D’an 29 a viz Gouere e oa bet kandaonet pevar stourmer komunour gant ul lezvarn e Bakou peogwir o doa kemeret perzh en un tolpadeg e koun dispac’h Here 1917 en ur lakaat bannieloù an URSS ha Republik Sokialour Azerbaidjan da strakal. Tamallet e oa bet dezho bezañ lakaet en arvar an urzh publik ha bezañ skignet skridoù komunour, tapet o doa etre ur bloavezh hanter ha daou vloavezh toull-bac’h. Ar prouennoù kinniget a rae anv eus levrioù marksour-leninour, embannadurioù an tu-kleiz, dielloù sovietek. An damallidi o doa nac’het ar c’hargoù en ur embann e oant gwallgaset evit abegou politikel abalamour d’o emgouestl.
An afer mañ zo perzh eus un aergerzh enepkomunour kalet en Azerbaïdjan, kinniget e vez difenn gant al lezenn an arouezioù sovietek ha torfedelaat an ideologiezh komunour. Deus an tu-all e kinniger adlenn istor an URSS en ur mod broadelour strizh en ur ginnig en ur mod pozitivel strolladoù ha luskadou enepsoviet e meur a vro eus Aozadur ar Stadoù Turkek ( un aozadur etre gouarnamantoù ar stadoù a ra gant an Turkeg : Turki, Azerbaïdjan, Kazakhstan, Kirghizstan hag an Ouzbékistan ).
