Brezhoneg / Articles en Breton

Marvet eo Rosaleen Sands, mamm Bobby Sands

Pinterest LinkedIn Tumblr

Ur vaouez kreñv a zo marvet hiziv. Arouez an holl vammoù frailhet o c’halonioù gant marv o bugale.

Gant Gerry Adams, prezidant Sinn fein, ez eo bet roet da c’houzout e oa marvet Rosaleen Sands. Atav e oa chomet mamm Bobby Sands sonn ha kalonek evit kenderc’hel gant ar stourm, daoust d’ar pezh he doa gouzañvet e 1981 e Iwerzhon an Norzh gant marv he mab.

Bobby Sands a voe kaset voe d’an toull-bac’h e 1972 abalamour ma oa ezel eus an IRA. Deuet e oa maez met adpaket e oa bet da c’houde e 1976. E-pad ma oa bac’het e Long Kesh en doa kendalc’het da stourm, en ur skrivañ testennoù, barzhonegoù…

Ur poltred tapet eus Bobby Sands e toull-bac’h Long Kesh.

E 1981 e kemeras perzh d’ur c’houlzad yuniñ, gant un toulladig all a gamaladed, evit stourm evit o gwirioù hag evit kaout ur statud a brizonidi bolitikel. War ar renk ez eas zoken evit dilennadegoù betek bezañ dilennet (en toull-bac’h hag o yuniñ !) d’an 9 a viz Ebrel. Daoust da-se ha d’ar bruderezh graet d’o stourm ne voe ket selaouet an Iwerzhoniz, ha nac’het e voe atav gant Margaret Thatcher e vije bet roet ur statud ispisial d’ar brizonidi bolitikel.

Bobby Sands a voe an hini gentañ da vervel d’ar 5 a viz Mae 1981 da 27 vloaz, goude 66 devezh hep debriñ. Nav stourmer iwerzhonad all a varvas d’e heul…

Sed aze ur barzhoneg a oa bet skrivet gant Bobby Sands d’he vamm :

Dear Mum

Dear Mum, I know you’re always there

To help and guide me with all your care,

You nursed and fed me and made me strong

To face the world and all its wrong.

*

What can I write to you this day

For a line or two would never pay

For care and time you gave to me

Through long hard years unceasingly.

*

How you found strength I do not know

How you managed I’ll never know,

Struggling and striving without a break

Always there and never late.

*

You prayed for me and loved me more

How could I ask for anymore

And reared me up to be like you

But I haven’t a heart as kind as you.

*

A guide to me in times of plight

A princess like a star so bright

For life would never have been the same

If I hadn’t of learned what small things came.

*

So forgive me Mum just a little more

For not loving you so much before,

For life and love you gave to me

I give my thanks for eternity.

Rosaleen Sands o kemer ar gaoz er straed e Falls Road, da vare devezh kentañ ar yun.

Write A Comment