Tag

arz

Browsing

Simon Fetet zo bet lakaet da brefed Departamant ar Pireneou-Atlantel d’ar 25 a viz Eost. Un departamant zo div lodenn ennañ : unan Euskarat hag unan Bearnad.
Abaoe ar 1añ a viz Genver 2017 ar 158 kumun eus Iparralde (lodenn norzh Bro-Euskal) zo en em strollet evit mont da ober kumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Euskadi. An ensavadur politikel kentañ gant anv o bro e tiriad ar Republik Gall.
Kerkent ha degouezhet an Ao. Fetet en deus kaset un erbedadenn da di-kêr Itsasu . E gwirionez ton ar gemennadenn zo bet savet gant an aotrouniezh a zere d’ur Prefed gall pa fell dezhañ degas da soñj ez eo annezidi un tiriad dindan beli ar Frañs madelezhus sujidi feal d’ar galloud kreiz.
Un nebeud deizoù a-raok e oa bet lakaet war ur savadur zo d’an ti-kêr, ha da geodederien Itsasu neuze, ur murlivadur.

Un dremm dianv a weler gant luganioù e Euskareg. Txomin Olhagaray, bet perzh eus ar strollad armet Iparretarrak (IK er stumm berr , Re an Henternoz e Euskareg) eo a weler ouzh ar voger. Tro-dro da benn ar stourmer marvet e lenner « Lur huntan landatu dugu hitza, herri libre baten promesa” a pezh a dalvez « ar gaoz hadet war an douar-mañ, diougan ur vro dieub» e yezh ar vro.

D’ar 26 a viz Meurzh 1980 daou stourmer eus IK a varvas e-keit ma oant o klask plantañ ur vombezenn e karr-tan gwreg ar Prefed…Dominique « Txomin » Olhagaray ha Raymond « Ramuntxo » Arruiz a oa anv an daou stourmer yaouank. An hini kentañ a voe a orin eus Itsasu. Al livadur zo bet graet diwar intrudu ar gevredigezh Gooxoan war talbenn sal liesimplij ar gumun.

En e lizher e ra Simon Fetet anv eus al lid a oa bet un nebeud deizioù kent. Un nebeud perzhidi eus IK a vije bet gwelet en darvoudig. Goulenn a ra digant an ti-kêr diverkañ an oberenn. Embann a ra e ranker en ober evit ma « chomfe neutrel war an dachenn bolitikel evel m’eo dleet war ar savadurioù ofisiel hag an aveadurioù publik ». Kelaouet eo bet servijoù ar justis gall gant an Ao Prefed.
Evit poent e chom dilennidi Itsasu sonn en o botoù, setu o arguzenn : « ul lec’h koun an hini eo, evel lec’hioù all er barrez a denn d’an istor lec’hel » E Itsasu e oa bet lidet evit ar wezh kentañ an Aberri Eguna e hanternoz bro Euskal e 1963 gant ar strollad Enbata.

 

Ar 6 stourmer eus IK lazhet er stourm. Ar voger se zo e Baigori

Iparretarrak zo bet oberiant etre 1973 ha 2003. N’eo ket bet divodet en un doare ofisiel. 6 deus izili IK zo marvet en emgann. Freskennoù all zo er vro da rentañ enor dezho. N’emaint ket avat war savadurioù ofisiel.

An aberztaleed (brogarourien) zo levezon ganto en o bro…Muioc’h eget gwezhall. Sioul meurbet eo ar vro a-fed doareoù stourm, abaoe m’eo bet dilezet an armou gant ETA e 2012.

Ar Prefed a oa e karg eus an departamant just a-raok na errufe an Ao Fetet en doa kaset e miz Even kêrioù Baiona ha Sara dirak al lezvarn kar o devoa anzavet en un divizadeg-kêr ez eo an Euskareg hag ar Gaskoneg Oksitan yezhoù eus an tiriad. Nulet eta an divizadegoù gant lezvarn melestradurel Pau.

Peadra zo d’en em c’houlenn ha n’emañ ar brefeted o c’hwezhañ war glaou-bev ur stourm en deus bet cheñchet stumm, ur stourm padus memes tra…

Hag en ur mod , marteze a-walc’h o deus bet adlakaet keuneud, hep gouzout dezhe, en oaled a zalc’h gant tan emskiant vroadel an euskariz en daou du deus ar Pirineoù.

Kerkent ha gouvezet e oa aet Sliman Mansour d’ar bed all eo krog da vleuniañ kalz deus e oberennoù war ar genrouedad.

http://

Al livour palestinian brudet, kizeller war-un-dro, a oa ganet e 1947, bloaz a-raok an Nakhba, en ur familh kristen, e Bir Zeit.

Graet en doe studioù war an arzoù-kaer e Jeruzalem. Aet e voe da gelenner e Kreizenn an arzoù pobl Al-Jalil ha goude-se e Ramallah. Krouet en doe meur a framm arzel gant Palestiniz all, ur mirdi ha kevredigezh arzourien ar Palestin. Meur a levr a skrivas ivez diwar-benn dilhad hengounel e vro hag ar broderezh.

E Ramallah e voe berzet unan deus e ziskouezadegoù kar e oa en e daolennoù livioù glas, ruz ha du banniel ar Palestin.

Asambles gant arzourien all e krouas e 1987 ar strollad « Selloù nevez » a roas lañs d’ur skol arzel e servij an Intifada kentañ. 

 

ar familh santel

En e holl oberennoù e vez treuzkaset e garantez evit e bobl hag e vro. Merket eo e labour grafek gant ar relijion kristen hag e skeudennoù mitologel. Alies e ra heklev d’ar familh santel , d’an tec’h betek an Ejipt, da Jezuz Krist ha d’ar verzherien.

Enskrivañ a ra evel-se ur skeudennerezh kristen en danevell arzel broadel Palestinad , levezonet kalz gant hengoun an Islam.

Ur plas ledan a roas d’ar maouezed en e labour, da ziskouez o flas ledan en emsav a-zieubidigezh vroadel e Palestin. D’ar gouerien, d’ar repuidi, d’ar verzherien dianav ha niverus e roas buhez ivez en e livadurioù stank.

Evel-se e roas ur skeudenn all eus stourm ar Palestin, un doare all a zo bet diwar ar mare se da sellet ouzh ar vroad gwallgaset dre un arz a roe traou all da welet eget “Fedayined” armoù ganto. 

Jamal al Mahamil 

 

Jamal al Mahami (douger ar fardelladoù pe kañval ar fardelladoù) eo anv al livadur a reas e vrud dre ar bed holl. Livet e voe e 1975 ha skignet gant ar gomunourien  goude dre o rouedadoù er c’hampou repuidi. Da heul ez eo an OLP ( Aozadur Dieubidigezh ar Palestin ) an aozadur renet gant Yasser Arafat a vrudas kalz al livadur se dre o c’helaouenn. Dre ar skeudenn e tiskouez ez eo ur bobl a-bezh zo gwasket gant pouez an aloubadeg. An den kozh war ar skeudenn pleget dindan gwask pounner Israel a zalc’h da gerzhet awenet gant spered broadel ar “soumoud” hep lakaat Jerusalem da gouezhañ diwar e chouk.

Taolenniñ a reas en un doare splann dre an arz ar “soumoud”. Gant e zoare leun a wirionded , skeudennus, eztaolus da reiñ dellezegezh d’ar bobl gwasket dindan beli ar galloud estren.

Ar « soumoud » zo un termen arabeg a ra anv eus harpusted stroll pobl ar Palestin hag eus he barregezh da badout gant he emgann broadel, war-zu an dieubidigezh en desped d’an harlu, d’ar marv ha d’ar prizon.

Ur sell hollek a c’heller teurel war e labour ramzel , awenet gant tonkad reut e bobl dre amañ.

Ne oa ket perzh eus strollad politikel resis ebet, perzh e oa eus an emsav a zieubidigezh vroadel, tra ken.

Ur brogarour a voe , mestr al livioù hag ar skeud, a roas buhez da dudennoù uvel e bobl a dalc’h penn d’ar marc’homer, ha kement se dre ampartiz e varr-livañ hag e emskiant vroadel.

Mervel a reas Sliman Mansour d’an oad  a 79 vloaz e Jeruzalem d’ar 25 a viz Eost 2026.