Brezhoneg / Articles en Breton

Naoned gant Afrin !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Muioc’h evit 1000 den o doa dibunet d’an 03 a viz C’hwevrer e Naoned da heul galv kevredigezhioù Kurd. Ar pal a oa da c’houlenn groñs e vefe lakaet un termen d’ar bombezadegoù turk e Afrin, al lodennig eus Rojava a glask aloubiñ an arme Durk asambles gant soudarded DAESH.

Daoust d’ar glav e oa deuet niverus Kurdiz Breizh hag o mignoned da zibuniñ e kêrbenn Breizh. En o zouez e oa deuet stourmerien Breizh dizalc’h ha sokialour da embann o c’henskoazell gant Kurded ha pobloù ar Rojava koulz hag o c’hengred d’an etrebroadelourien, en o mesk Bretoned, aet di da vrezeliñ.

Un tolpadeg all zo bet ivez e Montroulez disadorn , bihanoc’h avat, e-lec’h ma oa bet ivez dizalc’hourien Breizh .

Berin Kobane

Kriz abominapl eo an emgannoù e Afrin, soudardezed ha soudarded YPG/YPJ a gouezh niverus dindan bombezennoù arme Turkia evel ma vez lazhet bemdez siviled ha bugale en o zouez gant an hevelep re. Jahinet zo bet ur stourmerez YPJ kouezhet etre krabannoù an islamourien harpet gant arme Ankara.

Berin Kobane bet tapet o tifenn Afrin gant teir maouez all zo bet gwallgaset en ur mod spontus, korf ar stourmerez a 23 bloaz zo bet muturniet ha filmet gant he jahinourien.

Evit poent n’eo ket gwall brim an aozadurioù etrebroadel o tiskouez bezañ prederiet gant tonkad kriz Afrin. Ne c’hell kontañ ar gurdiz nemet war ar c’henskoazell etrebroadel ha war o barregezh da daliñ ouzh an arme durk ez-pleustrek. Embann a ra ar YPG/YPJ bezañ lazhet kantadoù a soudarded turk.

Manifestadegoù damheñvel a oa bet dre ar bed holl d’ar sadorn 03 a viz C’hwrever: Sydney, Pariz, Dortmund, Tolosa, Marsilha, Strassburg, Barcelona, Stockholm…

Ur skoazell pleustrek a c’heller degas d’ar stourmerien etrebrodelour strollet dindan bannieloù ar YPG/YPJ zo war an talbenn en ur ober un donezon d’ar skoazell ruz etrebroadel : IBAN : CH82 0900 0000 8555 9939 2 – Communication : « Celox ».

Naonediz war talbenn Raqqa un nebeud sizhunvezhioù zo

 

Write A Comment