Hengoun ar chase zo kreñv e Korsika. War an enezenn ez eus 12 000 a dud o deus un aotre chaseal, da lavaret eo muioc’h eget an daougement eus ar geidenn e peurrest tiriad ar Republik. Plijout a ra an armoù d’ar Gorsiz ivez, n’eus nemet sellet ouzh ar sifroù : 150 arm evit 1 000 annezad e Frañs, pa vez tro 350 arm evit 1 000 annezad e Korsika.
Evit chom war dachenn ar chase, e vefe tro 1,4 % eus poblañs Frañs o chaseal, tra ma sav an dregantad-se da ouzhpenn 4 % eus poblañs Korsika.
E-mesk ar vroadelourien ez eus, evel-just, tud plijet gant ar chase. Met ar re a zo bet en toull-bac’h evit abegoù politikel a vez difennet outo bremañ, ent emgefre, kaout un aotre chaseal. Petra zo kaoz ? Kalz eus an dud bet er prizon evit bezañ bet ezel eus un FLNC bennak a oa bet lakaet o anv en ur fichennaoueg anvet Fichennaoueg Justis Emgefre Oberourien Torradurioù Sponterezh — ar FIJAIT, da lavaret eo Fichier judiciaire automatisé des auteurs d’infractions terroristes e galleg.
Abaoe 2015 e veze lakaet en ur mod otomatek er fichennaoueg-se ar vroadelourien kaset dirak ar justis c’hall, evel ma veze graet gant an islamourien. Dre forzh ober trouz e oa deuet a-benn ar vroadelourien bodet e-barzh Patriotti in Lotta — Brogarourien er stourm — ar strollad a ra war-dro an ez-prizonidi bolitikel, da lakaat tennañ kuit anvioù ar Gorsiz eus ar fichennaoueg-se.
Siwazh dezho, ez eus ur fichennaoueg all : Fichennaoueg Vroadel an Dud Difennet outo Prenañ pe Derc’hel Armoù, ar FINIADA — Fichier national des personnes interdites d’acquisition et de détention d’armes e galleg flour. Setu perak , hag en un doare reut-tre kar sistematek, e vir ouzh an dud bet en toull-bac’h pe bet dirak ar justis abalamour d’o stourm evit ur Gorsika dieub da gaout un aotre jiboesaat ! Setu fuzuilh ebet evit ar chaseourien vroadelour bet o tremen vakañsoù hir pe hiroc’h er Santé, e Villepinte pe e Fleury, en desped dezho !
N’eus ket pell zo e oa en em vodet Patriotti in Lotta dirak sez Kevread Chaseourien Korsika ar Su evit goulenn groñs ma vo echuet gant an droukziforc’h-se ! Goulennet o deus ivez digant an holl nerzhioù brogarour dilennet e Parlamant Korsika reiñ skoazell dezho.
CIO CHI NO SIMU HÈ CIO CHI ÙN VOLINI MICCA
Conférence de presse devant la fédération de chasse.@CollectifAPP a une nouvelle fois dénoncé les mesures répressives et le reniement du gouvernement français qui cible les patriotes corses à travers le Fijait et le Finadia. pic.twitter.com/PRoHTT77e9
— Patriotti In Lotta :Anciens prisonniers Politiques (@CollectifAPP) September 1, 2026



