D’ar Sul 8 a viz Gwengolo e oa galvet voterien ar Sasks-Anhalt da vouezhiañ da zivizout piv a gemero penn ar gouarnamant « rannvroel » el « land » se. 1,7 milion a dud a oa pedet da gemer perzh en dilennadeg.
E Saks-Anhalt, ul Land a zo lec’hiet en ul lodenn deus ar pezh a oa Alamagn ar Reter gwechall, en deus ar strollad AFD enep an divroañ, ha kentoc’h a-du gant Rusia ha Trump, tapet 44,5 % eus ar mouezhioù, hervez rakpriziadurioù ar media publik ARD, da lavaret eo 26 poent muioc’h eget ar virourien (CDU) a oa e penn an takad betek bremañ hag abaoe 2002. Tro-dro da 8,5 pe 9 % emañ ar sokial-demokrated (SPD), an tu-kleiz Die Linke hag ar Re C’hlas. Mankout a ra ur gador pe ziv d’an AFD evit bezañ gouest da ren ar vro gant ar muiañ-niver. Setu ma ranko marc’hata gant ar strolladoù all da sevel ur gouarnamant. D’ar mare ma skrivomp ne ouzer ket c’hoazh hag e tremeno ar strollad BSW en tu-all da 5 % evit gellet mont e-barzh kuzul ar Saks-Anhalt ha marteze a-walc’h sevel un talbenn gouarnamant asambles gant an AFD. Ar strollad se renet gant Sarah Wagenknecht ha deuet diwar un disrann eus Die Linke war an dachenn vroadel en deus roet da c’houzout e vefe kontant en em glevout gant an AFD da lakaat un termen da ren padus ar CDU.

Ankeniet eo an holl kar e embann digemplez an AFD bezañ gant ar c’hoant da « advroañ » an estrañjourien. War dachenn ar skol e fell d’ar strollad AFD diorren an deskadurezh er gêr ha lakaat un termen diouzhtu da enbarzhiñ ar vugale nammet er c’hlasoù ordinal ha da greñvaat ar skolioù arbennik.
Fellout a ra d’an AFD lakaat bugale ar c’houlennerien bod hag ar repuidi e klasoù ispisial dispartiet, gant ur programm deskadurezh diazezet war reizhiad-skol o bro orin kentoc’h eget war o enframmañ padus en Alamagn.
Evel-just e fell dezho ivez reiñ ton d’ar santimant broadelour alaman ha kanañ meuleudioù d’an impalaerezh Prusian e program ar skolioù. Evel ma fell dezho e vefe lakaet un termen d’ar politikerezhioù a lakafe hervezo an Alamanted d’en em santout kablus eus ar renad Nazi.
War dachenn ar yalc’hadoù e c’hellfent lemel ar skoaziadoù rannvroel roet d’an aozadurioù a stourm a-enep ar ouennelouriezh hag an tu-dehou pellañ koulz ha d’ar d’ar c’hevredigezhioù benelour pe LGBT.
Harzoù lezennel a viro moarvat ouzh an AFD da lakaat e pleustr kement tra o defe c’hoant. Bonreizh an Alamagn a ro ar galloud d’ar gouarnamantoù lec’hel da c’houlenn kemmoù er skridou diazez pe kinnig lezennoù kar e kasont dileuridi er Bundesrat, ar Sened.
N’eo ket echu ar prantad marc’hata a vo etre ar strolladoù evit gouzout piv a asanto kemer perzh en ur gouarnamant lec’hel lusket gant an AFD.

E lec’h all ivez
El lec’hioù an Alamagn e tap tachenn ivez ar mennozhioù faskour. E Brandenburg ez eus bet kemmet al lezenn war ar skolioù evit berzañ an arouezioù ha dafar propaganda an aozadurioù lakaet da « enepbonreizhel ». Hervez ministrerezh an Deskadurezh e c’hellfe an diviz-se tennañ dreist-holl d’an arouezioù Antifa, ar Rote Hilfe (Skoazell Ruz), an DKP (Strollad Komunour Alamagn) hag an MLPD (Strollad Marksour Leninour an Alamagn) , koulz ha d’ar falz hag ar morzhol ha, marteze, d’an « A » anarkour.

Melestradurezh an tailhoù e Berlin he deus digoret un argerzh gwiriañ dreistordinal a-enep ar VVN-BdA (Kevredigezh an dud bet heskinet gant ar renad nazi), aozadur enepfaskour koshañ Alamagn. Hervezi e vefe « un obererezh politikel diaotreet » kemer perzh gant ar gevredigezh e luskadoù a-enep an AFD.
Votet e vo d’an 20 a viz Gwengolo e Berlin koulz hag e Mecklenburg-Pomerania ar C’hornaoueg evit o farlamantoù lec’hel ivez, al Land se a c’hellfe bezañ ivez un dachenn arnodiñ evit an AFD da vuzuliañ ha kreskiñ a ra ken uhel e pep korn ar vro.


