Brezhoneg / Articles en Breton

Kresk ar c’hoant dizalc’hiezh e Kembre hag emvod etre maodierned teir broad kelt

Pinterest LinkedIn Tumblr

Gouez d’ur sontadeg bet aozet gant Yes Cymru e c’hellfe 32 % eus voterien ar vro mouezhiañ evit an dizalc’hiezh. Tost da un den diwar tri neuze.

http://


Pa seller a-dost ouzh ar rummadoù oad eo splannoc’h c’hoazh ar c’hresk :
Evit ar voterien etre 18 vloaz ha 24 bloaz, 59 % anezho a lavarfe ya d’an dizalc’hiezh ma vefe dalc’het ur referendom.
Etre 25 ha 34 bloaz an dregantad zo par da 54 % ha 57 % evit ar re etre 35 ha 44 bloaz.
Ar rummadoù koshañ zo stagoc’h ouzh peurrest ar Rouantelezh-Unanet.
1023 den a oa bet aterset evit ar sontadeg e miz Eost. Dañvez preder evit dazont koulzadoù Yes Cymru neuze, ur vanifestadeg a vo dalc’het e Aberystwyth d’ar 26 a viz Gwengolo da c’houlenn ma vo dalc’het ur referendom diwar-benn an dizalc’hiezh e Kembre.

http://

D’al Lun 14 a viz Gwengolo e Caerdydd  maodierned Kembre, Skos ha Norzh-Iwerzhon a sino ur c’hendiskleriadur evit ma vo asantet reiñ an aotre da zerc’hel referendomoù e pep broad.

E anv Plaid Cymru e vo Rhun ap Iorwerth, evit SNP e vo John Swinney  ha besprezidantez Sinn Féin Michelle O’Neill ac’h emgavo asambles da c’houlenn doujañs d’ar gwir d’en em dermeniñ en teir broad kelt meneget. En Iwerzhon e vefe ar goulenn kentoc’h diwar-benn unaniezh an enezenn, evel ma oa bet skrivet du war wenn e Emglev ar Gwener Mat e 1998. Evit poent e ra Andy Burnham, maodiern Breizh-Veur, skouarn vouzar da c’houlennoù ar pobloù a c’hellfe kimiadiñ diouzh galloud Londrez.

Write A Comment