Tag

brezhoneg yezh ofisiel

Browsing

Un ugent strollad ha kevredigezh bennak o doa galvet da zibuniñ en Naoned disadorn. Deuet eo brav gante, tost da 1500 den a oa deuet da heul ar galv. A bep seurt tud, izel ar geidenn oad memes tra, o doa dibunet gant nerzh ha lañs e straedoù kêrbenn Breizh.

Daou vrezhoneger yaouank o doa kemeret ar gaoz en dibenn e brezhoneg hag e galleg, e anv an aozerien. Sed aze ar pezh o doa lennet :

Deuet omp da lâret endro emañ Bro-Naoned e Breizh, fellout a ra deomp reiñ hor soñj diwar-benn ment ha galloudoù hor bro dre referendom, ha kement-se deus Brest betek Klison.

Deuet omp da lâret endro pegen fuloret omp gant ar strategiezh a rusterioù lakaet e plas gant an tu-dehou kilstourmel hag a zo e penn Rannvro broioù al liger, ur rannvro na c’heller ket krediñ enni. Ar c’hevredigezhioù zo war an dachenn e Liger-Atlantel evit lakaat da vevañ ar gallo hag ar brezhoneg a c’houzañv kalz diwar se.

Trawalc’h gant an tagadennoù enep d’ar brezhoneg, d’ar gallo ha d’ar glad digenvezel !

Gwall nec’hus int d’ar c’houlz ma vez ken nebeud a sikourioù kadarnaet a-benn diorren diazezoù sevenadurel ha yezh hor bro, a-benn lakaat e pleustr hor mod enbarzhus da sellet ouzh hon identelezh.

Ur sell digor war an dud a erru e Breizh a-benn bevañ, labourat er vro, ne vern o liv, o relijion pe o jener.

Un doare da sellet ouzh hor bro zo diazezet war al liesseurted politikel, ar binvidigezh sevenadurel, an denegezh a zifennimp a-benn talañ ouzh ar vroadelouriezh c’hall, estrengas, aotrouniek ha jakobin-meurbet.

Amañ e Naoned, e-lec’h m’emañ ar vrasañ skol Diwan e Breizh, ez omp deuet da lâret e rank enebiezh an ensavadurioù chom a-sav, da geñver an dud oberiant evit ar brezhoneg er skolioù pe en diavaez. Dazont hor yezh a vo ivez er meurgêrioù hag e reter hor bro. A-benn sterniañ ar politikerezh yezh e Liger-Atlantel hon eus ezhomm deus un emglev par d’an hini zo e Rannvro Breizh. 18 miz a-raok an dilennadegoù kêr e fell deomp klevet promesaoù dilennidi Naoned war an dachenn-se.

Ret e vo deomp en em harpañ war strollegezhioù lec’hel p’emañ ar galloud kreiz etre daouarn hon enebourien.

Hag ezhomm zo displegañ ? Er gouarnamant deus an tu-dehou pellañ a gaver e Pariz, maodiernezh an diabarzh zo mestroniet gant Bruno Retailleau, bet prezidant Rannvro Broioù al liger –un den brudet evit e oberennoù kilstourmel, ec’h enebiezh da garta Europa ar yezhoù bro pe minorel.

Ministrez  nevez an deskadurezh, Anne Genetet zo bet e-mesk an 60 kannad o doa goulennet digant ar c’huzul bonreizhel lakaat un harz d’al lezenn Molac war ar yezhoù bro, dre se eo bet breskaet c’hoazh statud ar skolioù brezhonek dre soubidigezh.

Gellout a rafemp hiraat al listennad met kavout a reomp gwelloc’h chom a-sav hag embann fraezh ha sklaer ne blegimp ket e Breizh dirak ar mod kriz, reut ha rust o deus da dermeniñ ar Republik.

Setu perak omp deuet hiziv da Naoned evit komz dreist-holl deus demokratelezh. Unaniñ hor bro ha sevel ur galloud politikel Breizhad war ar pemp departamant zo ar pep retañ da adperc’hennañ ar gwir da dabutal, divizout ha dibab petra a vo hon dazont.

D’ur c’houlz m’eo fallgontant an dud gant ar gouarnamant zo e Pariz, ur gouarnamant na glot ket gant disoc’h ar votadegoù e embannomp hon disfiz bras outañ hag hor c’hoant da welet ar strollegezhioù e Breizh da zont da vezañ, deus ar gumun betek ar Rannvro, lec’hioù da enebiñ ouzh ur raktres politikel zo dindan banniel distro an urzh, ur raktres kilstourmel hag arvarus, enep-sokial, enep an ekologiezh, enep-benelour, ha kreizennour tre.

Ur raktres politikel a zo hini ar Rassemblement National e gwirionez.

Degas a reomp d’ho soñj e kinnig ar strollad-se lakaat un termen d’ar c’huzulioù-rannvro. E Rannvro Breizh dilennidi ar strollad-se zo bet ar re nemeto o doa votet enep ar goulenn a emrenerezh douget gant ar brasañ niver.

Ezhomm zo en un doare mallus deus un emc’houarnamant e Breizh gant barregezhioù da sevel tailhoù ha da ober lezennoù, da zougen politikerezhioù publik reizh war dachenn al lojeiz, ar yec’hed, an doare da aozañ ar vro, hag ar mod da rannañ ar pinvidigezhioù.

He peogwir omp fier deus hon identelezh breizhad omp kreñv ivez deus hon birvilh sevenadurel, deus hor c’henunaniezh sokial, hag e nac’homp groñs an doare m’o deus ar bopulisted da dennañ gounit deus ar fulorioù sokial o tiskouez ingal ar memes re a vefe pennoù boucʼhed ar pecʼhedoù. An doare d’ober vil-se zo boutin d’an holl vroadelourien ha populisted er Frañs evel e lec’h all en Europa.

N’eo ket ar repuidi nag an harluidi , ne vern o relijion, zo penn kaoz tommadur an hin. Ar re gentañ int o c’houzañv deus an emdroadur-se.

N’eo ket ar repuidi nag an harluidi, ne vern o relijion, zo penn kaoz an digresk drastus a labourerien-douar, a venajoù e Breizh. Ha gwall niverus int o kiañ er parkeier pe en uzinoù gounezvouederezh.

N’eo ket gante kennebeut eo torret an doareoù da arc’hantaouiñ al lojeiz sokial, n’eo ket ar re-se a laka da greskiñ betek re priz an tiez war aodoù Breizh, n’eo ket gante e vez dibabet da serriñ ar servijoù publik-ospitalioù, skolajoù pe skolioù mil bouezus evit ma c’hellfemp bevañ mat en hor bro.

Ha peogwir e vez kaozeet kalz deus an unaniezh ha deus talbenn ar bobl er mare-mañ, e tegasomp d’ho soñj e oa bet implijet an termen-se evit ar wezh kentañ e miz Genver 1936 da vare votadegoù er stad spagn. Un emglev e oa bet etre nerzhioù an tu-kleiz, reoù ar broadoù hep stad : Katalan, Euskal Herria, Galiza pe Andalouzia, un emglev a zifenne ar gwir d’en em dermeniñ evel pobl hag un distaoliadeg ledan evit ar brizonidi politikel. Emichañs e vo tapet awen diwar an istor-se gant luskerien Talbenn ar Bobl hiziv an deiz er Frañs.

Ne vo ket nevesaet an demokratelezh ma ne lakaer ket un termen da vojenn ar c’hreizennadur broadelour republikan.

Deus hon tu, a-raok klozañ ar brezegenn e saludomp hor c’hamaraded stourm e Palestina pe Ukraina, gwelet e vez o bannieloù o strakal tro-dro deomp, e-kichen ar Gwenn-ha-Du. Ur salud tomm a gasomp , dreist d’ar mor ha da vogerioù an toulloù-bac’h da emsavidi Kanaky, pe da bobl Martinik ha Gwadeloup a ren ur stourm enep da goust ar vuhez pemdez. Ur skouer int evidomp.

Emañ ar bobl e Breizh war an dachenn evit reneveziñ ar vuhez demokratel. Ret eo kenderc’hel ha mont pelloc’h !

D’ar c’hentañ a viz Here e vo ar sindikadoù er straed evit ar goproù : bezomp asambles gante, er c’hêrioù koulz hag er bourkioù, en uzinoù hag e karterioù Breizh !

D’ar 5 a viz Here e klasko ur bagad bigi dieubiñ an inizi Glenan zo dindan krabanoù Bolloré : harpomp anezho evit ma rafent berzh, ra c’hwezo kreñv avelioù Breizh en o gouelioù.

D’an 12 a viz Here, difennourien an ospitalioù publik a vo asambles er straedoù e Karaez evit ma c’hellfe an holl  Breizh, er c’hêrioù bras pe diwar ar maez ober war-dro o yec’hed. Bezomp gante da embann fraezh ez eo Breizh un egorenn bolitikel a-zoare d’ober war-dro politikerezhioù publik youlek e servij ar brasañ niver ha da gentañ tout ar re vunud.

Ya, krogomp da sevel Breizh asambles, da skoulmañ kenskoazelloù dic’hortoz evit bevañ, labourat ha divizout e Breizh ! Betek an trec’h !

 

Dizalc’hourien ha dizalc’hourezed an tu-kleiz a vo skoaz-ouzh-skoaz gant rouedad ar skolioù Diwan e Brest disadorn da 1e30 evit enebiñ ouzh digresk an eurvezhioù kelenn brezhoneg er skolajoù ha liseoù dre soubigigezh.

Diazezet eo seurt dibaboù war ul poell a ruster a laka diaes ivez ar c’helenn divyezhek publik er c’hentañ hag en eil derez.

Ur wezh ouzhpenn  poell frankizour kenañ ar gouarnamant kreiz a dag frank hon gwirioù yezh, hor gwir da skoliata hor bugale e yezh ar vro. Dav eo derc’hel penn evel pobl unvan : dre ur c’houlzad stourm mennet, leun a ijin a-benn lakaat Blanquer, Macron ha o lakizien lec’hel da vont war gil.

War-Sav !

 

Bloaz zo bremañ ez ae Martial Menard kuit deus ar bed-mañ. Kalz re abred. E labour ramzel evit ma c’hello ar rummadoù da zont ober bemdez gant hor yezh zo talvoudus c’hoazh ha bev e chomo labour Martial peogwir e c’hell pep hini ac’hanomp ober sur striv bemdez da lakaat hor brezhoneg da vevañ e sonadeg bedel ar yezhoù.

Ne zisoñjomp ket ster politikel e vuhez gouestlet d’hor yezh met ivez da donkad broadel pobl Breizh hag a ranko kavout hent he frankiz dre ar stourm.

Bloaz goude ne zisoñjomp ket e vousc’hoarzh, e fent, an den brokus a oa, digor dalc’hmat da c’houlennoù ar yaouankiz.

Saludiñ a reomp eñvorenn ar stourmer hag ar brezhoneger en ur embann en dro un atersadenn bet graet gant Gwagenn TV diwar-benn ar geriadur en doa lakaet da zont maez e 2013. Kentel hag awen zo da dennañ evit pep breizhad kar-e-yezh en e gomzoù bloaz goude hag evit pell c’hoazh.

Le Télégramme nous apprenait hier que des parents se sont vu refuser le nom breton — Fañch — qu’ils voulaient donner à leur enfant. La justification qui leur a été faite à l’état civil provient d’une circulaire du 23 juillet 2014 qui interdit apparemment l’utilisation le “n tilde” (“ñ“).

Il est anormal qu’en 2017 on en soit encore à devoir se battre pour simplement donner un prénom breton à nos enfants… Cela démontre bien le mépris de l’état Français qui continue à nous interdire d’utiliser notre propre langue et décide comment nous devrions écrire nos prénoms !

Pour montrer notre mécontentement et demander à changer cette loi ridicule, vous pouvez écrire un petit message sur la page Facebook de votre préfecture, ou bien changer votre photo de profil sur Facebook, Twitter et autres réseaux sociaux en mettant ce message par exemple :

Changeons la loi ! Langue bretonne officielle !
Poent eo cheñch al lezenn ! YEZH OFISIEL !


http://www.bretagne-info.org/2017/05/15/fanch-face-a-l-interdiction-de-prenoms-bretons-officialisons-la-langue-bretonne/

 

D’al lun 18 a viz Du eo en em gavet Padrig Laurent, stourmer eus Ai’ta dirak lez-varn engalv Roazhon evit bezañ peget pegsunioù ouzh panelloù henchañ kumunioù Fouesn ha Forest-Fouesn. Ur c’hant den bennak zo  deuet d’an tolpadeg aozet gant Ai’ta dirak Breujoù Breizh e Roazhon. En o zouez, an tu-kleiz dizalc’hour, UDB, Strollad Breizh, burev Skoazell Vreizh, Lena Louarn, bez-brezidantez Rannvro Breizh e-karg eus yezhoù Breizh, Jean Ollivro, kelenner douaroniezh e Skol-Veur Roazhon 2, aozerien ar Redadeg hag an tri zest Kristian Troadec, maer Karaez ha kuzulier-departamant Penn-ar-Bed, Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, Yoran Delacour, embanner.

           2

Klemm a oa bet savet gant an kumunioù Fouesn ha Forest-Fouesn ha kuzul departamant Penn ar Bed.

Er prosez kentañ e miz Kerzu 2012 e oa bet kondaonet da 7500 euros kastiz : un dell-gastiz 1 000€, 5 000€ digoll mui 1 500€ mizoù proseziñ goulennet gant kumunioù Fouesn, Forest-Fouenn ha departamant Penn-ar-Bed.

A-raok ma krogfe ar prosez, unan  eus mouezhioù-aotret Ai’ta en deus graet  “prosez ar brezhoneg” deuzoutañ hag Erwan, Lemoine breutaer  ar stourmer,  en deus graet-eñ un diouer a zemokratelezh deus ar fed ne vefe ket ar brezhoneg par d’ar galleg er vuhez foran.

Padrig Laurent en deus anzavet bezañ peget pegsunioù. Un oberenn bolitikel eo hervezañ rak eo unan eus palioù  Ai’ta eo kaout un divyezegezh hollek war ar r panelloù-henchañ. Ma vefe e Penn-ar-Bed pe departamantoù all e Breizh.

An tri zest o deus lakaet war wel eo seurt oberennoù ur respont d’ar bolitikourien e penn ar jeu er vro pe e Bro C’hall. Ur respont d’an diouer a blas evit ar brezhoneg er vuhez foran. Pe hini… pe kentoc’h pe re ? Arguzennoù mil anavezet dija hag o deus adtapet mod pe vod Kristian Troadec, Tangi Louarn pe Yoran Delacour. N’eo ket hor yezh en ofisiel,  daoust da bromesoù danvez prezidant Bro C’hall François Hollande da beursinañ Karta Europa ar yezhoù bihanniver, ar budjet gouestlet d’ar brezhoneg ( daoust dezhañ bezañ kresket) gant ar strollegezhioù lec’hel a chom re izel ha ne vez ket lakaet e pleustr betek penn dibaboù divyezhegezh ar panneloù-henchañ.

Ar breutaer, Erwan Lemoigne, en deus-eñ lakaet war wel n’en doa ket gellet ar stourmer en em zifenn er prosez kentañ  ha ha n’eo ket doujet gwirioù yezhel ar stourmer . “Ma fratik en deus ar gwir d’ober gant ur yezh disheñvel diouzh ar galleg er vuhez foran ha privez” , emezañ. Goulenn a ra eta e vefe dizalc’het Padrig Laurent.

Breutaer Kuzul Departamant Penn-ar-Bed a c’houlenn, evel ar prokulor, e vefe lakaet barnadenn ar prosez kentañ da dalvezout.

Roet e vo an disoc’h d’an 9 a viz Kerzu.

Brezhoneg yezh ofisiel ” o deus huchet a vouez penn difennerien hor yezh o tont maez eus sal prosez al lez-varn. Goude prosezioù politikel Stourm ar Brezhoneg er bloavezhioù 80 ha 90, reoù Ai’ta er mare-mañ, pet prosez all e vo ret gortoz evit ma c’hoarvezo ? Ne zeuio ket an diskoulm deus Pariz morse . Deus ur parlamant lec’hel gant ur galloud lezennel ne lavaromp ket.

                    3

 

Bretagne-Info.