Category

Vie politique / Buhez politikel

Category

Amañ n’eo ket bro-c’hall !

Stad c’hall a aoz e korf miz Kerzu ur bemzek «dael diwar benn an hevelebiezh vroadel» bennak e Breizh. D’al lun 14 a viz Kerzu e vo aozet gant an is-prefeti unan eus ar re mañ e UCO Gwengamp. Breizhistañs-Strollad Sokialour Breizh a gar dezhañ tabutal war reizhegezh ha palioù an «dael» mañ e Breizh.

Ar pal lakaet war wel gant ministrerezh an embroiñ hag an identelezh vroadel en ur aozañ an darvoudoù se a zo respont da «adtarzh doareoù kumuniezhegezh» en ur lakaet e pleustr «oberennoù a c’hell skoazellañ hon hevelebiezh vroadel, ha da ad-diogeliñ an dalvoudegezhioù republikan hag al lorc’h da vezañ gall». Talvoudegezhioù «an hevelebiezh republikan», hag a vez kemmesket war ar seblant gant «an hevelebiezh vroadel», a zo lakaet kreñv war wel gant ar gouarnamant evit rediañ ac’hanomp d’ober gant elfennoù ar «simant broadel» a zo oute ar galleg, an tri-liv hag ar marseillaise.

Merzhet e vez emañ kement boutin ez  eo ar poell chaovinour ha jakobinour se d’an MNR, d’an FN ha d’an UMP, pe d’ar PS,d ar Chevènementourien pe d’ ar Parti de Gauche. Degasomp da soñj kinnig Ségolène Royal evit an dilennadegoù brezidantel ziwezhañ, pa gare e vije bet gwerniet an tri-liv gant pep familh, pe c’hoazh hini Jean-Pierre Chevènement, pa oa maodiern e gouarnamant Jospin, hag a voe an hini kentañ o tegas ar mennozh lakaet da zeskiñ ar marseillaise d’ar skolidi.

Ar mennozh a zo rediañ an dud da welet ar «vroad» gant ur sell hepken «e 92 departamant ar republik», deus Kayen da Bapete, en ur dremen dre wengamp ha Baiona. Ar re a zifenn an «hevelebiezh republikan» se a vir dre se ouzh ar bobloù minorel gwasket gant bro-c’hall da lakaet war wel ho hevelebiezh, pa vije ar Vretoned, ar Gorsiz, ar Ganaked, an Euskariz, ar Vartiniked, hag all… War ar seblant n’ez eus ket a blas evidomp en «hevelebiezh vroadel c’hall» mañ. Gwech ebet n’eo bet diskouezet gant ar Stad-c’hall ar youl da anavezout gwirioù politikel ha sevenadurel pobl vrezhon ! Perak e redife ac’hanomp d’ober gant un «hevelebiezh vroadel c’hall» pa ne vez ket doujet gantañ d’hor  hevelebiezh ni. Hag evit diskouezh mat penaos n’eo ket degemeret mat hon hevelebiezh er raktres gall mañ, n’eus ket bet kavet mann ebet gwelloc’h gant ar prefeti eget aozañ an «daeloù» mañ e kerzh ar sizhun, hag adalek 5eur noz evit hini Gwengamp, evit ma vije tu d’an nebeutañ tud ar gwellañ kemer perzh enno.

Met n’eo aze c’hoazh nemet unan eus perzhioù dibar politikerezh ar gouarnamant gall lakaet war wel a dreuz ministrerezh an embroiñ hag an hevelebiezh vroadel, savet diwar kinnig Nicolas Sarkozy «La France tu l’aimes ou tu la quittes». Ar memes politikerezh a enk an estrenien, a lak e pleustr ar flatrerezh e diabarzh ar velestradurezhioù, a adkas an afganed dre garr-nij en ur vro a vez graet ar brezel gant bro-c’hall dezañ, a tistruj gant bulldozerioù kampoù repuidi Calais…

«An hevelebiezh vroadel c’hall» kinniget dezhomp gant ar gouarnamant a zo ur sell war ar vroad a glask «enframmañ» kentoc’h eget en em zigeriñ, un hevelebiezh a ‘n em damolod war he arouezioù kozh-noe ha chaovinour, ur Republik gall a bellaa muioc’h mui eus he bennaenn demokratel a benn sevel interestoù ar re aesetañ, en desped d’ar re wasketañ.

Peogwir amañ n’eo ket bro-c’hall, on eus divizet aozañ ur gwir dael poblek d’ar sadorn 12 a viz Kerzu war plasenn ar Vali e Gwengamp adalek 3eur abardaez. Ni, Breizhistañs-Strollad Sokialour Breizh, hon eus divizet ober gant un «hevelebiezh vroadel» a vez savet e Breizh er vuhez pemdez, gant an holl re a labour hag a vev eno. Un hevelebiezh savet en dro d’ur raktres politikel boutin, digor, o tougen ennañ an demokratelezh, ar frankiz hag ar c’hengred.

Emgav d’ar sadorn 12 a viz Kerzu e Gwengamp plasenn ar Valy da 3egm. Deuit niverus !

Breizhistance/Strollad Sokialour Breizh

BREIZHISTANCE – Parti Socialiste de Bretagne se joint à l’appel du collectif anti-marées noires de saint-nazaire et de l’association…