Brezhoneg / Articles en Breton

Bak e brezhoneg, sav-poent darn eus kelennerien lise Diwan Karaez

Pinterest LinkedIn Tumblr

14 lisead-ez o deus dibabet ar bloaz-mañ en-dro tremen arnodenn vatematikoù ar vachelouriezh e brezhoneg, ar yezh a gelennomp enni el lise. Souten a reomp da vat an dud yaouank-mañ c’hoant ganto bezañ asantet da sitoaian galleger ha brezhoneger gant ar Stad.
Ankeniet omp gant ingalded ar priziañ. Emichañs ez eo bet prientet galv ar gelennerien vatematikoù brezhoneger gant ar rektordi d’ober e seurt e vefe doujet da ingalded ar reizhadennoù war an tiriad. Al liseidi euskarat a respont d’ar memes sujedoù, ar memes devezh en euskareg hag an dra-se abaoe 2012. Perak pas e Breizh ? Re dizingal eo bet priziañ ar c’hopiennoù savet gant 15 lisead-ez e brezhoneg warlene. Lakaat kelennerien vrezhonek war ar matematikoù eo an doare reishañ da gemer e kont bloavezh-labour al liseidi-adezed, o siriusted hag o c’hoant.

Stourm al lisedi-adezed a sav ivez goulenn plas ar yezhoù rannvroel er vachelouriezh a-vremañ ha gant ar reform a zeu. Betek bremañ ez a an traoù war treutaat. Kavout un emglev ar bloaz-mañ a c’hallfe bezañ ur mod da brientiñ seder ar vachelouriezh nevez he stumm hag a grogo a-benn an distro-skol 2019.

Izili skipailh pedagogel lise Diwan Karaez, d’an 21 a viz Even.

Write A Comment