Brezhoneg / Articles en Breton

Bloaz goude e chom bev koun Kendal Breizh hag ar c’henskoazell gant Kurdistan

Pinterest LinkedIn Tumblr

Ur c’hant bennak a dud a deuet da gKaraez d’ar sul 3 a viz Meurzh da enoriñ Olier Le Clainche (Kendal Breizh) lazhet gant arme Turkia er Rojava bloaz zo.

Goude un abardevezh kentelius gant testennioù, videoioù, standoù, prezegennoù,  un tropellad stank mat gant Bretoned dorn-ha-dorn gant Kurded a oa aet war droad betek al livadenn bet Kinklet en devezhioù diwezhañ da enoriñ Kendal Breizh.

Ul livadenn brav eston ouzh moger un ti e kêrbenn ar Poc’her hag en deus lakaet kalz kazetennerien da zuañ paper.

Goude bezañ sonet Kan Bale An ARB ez eus bet lennet un destenn skrivet gant kamaraded ha mignoned dezhañ. Sed aze an destenn vrezhonek a oa bet lennet ivez e galleg hag e gallo :

N’omp ket bodet amañ dindan poltred Olier Kendal Breizh da ouelañ met da enoriñ e goun koulz hag hini an holl a zo marvet e Kurdistañ an hini eo, er Rojava, evit ur bed reizhoc’h. Ur bed diazezet war ar gwir evit ar pobloù da zibab o flanedenn, da gaozeal o yezh, da zoujañ deus o identelezh, da sevel ur batrom kevredigezh disheñvel ma vije kevatal ar gwirioù evit ar baotred hag ar merc’hed enni, diazezet war traoù all hag ar gounidoù.

Bloaz goude emgann Afrin , ur gêr a zo bet aloubet gant lu Turkia hag a zo ezel deus an OTAN, hag he mignoned eus DAESH, gant sikour divrud Europa ha Bro C’hall, Hag an aotroù an Drian en o zouezh, e kendalc’h ar gurded hag o c’henseurted da herzel outi.

Ur chañs bras eo ar Rojava koulz hag ur raktres poltikel leun a spi ennañ pa vez e-pep-lec’h strolladoù faskour o kreñvaat ha tu kleiz dispac’hel europa o wanaat. Sklaerijenn a gas ar stourm en em zieubiñ eus Kurdistañ e kreiz teñvalijenn ar brezel e Siria. Frammoù demokratel ha lies-etnek  a zo bet lakaet e pleustr ha kaset da get ar boazioù tadelour.

Ha bremañ, Turkia, liammet ouzh Bro C’hall anezhi dre meur a gevradoù armoù ha kenwerzh, a zo e soñj ezforan trec’hiñ hag aloubiñ an holl gañtonioù all er Rojava.

E kreizig-kreiz an impalaerouriezh e vevomp-ni ha  setu perak e rankomp-ni ober un dra bennak kar an emsav a zieubidigezh kurd a stourm e barzh hag a-enep ur sistem mac’homañ kalz ledanoc’h. Gounidoù a ra ar stadou europat diwar ar brezel-se ha souten a reont ezpolitikel koulz hag ezekonomikel ar stad Turkat

Ur raktres en e bezh eo an dieubidigezh, deomp da intent an dra-se, ha n’eo ket ur rekipe klok a deufe eus un gourden pe ur salver bennak ha da lakaat e pleustr evel ma vije. Ar gentel-mañ eo an hini a ranker kompren ha derc’hel soñj amañ e Breizh. Ret eo deomp stagañ gant ar stourmoù a-vremañ en ur lakaat war wel ar gwir d’en em dermeniñ evit ar broadoù hep stad kenkoulz hag ar stourm a-enep d’ar gapitalouriezh dichipod, ar gwregelouriezh, al liested yezhel, ar stourm evit an endro hag ar c’hengred etrebroadelour. Hag e-giz-se e c’hallimp terriñ ar mogerioù ha tremen ar pont davet an holl emsavadegoù dispac’hel en Europa a-benn mennout un dazont a-stroll.

Ne c’hall ket mervel ar verzherien eme al livadenn, evel uhelvennadoù Olier, nannvarvus e vezont. 

Hirie e vije Olier en em savet en hon c’hichen a-enep feulster ar polis a-dra-sur, gwaskerezh ar justis, a-enep an armoù gloazus implijet gant lakezien ar stad, ar raktres kreizenn gaz e Landivisio, ar raktresoù minoù e-pep-lec’h e Breizh, evit ar brizonidi bolitikel gatalan kablus da vezañ aozet gante ur referendum evit ma vefe dieub o bro, a-enep d’al lezennoù enepsokial eus ar gouarnamant,a-enep  kresk ar ouennelouriezh, plas ar brezhoneg er vuhez foran. Sur eo ivez e vije bet ganeomp evit nac’hañ meskañ an enepsionouriezh hag an enepyuzheviezh a servij d’ar stad faskour Israel da aloubiñ ha gwaskañ Palestina. Ha sur eo en dije kavet an tu da gontañ deomp hag emañ Leyla Güven oc’h ober un harz-debriñ abaoe 111 deiz, kannadez kurd anezhi e parlamant Turkia, kroget he deus e-barzh he harz-debriñ evit azgoulenn dieubidigezh Abdullah Ocalan, hag heuliet eo bet gant ouzhpenn 230 prizoniad e Turkia, ambrouget gant stourmerien ha politikourien gurd en Europa. Kalz dioute a zo en ur stad fall-tre ha dalc’het bac’het o-unan-penn memestra.

Kendalc’homp ar stourmoù se betek an trec’h !

Kendalc’homp ar c’hengred gant ar gurdiz !

Frankiz evit Ocalan !

Ra vo trec’h an harzherien debriñ !

Biji YPG /YPJ, Biji Kurdistañ, Biji Berxwedena Rojava !

Bevet Breizh Dieub ha Sokialour !

Salud d’an holl gadourien etrebroadelour ha d’an holl labourerien e Turkia a stourm a-enep da Erdogan.

Dastumet ez eus bet arc’hant da brenañ dafar mezegel, da lâret eo prenañ ha kas dezho bandennoù ha lienennoù hemostatek.

Bloaz goude neuze e chom bev mat ar c’hengred gant ar Rojava e Breizh. Moarvat n’eo ket an emgav diwezhañ kinniget gant ar re o deus c’hoant kenderc’hel gant hent stourm Kendal Breizh.

 

Write A Comment