Tag

Breujoù Breizh

Browsing

Nevez zo c’hoazh ez eus bet korbellet un danvez lezenn diwar-benn ar yezhoù « rannvroel » e Breujoù bro C’hall. E-pad keit-se e talc’h an traoù da vont war an tu fall amañ : digreskiñ a ra atav an niver a vrezhonegerien, hep na vefe graet seurt ebet evit cheñch penn d’ar vazh. Koulskoude, n’eo ket tonket hor yezh da vervel ! Gwir o deus ar Vretoned da vevañ o sevenadur ha d’ober bemdez gant o yezh, evel m’o deus ar gwir ivez da zibab evit an holl draoù a sell outo o unan (adunvaniñ ar vro, dibab peseurt framm politikel a zo mat dezho, dibab ma fell dezho ar raktresoù bras a zo war ar stern hag a gaso kalz a efedoù war dachenn an ekonomiezh ha/pe an endro…). Met e-pelec’h ‘ta emañ an demokratelezh hiziv ? Sac’het e chom an traoù, hag an dilennidi, en desped d’o c’homzoù brav diwar-benn ar brezhoneg pa vezont war ar renk, ne reont seurt ebet ur wech dilennet. Daoust ha na dlefent ket kentoc’h ober o seizh posupl evit harpañ ar Vretoned en o stourm evit adperc’hennañ ha treuzkas o yezh hag o sevenadur ?

Trawalc’h a zismegañs ! Obererezhioù fetis ha kreñv a fell deomp. An « emglev ispisial diwar-benn yezhoù Breizh » sinet gant ar Stad hag ar c’huzul rannvro e miz Here 2015 a ziskouez splann penaos e nac’h an dilennidi-se ma vo un dazont d’ar brezhoneg. Goulenn a reomp ma vo sinet un emglev all evit lañsañ ur gwir bolitikerezh yezh, youlek ha gant palioù uhel dezhi. Kentañ pazenn ar politikerezh-se eo lakaat e pleustr kerkent hag ar bloaz-mañ ar pemp obererezh mallus-se.

Pemp obererezh mallus evit ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien :

1) Deskadurezh : lakaat e pleustr hag heuliañ ur steuñv evit diorren an hentennoù divyezhek, ha kreñvaat an deskadurezh dre soubidigezh (kemer e-karg kreizenn stummañ skolaerien Diwan, suraat postoù ar skoazellerezed-mamm).

2) Skinwel : krouiñ un abadenn vrezhonek nevez a vo skignet bep sizhun war ar servij publik d’ur c’houlz a-feson.

3) Skingomz : reiñ ur frekañs d’ar radio-où brezhonek evit ma c’hellint skignañ o abadennoù war Breizh a-bezh, ha kreñvaat pol ar c’heleier e brezhoneg.

4) Buhez foran : diorren diouzhtu ar panellerezh en div yezh par-ouzh-par war vord an hentoù tizh.

5) Budjed : daougementiñ budjed kuzul rannvro Breizh evit ar brezhoneg (tremen eus 2 euro da 4 euro dre annezad ; da geñveriañ ouzh an 11 euro dre annezad gouestlet d’ar c’hembraeg e bro Gembre).

Ouzhpenn an obererezhioù-se e kasomp da soñj ez eus ezhomm ur statud ofisiel evit gwareziñ dazont ar brezhoneg, kuit da goll ar pezh a zo bet gounezet er bloavezhioù tremenet koulz hag evit gwareziñ gwir ar Vretoned da gomz o yezh bemdez.

Goulenn a reomp gant an holl gevredigezhioù, strolladoù, sindikadoù pe geodedourien nec’het gant dazont ar brezhoneg skignañ ar galv-mañ hag en em vodañ stank-ha-stank war plasenn Breujoù Breizh e Roazhon d’ar sadorn 26 a viz Meurzh, da 11 eur 30 evit goulenn groñs doujañs evidomp hag evit hor yezh.