Brezhoneg / Articles en Breton

Prosez Dispac’h en Oriant , ur galv a gengred gant dilennidi ha stourmerien war ar renk

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’ar merc’her 12 a viz C’hwevrer e vo barnet ur stourmerez dizalc’hourez e lezvarn An Oriant evit livadennoù dister war mogerioù ajañsoù-tiez, notered, pe tiez-kêr. An holl anezho zo lec’hiet en ur vro a zo pouezus tre enni nerzh ekonomikel an touristelezh, cheñchet gantañ en un doare negativel barregezh Breizhiz ha Breizhadezed d’ober annez  hag engouestlet enni an holl ekonomiezh ha terkadurioù evit mad an obererezh-se hepken.

Ar stourmerez a nac’h bezañ kemeret perzh er pezh zo rebechet dezhi ha seblantout a ra bezañ skañv tre ar prouennoù evit diskouez ez eo kablus.

Saludiñ a reomp he dibab da azgoulenn d’ober gant ar brezhoneg a-hed he dalc’h dindan evezh.

Perzh eo ar prosez politikel-se deus ur c’helchiad a waskerezh a-enep ar stourmoù sokial a zo er mare-mañ.

E bal a zo da spontañ ar re a gred enebiñ ouzh brokadur war ar madoù nevez e Breizh dre obererezhioù stourm arouezius-tre en ur begañ skritelloù pe en ur livañ luganioù.

Trugarekaat a reomp ar strollad Dispac’h evit e labour hag en deus servijet da lakaat war wel pegen diaes eo d’an dud kavout lojeiz war aodoù Breizh.

Dre zegouezh hag un degouezh mat e vo dalc’het ar prosez un nebeud sizhunvezhioù a-raok an dilennadegoù kêr. Evel stourmerien deus an tu-kleiz dizalc’hour engouestlet e meur a zoare e koulzadoù lec’hel evit ar mouezhiadegoù e fell deomp embann e chom ar gwir da gaout ul lojeiz dereat ur c’hoant pennañ hag ur gwir diazez d’an holl.

Framm ensavadurel Breizh a rank anduriñ Breizhiz , deus Brest da gKlison, hep bezañ gellet dibab anezhañ, a vir ouzhomp da lakaat e pleustr politikerezhioù foran a-ratozh a-benn lakaat un termen d’ar brokadur, d’an aergerzh a skarzh ar re baourañ deus kreizkerioù ar meurgerioù gwashaet gant al LTB, d’an touristelezh hollc’halloudus war an aodoù, ha dre vras da gudenn al lojañ-fall.

Pediñ a reomp an dilennidi hag an dud war ar renk a soñjfe eveldomp da embann o c’henskoazell d’hor gamaradez ha da reiñ arc’hant da Skoazell Vreizh a baeaio koust ar breutaer evit difenn ar stourmerez.

Embann a reomp fraezh ha sklaer e fell deomp gwelet anezhi o vont didamall hag e c’halvomp da gemer perzh en tolpadeg a gengred a vo d’an 12 a viz C’hwevrer da harpañ anezhi dirak lezvarn An Oriant.

Anton Burel, pennlistennad  « Kentreg Boutin », Eric Bainvel Kuzulier-kêr evit “Sant-Ervlan a-gleiz penn-da-benn” ha danvez dilennad evit « Saint-Herblain en Commun », Guillaume Bricaud kuzulier-kêr e Plonevez-Moedeg, Gael Roblin war ar renk evit « Kumun Gwengamp », Timotée Rogues war ar renk er C’hloastr-Plourin.

Write A Comment