Category

International / Etrevroadel

Category

Embannet en deus Gouarnamant Bro-Skos ur raktres-lezenn nevez diwar-benn an dizalc’hiezh evit ma vo dalc’het ur referendom , daoust ma oa bet lavaret gant Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet Andy Burnham (Labour Party)  e nac’hfe e vefe dalc’het unan.

E-doug ur bellgomzadenn gant Maodiern Skos, John Swinney (SNP-Broadelour), e miz Gouere e vije bet adlavaret e savboent gant ar C’hentañ Ministr nevez. C’hoarvezet e oa ar gaozeadenn-se goude ma oa bet dilennet gant ar voterien, e dilennadegoù miz Mae, ur muianiver a izili eus Parlamant Bro-Skos a-du gant an dizalc’hiezh.

129 kannad zo e parlamant Skos. 58 anezho zo perzh eus SNP – Strollad Broadel Skos ha 15 perzh eus ar Re C’hlas. E Skos e sav an Ekologourien a-du gant an dizalc’hiezh abaoe pell amzer. Setu m’emañ muiañ niver e Dael Skos akord gant dizalc’hiezh ar vro.

17 kador az a gant Strollad al Labour, 12 gant ar virourien, 10 gant ar Frankizourien-Demokrat (Lib-Dem), 17 gant Reform UK (tu-dehoù pellañ) . An holl re se zo kontrol o soñjoù d’an dizalc’hiezh.

Pa oa o komz en Iwerzhon an Hanternoz, en deus Burnham lavaret ivez ne vije ket kenebeut « war an daol » ur boblvouezhiadeg diwar-benn adunvanidigezh Iwerzhon. Hervezañ o deus diskouezet ar referendomoù diwar-benn Bro-Skos hag ar Brexit e vez ezhomm eus kalz amzer evit pareañ diouzh « ar gloazioù degaset gant seurt degouezhioù ».

 

John Swinney Maodiern Skos ha broadelour

Met Gouarnamant an SNP, distroet e penn ar vro, en doa roet da c’houzout e kinnigfe ur raktres-lezenn nevez diwar-benn ar referendom a-raok fin e gant devezhiad kentañ er galloud.

Embannet eo bet ar raktres-lezenn bremañ. Miret eo bet ennañ ar memes goulenn hag an hini bet savet ouzh ar voterien e 2014 :

« Hag ur vro dizalc’h e rank Bro-Skos bezañ ? Ya pe nann. »

Aprouet e oa bet ar goulenn-se gant ar Bodad-dilenn, Embannet eo bet ar raktres-lezenn a-raok Program ar Gouarnamant.

Disklêriet en deus John Swinney e oa « splann hag anat » ar goulenn bet dibabet.

Lavaret en deus :

« Muioc’h am bo da lavarout diwar-benn dazont bonreizhel Bro-Skos er sizhunvezhioù a zeu. Den ne vo gouest da gemer divizoù gwelloc’h evit dazont Bro-Skos eget an dud a zo o chom amañ. Dazont pobl Bro-Skos eo — ha da zen all ebet. »

Ouzhpenn termeniñ ar goulenn, e resisa ar raktres-lezenn piv en do ar gwir da vouezhiañ. N’eus bet lakaet deiziad ebet c’hoazh evit ur referendom nevez avat.

Lavaret en deus ar gouarnamant e vo « lakaet un deiziad er raktres pa vo kinniget ent-ofisiel ».

Disklêriet en deus Swinney :

« Cheñchet eo bet ar bed da vat abaoe 2014. Cheñchet eo bet ar Rouantelezh-Unanet ivez, ha Bro-Skos kement-all.

E-pad ma c’houzañv an dud er Rouantelezh-Unanet ur galloud-prenañ o chom a-sav hag an distrujoù ekonomikel degaset gant ar Brexit, ez eus broioù en-dro deomp o kenderc’hel gant ur c’halite buhez gwelloc’h hag o kaout muioc’h a binvidigezh da lakaat en o servijoù publik — daoust n’o deus ket, alies, na zoken ul lodenn vihan eus ar mammennoù fonnus hag eus ar perzhioù ekonomikel kreñv a zo gant Bro-Skos.

E miz Mae en deus ar brasañ niver a izili eus Parlamant Bro-Skos a-du gant an dizalc’hiezh bet dilennet biskoazh votet evit ma vo treuzkaset d’ar Parlamant skosat ar galloudoù ret da aozañ ur referendom diwar-benn dizalc’hiezh Bro-Skos.

Ret eo bremañ da C’houarnamant ar Rouantelezh-Unanet doujañ da vouezh pobl ha Parlamant Bro-Skos ha treuzkas dezho ar galloudoù ret.

Prest eo Bro-Skos. Prest eo pobl Bro-Skos. Poent eo da C’houarnamant ar Rouantelezh-Unanet ober e lod. »

E miz Gouere en doa unan bennak a fell dezhañ chom dianav e-barzh ar gouarnamant lavaret d’ar Press Association e oa bet reut Burnham e keñver Swinney en e enebiezh ouzh ur votadeg nevez :

« Pa oa bet kaoz eus an dizalc’hiezh en doa ar C’hentañ Ministr lavaret sklaer-tre e rankjent asantiñ ne oant ket a-du an eil gant egile. N’eo ket un dañvez a zo e kreiz e brederiadennoù ha n’eo ket ur gaozeadenn en deus c’hoant da genderc’hel ganti. »

N’eo ket echu eta ar c’heñver-nerzh etre Londrez hag Edinburgh. Moarvat e vo un heklev trouzus e straedoù ar vro a-raok pell ma chom sonn ha dibleg an Ao. Burnham , bac’het m’emañ gant e emzalc’h pennek.