Tag

CAJMA 22

Browsing

 

Goude ar vanif lañsus diwar intrudu UL CGT Montroulez sed aze un emgav pouezus all. Un toullad kevredigezhioù a ro harp d’an enbroidi dindan 18 vloaz harpet gant tud, sindikadoù ha strolladoù politikel a ro emgav d’ar Sadorn 6 a viz C’hwevrer e Gwengamp da 2E30 plasenn Maez ar Roue.Sed aze ar galv a zispleg ar perak deus an dibunadeg. 

Doujañs evit gwirioù an embroidi

Dre an destenn-mañ e fell deomp ni, kevredigezhioù kengret ouzh an embroidi (KENGRED, MESKAJ, ASTI, CIMADE 22, CAJMA 22, CENT POUR UN TOIT, ENTRAIDE PROTESTANTE, UTOPIA 56, SECOURS CATHOLIQUE), tamalliñ ouzh an doareoù direizh ma vez kaset anezhe pa vez studiet o zeuliadoù gant prefeti Aodoù-an-Arvor, ha ma vefent yaouank pe get .

Daoust ma oa diaesoc’h-diaesañ ar mont-en-dro da gaout an teul-chom abaoe bloavezhioù ’zo dija, goude ma oa ret tremen eurioù difin ouzh ur skramm noz-ha-deiz da gaout un emgav gant ar prefeti ( evit kaout un emgav ne oa tu d’henn ober nemet d’ar Sul noz da hanternoz !), kalz gwasoc’h eo c’hoazhoe bremañ abaoe an enkadenn yec’hed ha dre girriegezh mont-en-dro ar prefeti an hini eo nemetken.

Pelloc’h-pellañ e c’hortozer e vefe graet war-dro an teuliadoù (mizioù ha mizioù pa ‘vez ket bloavezhioù!) , ha muioc’h-muiañ a drabasoù evit an dud.

 

Ar gwashañ da c’houzañv eo chom direspont ( war-bouez ma vez o zeuliad da c’hortoz ) pa vez savet goulennoù gant an dud. Ha dre ar politikerezh skouarn-vouzard-se e kouezh an dud e-barzh ar baourentez-vras (dibosubl da labourat, da gaout sikourioù arc’hant peotramant skoaziadoù ensavadurel , estreget re ar c’hevredigezhioù denelour …)

Padet en deus re bell an dra-se! Ne c’haller ket dilezel an dud-se o-unan-penn en ur stad ken mantrus, ken ankenius ha diasur.

Setu-ni, kenemglev kevredigezhioù skoaz ouzh an harluidi ac’hanomp, e azgoulennomp groñs e-giz ma oa bet graet gant an dilennidi bet skrivet ul lizher-foran gante, hag e vefe graet war-dro an teuliadoù hep stranniñ ( hervez al lezenn ne c’hall ket gortoz ouzhpenn pevar miz) o toujañ ouzh an embroidi hag o gwirioù.

Ha pa vez tremenet al lajad studiañ ofisiel (4 miz !), azgoulenn a reomp ar gwir da resev an teul-chom evit ur bloaz gant ar gwir da labourat.

Evit Breizh digor ha degemerus

Kenskoazell gant an holl re dibaper

Tost da 300 den a oa deuet da harpañ al labourerien dibaber d’an 19 a viz Genver diwar galv ar CGT lec’hel. 

 

Le collectif Kengred organise le samedi 15 juin une journée de solidarité avec les réfugié.e.s. à la salle des fêtes de Plouaret.

A partir de 15h, projection de 2 films :

  • « Colis Suspect » Documentaire de Sofia Català Vidal et Rosa Pérez Masdeu. « Colis Suspect » est un projet initié par des jeunes journalistes et cinéastes de Barcelone. Il a été récompensé par le Prix de la Première Réalisation au Festival International de Cinéma Méditerranéen de Tétouan (Maroc) et explore les politiques migratoires de l’Union Européenne, qui se nourrissent du discours xénophobe et alimentent le business de la sécurité.
  • « L’intime rencontre, l’inconnu », documentaire présenté par la CAJMA 22 sur le quotidien de familles hébergeant dans la région de Saint-Brieuc.

A partir de 19h : FEST-NOZ de solidarité avec les réfugié·e·s. avec de nombreux chanteurs, sonneurs et groupes de renom.

Possibilité de se restaurer sur place. Le prix est libre.

L’objectif du collectif est de développer le réseau d’aide aux réfugié.e.s dans le pays de Belle-Isle – Bourbriac – Plouaret, de rendre plus visible la lutte pour les réfugié.e.s en Bretagne et d’aider les familles hébergeantes (que ce soit au niveau financier, dans les démarches administratives, juridiques…).

Rejoignez-nous le 15 juin à Plouaret !

Merci de faire passer l’info autour de vous.