Brezhoneg / Articles en Breton

Prezegenn ar strollad Kengred e manif Lannuon evit an dud dibaper

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’an 20 a viz Even e oa bet dalc’het ur vanif e Lannuon evit ar genskoazell gant ar repuidi. Evel e lec’hioù all e Breizh e oa bet manifestet diwar atizh ur strollad lec’hel a zoug ar stourm a genskoazell gant an dud dibaper abaoe bloavezhioù e Lannuon ha tro-dro. Tro 150 den o doa dibunet betek an isprefeti da c’houlenn diskoulmoù evit ma vefe graet war-dro ar repuidi en un doare dereat gant ar servijoù Stad.

Kalzig a dregeriz a ro bod d’an dud yaouank dibaber , erru nevez zo er vro, a-bep zeurt traoù pleustrek a reont evit ar repuidi yaouank. Lod a zo strollet e-kichen Benac’h ha Louergad en ur framm anvet “Kengred” . Sed aze ar brezegenn distaget gante devezh ar vanif hag e brezhoneg mar-plij :

Salud kengret deoc’h holl. Gant ar CSSP Lannuon ez a ar strollad Kengred da azgoulenn ur wech ouzhpenn ar gwirioù diazez evit ar re dibaper ha lemel kuit da viken al lezennoù gouennelour ha direizh ma rankont talañ oute bemdez.
Krouet e oa bet ar strollad Kengred bloaz ‘zo kostez Benac’h evit aozañ ar genskoazell hag ar bod evit ar repuidi. Degemer a reomp 8 den yaouank hag ur familh evit poent. Ur bod kengret eo ha n’eo ket sikouret tamm ‘bet gant ar servijoù ofisiel siwazh. Evit ‘pezh a sell deus ar re yaouank eo tud hag a zo bet skarzhet deus servijoù an departamant pa oant minor ha lakaet b’ar straed diouzhtu, hañv-goañv ne vern, daoust d’an holl lezennoù etrebroadel evit gwareziñ ar vugale. An departamant gwasañ eo hini aodoù an arvor diwar ar pemp deus Breizh evit lakaat e pleustr lezennoù gouennelour ar Stad. Gouennelouriezh eo sûr ha n’eo ket un dra all . Bro C’hall n’he deus ket gouzañvet gwelet he impalaeriezh o vont da get, daoust ma chom takennoù strewet a gleiz hag a zehoù er bed, an Domoù hag an Tomoù e-giz ma lâront, ha pa n’eo ket rannvroioù evel amañ e Breizh da skouer. Kroget e oa an istor trevadenniñ-se da vare ar sklaverezh da bourveziañ an drevadennourien en tu all d’ar mor e menajoù kotoñs ha sukr, ha cheñchet e oa e stumm pa oa bet difennet ar c’henwerzh sklaved o rediañ anezho da labourat en o bro evit ar c’hallaoued a veve du-hont, ne oa ket achu ar c’houlzad mañ neuze goude ma oa bet dieubet ar broioù. Ha bremañ o deus lakaet un anv all, « les politiques migratoires » ‘giz ma lâront. Hiziv an deiz e vez tamallet gant gwir abeg ar ouennelouriezh voutin hag un dra vat eo, ha rankout a reomp-ni reiñ da c’hoût d’an holl ar pezh a ra Bro C’hall da geñver ar repuidi, ur stad hag a lak da grediñ d’an holl ha mamm-bro ar gwirioù mab den e vije, padal eo hini en deus embannet anezho hep o lakaat e pleustr gwech ebet.
Betek bremañ, evit kaout un emgav e prefeti Sant Brieg evit an aotre-annez, e oa ret kaout internet d’ar sul noz etre hanternoz ha pemp eur beure, peadra da digalonekaat kalzig a dud dija. Hag abaoe an enkeañ o deus cheñchet ar reolennoù hep kelaouiñ den ebet. Ret eo kas ur mail gant an teuliad da servijoù an estrenien ha gortoz ur respont dioute da reiñ un deziad evit un emgav evit studiañ o gwirioù. Ha n’eo ket achu c’hoazh, rak peurbadel eo ideologiezh sklavour an impalaer, ha lakaet o deus koñdisionoù labour ma vank micherourien evite. Sed ‘aze penaos ne vo ket possubl evit ur repuad da gaout paperioù ma n’eus ket c’hoant da vezañ toer , pe mañsoner, pe souder ha me oar me ! O marc’had a reont koulz lâret ! Ha daoust hag eñ eo ar memes-tra evit an europeaniz wenn hag a fell dezhe fouetañ bro ? Tamm ebet evel-just ! Digor bras eo an harzhoù evidomp, deomp-ni eo ar bed rak hon gouarnamañtoù eo a ra ar reolennoù !
E Breizh, hervez kont, e vije tud dilennet e Roazhon . Da betra servijont ? Kit da c’hoût ! N’o deus ket barregezh ebet war bouez ar re a zo bet aotret gant Pariz ha n’eus ket den ebet dioute evit azgoulenn barregezhioù ledanoc’h, evit an degemer hag ar genskoazell evit ar repuidi da skouer, ha n’eo ket an intrudu a ra diouer amañ koulskoude gant ma vez strolladoù kengret un tamm pep-lec’h war ar pemp departamant. Ar vretoned o-unan a aoz an degemer-se hep tamm sikour ebet eus perzh ar frammoù ofisiel. An degemer e Breizh a zo ennomp a viskoazh ha da viken, ur plas a zo deus taol evit ar repuad, an estren, ne vez ket dispartiet an dud da geñver o orin amañ. Gant ma pado ! Ha koulskoude, ar re a blijfe dezho bezañ dilennet en-dro ‘benn bloaz ‘ba Roazhon ne soñjont ket e-giz-se. Gwelloc’h eo dezho ober o seizh gwellañ evit desachañ renkadoù sokial krenn pe uhel, gwenn evel-just, en ur brofañ dezho ur bern traoù hag a goust milionnoù ha milionoù, an LGV da skouer, un aerborzh dec’h, ar 5G warc’hoazh hag all hag all… Ar milionnoù-se a c’hallje servij da aozañ un degemer dereat, ur youl da bareañ ar gloazadennoù-kozh deus an amzer-dremenet gouennelour, hag ur wir genskoazell ouzh ar vretoned-nevez-mañ . Ne c’houlennont ket al loar, pell ac’hann, met ar gwir da gregiñ e barzh ur vuhez nevez ha disoursi, pell deus o broioù drastet gant an nevez-trevadennouriezh, ar gevalaouriezh, ar pennoù bras gwerzhet d’ar C’hornog, ar baourentez, ar brezelioù, ar cheñchamant hin hag all…

Amañ e kendrec’homp hon bugale da vont da dizoloiñ ar bed. Perak n’o defe ket ar gwir ar re deus ar c’hevandirioù all ? Peogwir en em sant ar C’hornog uheloc’h eget e drevadennoù kozh evel-just. An ingalded ne dalv ket man-ebet ‘ba genoù hon fennoù-bras. Gwelloc’h eo dezhe sevel mogerioù, ober deus Europa ur c’heñvlec’h !
Setu perak e savomp mil gwech war’n ugent a-du gant ar CSSP, int hag a stourm abaoe ken pell dija evit ar justis, ar c’hengred etre ar pobloù, hag evit reiñ gwirioù evit an holl dud dibaper koulz ha lemel kuit ar bevennoù.
Evit Breizh digor e barzh ur bed hep bevennoù, roomp lamm d’ar ouennelouriezh-stad.
Kengred gant ar re dibaper !” 

Write A Comment