Sed aze kemmenadenn kerent Kastell-Briant fuloret ruz e vije bet nac’het digeriñ ur c’hlasad brezhonek en o c’hêr. Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez lakaet diaes an deskadurezh brezhonek publik e Liger-Atlantel gant ensellerezh an akademiezh.
An tu-kleizh dizalc’hour a c’halv an holl da vanifestiñ gant ar gerent e Kastell-Briant d’ar Sadorn 31 viz Meurzh. Emgav da 3e30 dirak an ti-kêr.
N’eus nemet dre ar stourm e vimp trec’h ! Deuit da lidañ mizvezh ar brezhoneg e Kastell-Briant war un ton stourm kement hag unvaniñ hor bro dre ar stourm !
Dizalc’hourien ha dizalc’hourezed an tu-kleiz eus Bro-Gastellbriant.
1 Comment
Pingback: Stampa Corsa, informations corses – Manif evit ar skolioù divyezhek e Kastellbriant d’ar Sadorn 31 a viz Meurzh