Tag

breizh unvan

Browsing

Ur stourmer tost eus ar strollad 44=Breizh a vo barnet d’ar meurzh 7 a viz Gouere e Naoned evit bezañ skrivet war ur voger « 44=BZH » e-doug ur vanif bet dalc’het d’an 3 a viz Even 2014 er memes kumun.

Izili 44=Breizh a embann o c’hengred gantañ hag e kav dezho ez eo direizh e vefe barnet c’hoazh un den evit traoù ken dister (barnet e vo evit « dégradations légères ») pa vez nac’het d’ar vretoned reiñ o soñj diwar-benn unvaniezh hag emdroadur ensavadurel o bro dre ur referendom.

Degas a reont da soñj ez eo ouzhpenn d’ur 15 stourmer bennak a zo bet barnet evit abegoù damheñvel abaoe 2007.

Menneg a ranker ober eus harp Skoazell Vreizh a zo, ur wezh ouzhpenn, war an dachenn evit ma c’hello ar stourmer en em zifenn en un doare dereat dirak ar justis gall.

(Lennit ar pennad e galleg war o lec’hienn)

Nous souhaitons vous informer que des nouvelles votations auto-organisées sur l’unité territoriale de la Bretagne et son évolution institutionnelle auront lieu le dimanche 8 février prochain, à Soudan (2000 hab., 44) et Langouët (600 hab., 35).

Par ailleurs, plusieurs réunions publiques auront lieu dans différentes communes, nous pouvons au moins signaler le vendredi 30 Janvier à Saint-Herblain (44). D’autres seront prochainement annoncées

Le communiqué de la plateforme DIBAB-Décider la Bretagne est lisible en intégralité ici !

Kalzig a dud a zo gortozet e straedoù Naoned a-benn disadorn evit goulenn groñs ma vo unvanet hon bro ha savet ur parlamant e servij ar vretoned.

Un toullad aozadurioù etrebroadel o deus roet da c’houzout e oant skoaz-ouzh-skoaz gant ar vretoned a zibuno niverus.

Iwerzhoniz Republican Sinn Fein o doa embannet un nebeud deizioù zo o “Solidarity with our comrades in the struggle for Breton réunification & Indépendance from France” evel m’o doa graet d’o heul Kembreiz “Yr Aflonyddwch Mawr” .

En ur pennad embannet war o lec’hienn, DARREU aozadur an dispac’hourien yaouank a vro Astur a embann int ivez o c’hengred gant pobl Breizh. Liammet eo DARREU gant ar strollad Andecha Astur a zo e darempred gant dizalc’hourien an tu-kleiz amañ e Breizh abaoe meur a vloaz.

Okitaniz ha dispac’hourien ar strollad Okitan LIBERTAT o deus roet da c’houzout e teufont betek Naoned da zibuniñ ha da lakaat o bannieloù ruz da strakal a gevred gant re manifesterien Naoned, kerzhet a refont gant dizalc’hourien an tu-kleiz.

 

llogu-darrc3a9u1

 

An tu kleiz dizalc’hour (Breizhistance) a gas gourc’hemennoù d’ar re o deus lakaet ar vanifestateg aozet gant 44=Breizh ha Bretagne Réunie d’ar 15 a viz Kerzu e Montroulez d’ober berzh evit ma vo ur parlamant evit Breizh  unvan.

Tost da 1500 den o deus kemeret perzh enni daoust d’ur verr a brantad brientiñ ha d’un amzer fall a-walc’h.

Abaoe ar penn-kentañ eo bet douget an darvoud-se gant hor stourmerien.

Ne oamp ket  hag e ne vimp  ket o c‘hortoz tra ebet a-berzh dilennidi ar vro a embann bezañ tost eus galloud Pariz ken splann eo ne reont mann ebet evit sevel ur galloud politikel breizhad.

Trugarekaat a reomp an aozerien evit bezañ lakaet splann azgoulenn ar galloud politikel lec’hel en o  c’halv da gaout “un aozadur demokratel nevez gwarant eus ur parlamantouriezh lec’hel a zoujo eus kempouez an tiriadoù.” e Breizh. Pezh n’eo ket bet meneget e mod ebet gant ar mediaoù nag a-raok na goude ar vanifestadeg.


Sed aze ur vanifestadeg a c’houlenn ar gwir d’en em dermeniñ evit ar vretoned, pazenn kentañ war-zu an dizalc’houriezh.

kalzig a stourmerien evit breizh dieub ha sokialour ‘oa deuet


An intrudu-mañ a ro ar gaoz d’ar gevredigezh keodel breton pa laka izel o fal lod vrasañ dilennedi Breizh evit hor bro o chom hep kemer digarez ebet eus raktres lezenn an digreizennañ evit lakaat mennozh ur galloud politikel breton da vont war-raok.Pezh hon eus boulc’het bloaz zo, gant 44=Breizh, en ur lansañ ur c’houlzad kabaliñ evit ma vo ur parlamant a roio ur gwir galloud evit Breizh.Tolpadegoù a vez aozet dibaoe dirak kuzul Rannvro Breizh evit pep estez a-stroll.

Dilennedi all a oa e Montroulez evel (hor digarez evit ar re hor bije disoñjet da vennegiñ):
Lena Louarn ( Bez-brezidantez Rannvro Breizh e-karg eus ar brezhoneg), Phillipe Guillemot kuzulier-kêr MBP Speied, Christian Troadec kuzulier departamant MBP Penn-ar-Bed ha maer de Karaez, Daniel Cotten eiler e-karg eus an arc’hant e Karaez , Glenn Jegou kuzulier-kêr e Roazhon, Pierre Morvan kuzulier-kêr e Pempoull (UDB), Naig le Gars, Kristian Guyonvarc’h , Mona Bras (dilennedi UDB e Rannvro Breizh) , Lionel Henry (kuzulier-kêr e Mousterel ar Gwast ), Paul Molac ( kannad EELV /UDB ) , Yannick Bigouin (kuzulier EELV e Rannvro Breizh), Primael Petit, kuzulier-kêr an tu-kleiz dizalc’hour e Sant-Ervlan a oa eñ digarezet.

Gourc’hemennoù d’an holl dilennedi-mañ da vezañ kemeret perzh en dibunadeg-se kaset a-benn diwar atiz  dizalc’hourien an tu kleiz. Pezh n’eo ket deuet war wel er mediaoù a zo chomet hep ober menneg deuzousomp daoust d’an niver uhel a stourmerien eus an tu-kleiz dizalc’hour o deus kemeret perzh e manif Montroulez, aes e oa en gwelet.

Ur bern kevredigezhioù a stourm evit dazont ar brezhoneg (Diwan, Ai’ta, Skol Vreizh, KLT, Skeudenn Bro Roazhon, Kevre Breizh…),stourmerien a-enep aerborzh Kernitron-al-Lann, Strollad Breizh hag an NPA a oa ivez war al lec’h.

Kernitron-al-lann n’eo ket bet ankouaet !

Ar varregezh da vodañ ha dougañ azgoulennoù sklaer zo frealzus rak e tigor un dazont az a pelloc’h evit adreizhig parizian an digreizennañ na c’hortozomp mann bet deuzouti.
Prest omp da gemer perzh da sevel un emsav poblek ledan evit ma vleunio ur parlamant e Breizh a roio deomp ar galloud da zivizout diwar-benn hon aferioù evel pobl eus Brest betek Klison.

An tu-kleiz dizalc’hour