeg e miz Genver.

bak_brezhonek

Un taol-kaer eo bet gant 400 o sevel a-du gant o arc’hadurioù. Kaset en deus ar ministrerezh ur respont nac’h e penn kentañ e penn-kentañ ar miz. “Dipitet omp avat met mennet omp evit kenderc’hel ar stourm” eme Eflamm. N’eo ket bet klevet azgoulennoù al liseidi evit poent met memestra eo dedennus ha frealzus gwelet ur rummad tud yaouank o kregiñ e-barzh ar stourm evit kas ar brezhoneg war-raok. Ur gwir eo d’ar vretoned yaouank bezañ skoliataet e brezhoneg, ur gwir e rankfe mont betek penn o deskadurezh el lise e brezhoneg. Ra vint trec’h !

Bretagne_Info_Brezhoneg_Lise_Diwan_Bak_Brezhonek

Write A Comment