Tag

Afer Derc’hen

Browsing

Goude afer Fañch e miz Mae 2017 ha nac’het dezhañ e vije skrivet e anv-bihan gant an dildenn evel ma vez dleet e teu un hevelep droukziforc’h hiziv eus tu ar velestradurezh c’hall. Goude nac’hadenn implij al lizherenn vrezhonek « ñ » e vez nac’het bremañ gant ar velestradurezh c’hall implijout al lizherenn ken mil implijet e brezhoneg : ar « c’h ».

Tud Derc’hen, ganet d’an 21 a viz Eost 2107, zo bet nac’het outo gant marilh ar boblañs eus ti-kêr Roazhon skrivañ anv-bihan o mab en un doare reizh, gant ur « c’h » eta. Koulskoude e kaver ar « c’h » forzh pegement en brezhoneg hag abaoe kantvedoù. Pe vije e skritur anvioù lec’h evel Beuzeg ar C’hab e bro Gerne, anvioù familh evel Guivarc’h (ur c’hoarier foot brudet mat), anvioù loened evel ur c’hazh pe ur marc’h ha me oar me.

Ar gevredigezh Skoazell Vreizh a sikour familh tud Fañch gant e brosez, war dachenn ar justiz hag hini an arc’hant, zo bet e darempred gant ti-kêr Roazhon evit gouzout hirroc’h war an afer, goude bezañ goulennet diganti sikour tud Derc’hen ivez. Charlie Grall, prezidant ar gevredigezh, a embann er gazetenn Ouest-France eo bet kelaouet servijoù ar vaerez Nathalie Appéré. Fenoz en deus embannet Marc Hervé, eil-maer e karg eus an aferioù melestradurel, e yelo e darempred gant Ministrerezh ar Justiz evit ma vije cheñchet al lezenn. Gwelet ‘vo.

Da c’hortoz o deus ranket tud Derc’hen skrivañ anv o mab « Derchen » hag int bet lavaret ne vije ket tu cheñch. Da welet eta.

A-dost e heuliimp an afer-se hag e vez galvet ganimp ober ar muiañ a drouz ar gwellañ evit ma vo kehentet gant neb a garo war an afer-se :, en ur skignañ ar pennadoù embannet war an afer-se, en ur skignañ foto ar « C’H » war ar genrouedad, ar rouedadoù sokial, er straedoù, war ar mogerioù, en ur vont e darempred gant an deputeed evit ma vo cheñchet al lezenn, en ur aozañ bodadegoù…

Goulennomp groñs e vije cheñchet al lezenn dismegañsus-se ha vir ouzh ar brezhoneg bezañ implijet en un doare reizh !

Goulennomp groñs e vije ur stadud kenofisiel gant ar brezhoneg, ar stadud nemetañ a roio ur plas reizh d’hor yezh er gevredigezh a-vremañ, er vuhez pemdeziek !

Sikour a c’hellit Skoazell Vreizh en ur reiñ arc’hant. Pep euro a gont !

www.skoazell-vreizh.bzh