Ur familh deus Gwengamp n’en deus ket gellet reiñ « Fañch » evel eil anv d’un Awen bihan e servij marilh ar boblañs e ti-kêr Pabu. Disoc’h an diouer a c’halloud politikel e Breizh evit ma votfemp hon unan lezennoù a denn d’hor gwirioù yezh an hini eo.
Goude mizvezhioù a gehentiñ a-berzh kannaded LREM ha promesaou ar gouarnamant, hir divizou er Sened ne c’heller nemet stadañ n’eus ket bet tamm a-raokadenn stabilh ebet evet an teuliadoù a denn d’ar politikerezh yezh. Ha kement se koulz evit an anvioù bihan hag an arouezennoù diakritek a gaver enne hag an treziad skol sañset da vezañ roet gant ar c’humunioù d’ar skolioù lik, digoust ha kevredigezhel Diwan. Gortoz a ran a-berzh an dud zo e penn Rannvro Breizh ha ti-kêr Gwengamp ur vouezh unvan ha nerzhus da lakaat hor gwirioù yezh diazez da vezañ doujet evit ma c’hellfe hor tiegezhioù ober evel ma karont gant anvioù bihan a implijer amañ en hor bro evel ma oa bet prometet deomp ha daoust da zoareoù strishaus an devarnadurezh.
Gael Roblin, dilennad Kumun Gwengamp
Goude ur sizhunvezh dispell e kred tud zo keñveriañ o buhez pemdeziek gant hini an doullbac’hidi. Ne ouzer ket…
D’ar merc’her 12 a viz C’hwevrer e vo barnet ur stourmerez dizalc’hourez e lezvarn An Oriant evit livadennoù dister…
Un hanter-kant den bennak a oa deuet d’ar gwener 7 a viz C’hwevrer da embann o nec’hamant dirak emzalc’h…
Setu amañ un destenn c’halv bet skrivet gant labourerien ha labourerezed Diwan Bro-Naoned evit harz-labour ar 5 a viz…
Stourmerien ha stourmerezed an tu-kleiz dizalc’hour, Unvaniezh Studierien.rezed Breizh a bed ac’hanoc’h da vanifestiñ disadorn en Oriant evit an…
Bak e Brezhoneg 05/07/2019 D’an 21 a viz Even e oamp 14 o tremen an arnodenn matematikoù e brezhoneg.…
Setu un destennig evit kinnig trede kamp emren Plougastell-Daoulaz, un emgav evit deskiñ brezhoneg, un tamm disheñvel deus ar…
D’ar c’houlz ma kaozeer kalz deus ar gwaskerezh anduret gant Carole Rackete Kapitenez ar vag Sea watch 3 pe Pia Klemp…