Ar murlivadur bet dispaket e miz Eost e Itsasu war ur savadur kumunel a vo diverket eme an Ao Maer, Mizel Hiribaren. Ar Prefed a oa bet e kounnar kar war ar voger livet e oa bet treset dremm ur stourmer brogarour Txomin Olhagaray lazhet evel e gamalad Ramuntxo Ruiz e-keit ma oant o plantañ ur vombezenn e 1980. Ar prefed en doa roet da c’houzout dre ar c’helaouennoù e kasfe ul lizher erbediñ ofisiel, da heul e oa bet digoret un enklask gant ar prokulor kar e vije bet graet “meulidigezh d’ar sponterezh” gant barroù-livañ er gumun euskarat a gaver el lodenn deus bro ar vasked zo dindan beli pell Pariz.
Goude bezañ komzet gant breutaer ar gumun en deus divizet ar Maer da ziverkañ dremm ar « gudari » (emganner). Displegañ a ra « Dre ar raktres livadur e felle da dud yaouank ar barrez ha d’an dilennidi, un hanter kantved goude e varv trumm, saludiñ da gentañ tout engouestl Txomin Olhagaray da zifenn dazont hon douar, hor yezh hag hor bro Euskal ». Un doare dellezek ha sonn da zerc’hel penn evel ma c’hell da lakez ar Stad-C’hall.
Ar gevredigezh Goooxoan lusket gant tud yaouank ar gumun, bet perzh deus ar raktres livadur, a ro da c’houzout e talc’ho en ur mod pe un all. Emaint e soñj aozañ ur vanif da enebiñ ouzh diverkadur o istor broadel.
Txomin ar peizant yaouank deus Itsasu marvet asambles gant Ramuntxo Arruiz ar micherour deus Baigorri evit frankiz o bro pa oant oc’h ober labour kuzh evit Ippareretarak na vefont ket ankouaet.

