Brezhoneg / Articles en Breton

Sliman Mansour, al livour palestinad zo marv, e oberenn a chom bev

Pinterest LinkedIn Tumblr

Kerkent ha gouvezet e oa aet Sliman Mansour d’ar bed all eo krog da vleuniañ kalz deus e oberennoù war ar genrouedad.

http://

Al livour palestinian brudet, kizeller war-un-dro, a oa ganet e 1947, bloaz a-raok an Nakhba, en ur familh kristen, e Bir Zeit.

Graet en doe studioù war an arzoù-kaer e Jeruzalem. Aet e voe da gelenner e Kreizenn an arzoù pobl Al-Jalil ha goude-se e Ramallah. Krouet en doe meur a framm arzel gant Palestiniz all, ur mirdi ha kevredigezh arzourien ar Palestin. Meur a levr a skrivas ivez diwar-benn dilhad hengounel e vro hag ar broderezh.

E Ramallah e voe berzet unan deus e ziskouezadegoù kar e oa en e daolennoù livioù glas, ruz ha du banniel ar Palestin.

Asambles gant arzourien all e krouas e 1987 ar strollad « Selloù nevez » a roas lañs d’ur skol arzel e servij an Intifada kentañ. 

 

ar familh santel

En e holl oberennoù e vez treuzkaset e garantez evit e bobl hag e vro. Merket eo e labour grafek gant ar relijion kristen hag e skeudennoù mitologel. Alies e ra heklev d’ar familh santel , d’an tec’h betek an Ejipt, da Jezuz Krist ha d’ar verzherien.

Enskrivañ a ra evel-se ur skeudennerezh kristen en danevell arzel broadel Palestinad , levezonet kalz gant hengoun an Islam.

Ur plas ledan a roas d’ar maouezed en e labour, da ziskouez o flas ledan en emsav a-zieubidigezh vroadel e Palestin. D’ar gouerien, d’ar repuidi, d’ar verzherien dianav ha niverus e roas buhez ivez en e livadurioù stank.

Evel-se e roas ur skeudenn all eus stourm ar Palestin, un doare all a zo bet diwar ar mare se da sellet ouzh ar vroad gwallgaset dre un arz a roe traou all da welet eget “Fedayined” armoù ganto. 

Jamal al Mahamil 

 

Jamal al Mahami (douger ar fardelladoù pe kañval ar fardelladoù) eo anv al livadur a reas e vrud dre ar bed holl. Livet e voe e 1975 ha skignet gant ar gomunourien  goude dre o rouedadoù er c’hampou repuidi. Da heul ez eo an OLP ( Aozadur Dieubidigezh ar Palestin ) an aozadur renet gant Yasser Arafat a vrudas kalz al livadur se dre o c’helaouenn. Dre ar skeudenn e tiskouez ez eo ur bobl a-bezh zo gwasket gant pouez an aloubadeg. An den kozh war ar skeudenn pleget dindan gwask pounner Israel a zalc’h da gerzhet awenet gant spered broadel ar “soumoud” hep lakaat Jerusalem da gouezhañ diwar e chouk.

Taolenniñ a reas en un doare splann dre an arz ar “soumoud”. Gant e zoare leun a wirionded , skeudennus, eztaolus da reiñ dellezegezh d’ar bobl gwasket dindan beli ar galloud estren.

Ar « soumoud » zo un termen arabeg a ra anv eus harpusted stroll pobl ar Palestin hag eus he barregezh da badout gant he emgann broadel, war-zu an dieubidigezh en desped d’an harlu, d’ar marv ha d’ar prizon.

Ur sell hollek a c’heller teurel war e labour ramzel , awenet gant tonkad reut e bobl dre amañ.

Ne oa ket perzh eus strollad politikel resis ebet, perzh e oa eus an emsav a zieubidigezh vroadel, tra ken.

Ur brogarour a voe , mestr al livioù hag ar skeud, a roas buhez da dudennoù uvel e bobl a dalc’h penn d’ar marc’homer, ha kement se dre ampartiz e varr-livañ hag e emskiant vroadel.

Mervel a reas Sliman Mansour d’an oad  a 79 vloaz e Jeruzalem d’ar 25 a viz Eost 2026.

Write A Comment