Divizout e Breizh ! Sed aze a lugan bet choazet gant ar vrogarourien da vont a-stroll d’an dilennadegoù Sened e Departamant Penn-ar-Bed hag e Aodoù-an-Arvor.
Un doare eo da lakaat da vevañ Breizh evel danvez politikel, da c’houlenn ar gwir da verañ hor buhez pemdez evel pobl hon unan. Ne vez ket votet ar bloaz mañ e Liger-Atlantel nag er Morbihan e vit ar Sened. Setu ma vo un digarez brav evit an holl da zont da Naoned d’ar 26 a viz Gwengolo da zibuniñ c’hoazh e straedoù kêrbenn istorel Breizh ha da zegas da soñj o deus ar gwir annezidi al lodenn se deus hor bro da zivizout evel Breizhiz diwar-benn dazont Breizh.
Un azgoulenn a dalvez evit bro-Naoned met evit Breizh a-bezh kar e ranko ar vretoned lakaat e pleustr o gwir d’en em dermeniñ dre ur referendom deiz-pe-zeiz.
Kement-mañ zo addispleget er video amañ dindan gant Jonathan Guillaume (Kenurzhierezh Demokratel Breizh) ha Tifenn Siret (Unvaniezh Demokratel Breizh). Un atersadenn graet d’ar 7 a viz Gwengolo e Naoned da vare un emvod gouestlet d’ar gwir da zibab e Breizh ha d’an doare da adluskañ koulzadoù e servij frankiz hag unaniezh Breizh.
Voir cette publication sur Instagram
