Tag

Baiona

Browsing

Prest Gaude ! 

E miz Kerzu e oa aet tost da 10 000 Euskarad betek Pariz da c’houlenn groñs digant ar Frans ma vije kemeret e kont an aergerzh peoc’h a zo deuzoutañ e Bro-Euskal abaoe arsav-brezel ETA krog e 2011.

Goulennet o doa e vije paouezet gant ar reolennoù surentez strizh a rank anduriñ ar brizonidi politikel e prizonioù ar Stad-C’hall, laosket da vont dieub ar re glañv ha didostaet deus o bro ar re all. 62 stourmer ha stourmerez zo bac’het er c’hwec’hkorn evit bezañ bet perzh eus ETA. Pemp anezhe , maouezed holl, zo e toull-bac’h ar merc’hed e Roazhon.

Disul ez eo tost da 100 000 den zo bet e straedoù Bilbo , e kreisteiz Euskal Herria o c’houlenn kement all evit ar re zo bac’het e Bro-Spagn. Ur mor a dud neuze , tolpet da heul galv kevredigezhioù familhoù an doullbac’hidi. Pouezet o doa kalz war vallusted stad ar re glañv renablet gante hag embannet o c’hoant e vije paouezet gant ur politikerezh toullbac’hañ hag a zo ur c’hastiz evit ar familhoù dreist-holl. Kalz a dud disheñvel o soñjoù politikel o doa kemeret perzh e manif Bilbo dindan al lugan ” Prest Gaude” da lâret eo : Prest Omp !. Prest evit kenderc’hel gant ar peoc’h gant ma vo graet strivoù deus an daou du. evit poent e ra Stad-Spagn skouarn vouzar d’ar re a c’houlenn e vije didostet ar brizonidi deus o bro ha paouezet gant ar c’hastizoù hir ha didermen. E dibenn an dibunadeg hir ha dellezek o doa roet da c’houzout izili ar gevredigezh BAGOAZ a ra war dro ar brizonidi er stad-c’hall e vije kaset da brizonioù Lannemezan ha Mont de Marsan Euskariz bac’het er Frans evit bezañ tostoc’h deus o bro. N’eus nemet er mizioù da zont e ouvezimp hag ez a war ar memes tu gouarnamant Madrid.

Ur vanif all

E dibenn an dibunadeg dalc’het dindan ar glav pil un nebeud miliadoù a vanifesterien o doa dibunet c’hoazh dindan evezh bras ar polis dindan ar ger-stur istorel “Amnistia” ( Distaoliadeg ) . Ar vanif-se avat a oa bet aozet gant ar re radikalañ deus an dizalc’hourien a chom bihan o niver hag o levezon c’hoazh met hag a zo dre vras dipitet gant ar strivoù bet graet deus un tu hepken betek bremañ, an dizarmañ, hag ar c’hiladennoù ideologel niverus n’int ket evit lonkañ.

Lola kaset da vro Spagn….

Gouvezet hon eus d’al lun 15 a viz Geñver e vo kaset dindan nebeud unan eus prizoniadezed Roazhon, Lola Lopez, da echuiñ ur c’hastiz hir er stad-spagn goude bezañ tremenet 18 vloaz e toulloù-bac’h ar Frans. Lola zo a a orin eus Granollers er broioù Katalan, emgouestlet eo el luskad komounour ha dizalc’hour e Katalonia abaoe kreiz ar bloavezhioù 70, daoust dezhi bezañ graet ar choazh evel darn all e Katalonia da emezeliñ da ETA gant ar soñj da lakaat e pleustr e soñjoù etrebroadelour. Ouzhpenn d’an amzer trement e prizonioù ar c’hwec’h-korn eo bet kondaonet 200 vloaz gant justis Madrid. Gwelet e vo neuze ha bac’het e vo en un toull-bac’h tost deus he familh ha deus he bro orin evel an 271 ezel eus ETA bac’het en tu all d’ar pireneoù.