Brezhoneg / Articles en Breton

Pediñ a ra Republican Sinn Féin skrivañ d’ar Pab Leon da c’houlenn justis evit ar republikaned eskumunuget

Pinterest LinkedIn Tumblr

A-viskoazh n’eo ket bet anat ha seder an darempredoù etre urzhas an iliz katolik hag ar Republikaned en Iwerzhon. Ar bras deus ar Republikaned zo o tont eus metoù katolik, anat.

Padal ne oar ket kalz a dud e oa bet eskumunuget e 1870 holl izili ar Genvreuriezh Republikan Iwerzhonat a glaske aozañ dre guzh war an enezenn c’hlas koulz hag en harlu an Iwerzhoniz kar-o-bro. Ar skrid orin a c’heller lenn amañ

E 1920 e eskopti Corcaigh/Cork e oa bet sinet un dekred gant an Eskop Daniel Cohalan a lavare e riskle kement republikan bezañ skarzhet eus ar gumuniezh gatolik ma kemere perzh en un doare bennak e oberennoù volonterien an IRA el lodenn se eus an emgann evit an dizalc’hiezh.

Goude an arsav-brezel e 1921 e krogas ar brezel sivil kenetre ar Republikaned a nac’has lezel 6 kontelezh dindan beli Londrez hag ar re feal d’ar gouarnamant Iwerzhonat nevez ha d’an emglev. E miz Here 1922 holl eskibien an Enezenn a embannas oc’h enebiezh frank da stourmerien ha stourmerezed an IRA a gendalc’has da vrezeliñ a-enep da arme Londrez ha d’al lu ofisiel.Goulenn a rejont digant an emsavidi da rentañ an armoù , asantiñ an distaoliadeg, ha derc’hel gant o raktres politikel hep feulster. Ar re a gendalc’has a gemeras ar riskl ma vike bet nac’het dezho an absolvenn hag ar gomunion. Un doare eskumunugenn en ur mod.

 


Etre 1956 ha 1963 an Arme Republikan Iwerzhonat/ Óglaigh na hÉireann (IRA) a grogas gant ur c’houlzad armet anvet : koulzad an harzoù. Tagañ an arme saoz adalek douaroù ar Republik. Ur c’houlzad diefedus a-walc’h war an dachenn vilourel, hogen ma oa bet arouezius tre. Meur a ganaouenn a zalc’h soñj eus ar yaouankizou bet lazhet er bloovezhioù se. An hini vrudetañ zo moarvat « Sean South of Garryowen ». E-mesk an emsavidi yaouank a dapas krog er fuzuilhoù e oa un den a deuas da vezañ brudetoc’h : Ruairí Ó Brádaigh. Tapet da heul ar c’houlzad e voe dilennet pa voe er prizon gant voterien e gontelezh An Longfort–An Iarmhí evit mont da gannad. Dont a reas a-benn da dec’hout kuit eus an toull-bac’h ha da vezañ ar c’hannad kentañ « on the run ». E 1986 e kuitaas gant un dornad tud kendalc’h ar Sinn Fein renet gant Gerry Adams da grouiñ Republican Sinn Fein. Ur strollad leal d’an hengoun republikan strizh a nac’h kemer perzh e parlamant ar Stormont e c’hwec’h kontelezh an Hanternoz koulz hag e hini Dulenn. Brud a strollad zo dister da geñver ar Sinn Fein all hiziv-an-deiz. Evit kalz a dud war an oad e talvez un dra bennak memes tra pa gomz strollad Ruairí Ó Brádaigh er vuhez foran. 

Tro 500 den a c’houzañvas an toull-bac’h goude koulzad an harzoù. En o zouez e oa un den anvet Séamus Ó Líonacháin, tremen a reas seiz vloaz er prizon. Chomet eo ur republikan feal, hag ur c’hatolik engouestlet en e feiz en ur mod pemdeziek. Chomet eo a sav da vont d’an oferenn  bemdez nevez zo kar ne oa ket evit bleiniañ ken. Abaoe n’eus ket pell zo, erru d’an oad a 90 vloaz e c’houlenn digant ar Pab Leon XIV  digareziñ evit an holl Iwerzhoniz bet eskumunuget evit bezañ difennet o broad. Kontañ a ra ivez ez ae bemdez d’an oferenn e-keit ma oa bac’het. Hag e-pad ar seizh vloavezh se e veze nac’het dezhañ an absolvenn hag ar gomunion. Ar beleg a c’’houlenne digantañ dislavar an IRA. Ar pezh a nac’has groñs Séamus Ó Líonacháin. Kement se a vije bet , hervezañ, livañ gevier keit ma vije o kofesaat. E dad a oa oberiant en IRA e takad Corcaigh p’en doa an Eskop Daniel Cohalan gourdrouzet da skarzhañ ar soudarded Republikan eus buhez ar gumuniezh gatolik.

http://

Ar strollad Republican Sinn Fein a ro skoazell dezhañ en e goulzad evit ar justis. Trouz bras a ra an afer er c’helaouennoù en Iwerzhon. Da skouer e Antaoacht ( ur gelaouenn sokialour ) koulz hag en Irish Times

Diskleriañ a reont en ur skrid ofisiel dre ar rouedadoù sokial :

« Gervel a reomp ar Pab da lemel an eskumunugennoù ha da ginnig un digarez d’ar baotred ha d’ar merc’hed o deus stourmet evit frankiz Iwerzhon a-hed ar rummadoù. »

Evit harpañ ar c’houlzad skrivit da…

E Santelezh ar Pab Leon XIV

Plasenn Sant-Pêr

00120 Kêr ar Vatikan 

Gellet a ra hol lennerien ha lennerezed katolik ha brogarour ober kement all.

Write A Comment