Tag

aodoù an arvor

Browsing

E Penn-ar-Bed evel en Aodoù-an-Arvor emañ ar vrogarourien skoaz-ouzh-skoaz evit kinnig listennadoù d’an dilennerien veur ha difenn war-un-dro ur galloud politikel e Breizh.

Amañ dindan e adkopiomp skrid brezhonek al listennad savet e Aodoù-an-Arvor. Diwar ar 5 den , 3 anezho a oar brezhoneg. 1 758 den a c’hell mouezhiañ evit dilennadeg ar Sened en departamant-mañ. An holl anezho neuze a zegemero dafar kabaliñ divyezhek.

Harpet eo al listennadoù brogarour gant Unvaniezh Demokratel Breizh, Dizalc’hourien War-Sav, Breizh War-Raok.

an dafar kabaliñ skignet d’an dilennerien veur

 

Kinnig a reomp deoc’h dibab hol listennad evit kas ur gemennadenn splann.

 

Ur gemennadenn a-enep an troc’hoù e dispignoù ar strollegezhioù lec’hel, divizet gant ar Stad-kreiz, evit paeañ un dle ha n’eo ket ar strollegezhioù kiriek anezhañ.

 

Ur gemennadenn evit ma vo savet ur gwir c’halloud politikel e Breizh : ur statud a emrenerezh, diazezet war un darn eus ar galloud-lezenniñ, eus ar galloud-reoliañ hag eus an delladurezh, evel ma vez graet e meur a vro eus Europa.

Dilennet er Sened e strivimp evit treuzfurmiñ ar vuhez politikel ha degas ur galloud gwirion tostoc’h ouzh an dachenn.

Yec’hed

Kinnig a reomp erlec’hiañ Ajañs rannvroel ar yec’hed, un ajañs-Stad anezhi, dibal ha dibriorelezh, gant un Ensavadur publik rannvroel evit ar yec’hed. Sturiet e vo gant dilennidi lec’hel, asambles gant dileuridi eus pleustrerien ar servij hag an dud a-vicher. Lakaet e vo da briorelezhioù dezhañ mirout ha diorren ar servijoù-yec’hed a-dost, ha digeriñ en-dro servijoù-ospital serret er bloavezhioù tremenet.

 

Lojañ

Ur wech dilennet er Sened e kinnigimp diluziañ stignadoù-sterniañ marc’had al lojañ hag ar font, evit o astenn d’an holl diriadoù o defe ezhomm anezho. Kresk an taos-annezañ war an eil-tiez pe war al lojiri vak, endalc’h annez pennañ, sterniañ live ar feurmoù… Dleout a rafe an dilennidi bezañ gouest d’o implijout. Kinnig a reomp ivez arnodiñ  doareoù-reoliañ a gaver e broioù all en Europa endeo.

Sevenadur ha deskadurezh

Fellout a ra deomp implijout an digresk-demografek evit ma vo graet gwelloc’h war-dro ar vugale er skol, gant nebeutoc’h a vugale dre zen gour, kentoc’h eget evit serriñ klasoù. Harpañ a raimp da vat diorren ar c’helenn divyezhek ha dre soubidigezh brezhoneg-galleg, ha kinnig a reomp kemm ar Vonreizh evit ma ne vo ket ur skoilh ken war an dachenn-se. Ar budjedoù publik sevenadurel, berniet en Enez-Frañs betek re, a fell deomp o ingalañ gwelloc’h, da reiñ an dorn d’an oberourien er vro, ha pa labourfent e galleg, e brezhoneg pe e gallaoueg.

Treuzdougen

Stag omp ouzh diorren an treuzdougen a-stroll en Aodoù-an-Arvor, da skouer evit digeriñ al linenn Sant-Brieg-Loudieg en-dro. Aze ivez e fell deomp ma vo ingalet gwelloc’h an dispignoù foran etre Enez-Frañs hag an tiriadoù all. 

Arc’hantaouiñ ha demokratelezh

Dav eo ober un DHM eeunoc’h ha reishoc’h, tostaat eus an ingalded en euroioù dre annezad. Kinnig a raimp ivez distreiñ war aozadur an etrekumunelezhioù bras hor boa savet dre redi, ha cheñch an aozadur-se e kement lec’h ma ne vo ket laouen an dilennidi lec’hel hag ar geodedourien gantañ.

 

 

hag en tu-all !

 

 

Endro

Difenn a reomp un diorren primoc’h eus an energiezhioù-nevezadus hag eus an espern-energiezh, hag ur moned aesoc’h d’ar skoazelloù evit reneveziñ ar savadurioù. Dav e vo degas ur skoazell-arc’hant d’ar c’humunioù a vir douaroù-labour pe naturel, rak sikour a reont kalz da wareziñ an dour, an hin, an emrenerezh war ar bevañs hag ar vevliesseurted.

 

Labour-douar

Ganeomp, lezenn Duplomb ebet ! Mouezhiañ a raimp atav evit ul labour-douar peizant, a c’hopr mat ar broduerien, hag evit un dasparzh ingaloc’h eus ar skoazelloù europat etre al labourerien. Difenn a reomp ur moned reizh evit an holl d’an douar ha d’an dour, gwareziñ an douaroù-labour, hag ar gwir evit Breizh da gemer perzh er marc’hatadennoù europat pe etrevroadel diwar-benn al labour-douar.

 

Hol listennad :

 

1. Danvez-senedour : Nil Caouissin, 35 bloaz, Kawan, kuzulier-rannvro Breizh, kelenner divyezhek war an istor-geografiezh en ur skolaj publik.

 

2. Danvez-senedourez : Christèle Daisey-Mogère, 57 vloaz, Plouha, bet kuzulierez-kêr, skoazellerez er gêr, stourmerez-sindikat.

 

3. Danvez-senedour  : Fabris Tréhorel, 50 vloaz, maer Korle-Uhel, kuzulier-kumuniezh e Kumuniezh Loudieg, merour un embregerezh-kevelouriñ war al labour-douar biologel.

 

4. Erlec’hierez : Nolwenn Morvan, 40 vloaz, kuzulierez-kêr e Koatreven, ijinourez war ar stlenneg.

 

5. Erlec’hier : Gael Roblin, 53 bloaz, kuzulier-kêr Gwengamp, gwazour tiriadel.

Deuet eo brav gant rouedad ar skolioù Diwan disadorn pa oa deuet tro 1200 den e kêr Sant-Brieg da c’houlenn digant ar c’huzul-departamant arc’hantaouiñ ur gwir politikerezh yezh.

“Klevit ‘ta pennoù bras e Sant-Brieg, roit arc’hant d’ar brezhoneg !” a oa unan deus al luganioù niverus bet klevet e genoù ur mor a dud yaouank, pe c’hoazh : “Muioc’h a vrezhoneg war an hentoù, er radio hag er skolioù” !

Ma’z eus bet a gozh ur gumuniezh vrezhonek oberiant e Sant-Brieg evit lakaat hor yezh da vevañ e oa moarvat ar wezh kentañ ma vije bet kement a dud o c’houlenn groñs gwirioù hag arc’hant evit ar brezhoneg e kêrbenn Aodoù-an-Arvor.

Gwall nec’hus eo emzalc’h ar muiañ-niver zo e penn bodadeg an departamant, dipitus e meur a genver. Ha diseblant penn da benn da c’houlennoù ar bed kevredigezhel a lakaa ar yezh da vezañ komzet ha klevet.

Evit poent ez eo dreist-holl war stad fall abominapl savadurioù Skolaj Diwan Plijidi e lakaer ar gaoz, met anv zo ivez deus an diouer a youl war dachenn ar pannelerezh, arc’hantaouiñ an tiez-bro, ar stummadur… War-bouez klemmichal o tisplegañ ez eo goullo kefioù ar c’huzul-departamant ne ra ket kalz strivoù Christian Coail, brezhoneger anezhañ, evit frealziñ ar gumuniezh vrezhonek koulz hag ar rouedad kevredigezhel.

Sed aze ar skrid bet skignet gant Diwan a zispleg petra eo kirriegezhioù lezennel an departamant war dachenn ar yezh. Barregezhioù ret, dianav penn da benn d’ar re a ra ar muiañ niver e bodadeg an departamant 22. Diouzh ar pezh a gomprener eo mennet familhoù ha kelennerien Diwan da genderc’hel betek ma vint klevet gant pennou-bras Sant-Brieg !

D’an 29 a viz Mae 2021 tost da 15000 Breizhiz a deuas holl gwitibunan betek Gwengamp evit degouezh ar Redadeg. Ur wezh c’hoazh e departamant Aodoù-an-Arvor e c’hoarvezas d’ar brezhoneg bezañ douget gant un darvoud poblek. Kaoz a voe da lidañ nerzh ar yezh ha da zifenn ar skolioù Diwan a voe bet diskleriet kontrol d’ar vonreizh abalamour da implij ar soubidigezh.

Abaoe ar skolioù Diwan koulz ar skolioù dre soubidigezh en Euskadi, Katalonia, Okitania, Korsika o deus bet ur c’helc’hlizher gant ar ministrerezh da suraat ar c’helenn dre soubidigezh hag ar stad dre ur emglev gant Rannvro Breizh zo en emouestlet da implij ha treuzkas yezhou Breizh.

A-drugarez d’ar stern se ha d’al lezenn niv. 2021-641 eus an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn gwareziñ glad ar yezhoù rannvro hag o brudañ, a reer lezenn « Molac » anezhi, e rank ar Stad hag ar strollegezhioù tiriadel sikour kelenn, skignañ ha brudañ ar yezhoù rannvro. E Kod hollek ar strollegezhioù tiriadel e lavarer, er mellad L1111-4, « Ar barregezhioù a sell ouzh ar sevenadur, ar sport, an touristerezh, brudañ ar yezhoù rannvro hag an deskadurezh poblek zo fiziet er c’humunioù, en departamantoù, er rannvroioù hag er strollegezhioù ur statud ispisial ganto ».

Memes mod dre al lezenn NOTRe e tisklêrier ez eo stag ar politikerezhioù evit harpañ ar yezhoù rannvro ouzh barregezhioù kenlodennet. Ar framm-se a ro an digarez da galz a strollegezhioù da lakaat e pleustr ur politikerezh yezh a-benn reiñ un dazont d’ar brezhoneg, o kemer harp war lusk rouedad ar skolioù Diwan.

Ne c’hellomp ket asantiñ e chomfe Departamant Aodoù-an-Arvor war vord an hent a vez tapet gant muioc’h-mui a zepartamantoù, kêrioù hag etrekumuniezhioù e Breizh.

E 1995 e oa bet digoret skolaj Diwan Plijidi. Kazi 30 vloaz zo ! Skolioù Diwan Pempoull, Gwengamp, Lannuon,Sant-Brieg a oa bet digoret a-raok. Goude digoradur ar skolaj nemetañ e oa bet digoret skolioù Diwan e Dinan, Louaneg, Plounevez-Moedeg ha Boulvriag. Ouzhpenn d’ar c’hresk diabarzh e vez degemeret  gant Skolaj Plijidi kalz krouadurioù bet skoliataet en hentenn divyezhek bublik mennet evit kenderc’hel gant ar soubidigezh en eil derez.

Abaoe 1995 n’omp ket bet sikouret gwezh ebet da ledanaat ar c’helenn en eil derez dre soubidigezh en departamant.

Setu m’az aimp da Sant-Brieg da vanifestiñ  d’ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer evit ma labouro asambles strollegezhioù Aodoù-an-Arvor da reneveziñ skolak Plijidi zo erru leun ha dirapar, hag evit ma vo graet deomp kinnigoù pleustrek evit un eil lec’h ma ne zere ket dezhe kinnig Perroz-Gireg. Ret e vo dezhe respont d’ar goulennoù kreñv a zo gant ar c’hevredigezhioù a vez o labourat a-benn reiñ ur plas reizh d’ar brezhoneg er vuhez foran, e dreuzkas hag ec’h implij, koulz hag evit reiñ an dazont dleet d’hor yezh.

Diwan.