Tag

dazont

Browsing

Kalz kalz a dud a oa deuet betek Gwitalmeze da gimiadiñ diouzh Gilbert Kabon d’ar 17 a viz Gouere. Aet e oa Gilbert un nebeud deizioù a-raok, e dibenn un hir a emgann enep d’ur c’hleñved poanius, liammet ouzh e labour diwarez diouzh an amiant evel ma oa deuet da zisplegañ da zevezh an obidoù e gamaladed labour. Testenioù e-leizh zo bet diwar-benn e labour ramzel war ar pemdez evit ar skolioù Diwan, ar radio e brezhoneg, hor yezh dre vras. Ur stourmer dizalc’hour a oa Gilbert ivez, ur stourmer kadarn. Diwar goulenn Gilbert e oa bet kemeret ar gaoz gant Gael Roblin da zegas da soñj penaos e oa bet perzh Gilbert eus ar stourm evit Breizh dieub ha sokialour. Setu ar pezh a gaver er skrid dindan, bet skrivet a-stroll, ha bouetet gant dielloù.

Gilbert Kabon zo, evit kalz ac’hanomp, stag ouzh ar stourm politikel evit Breizh dizalc’h. Abred e kemeras perzh er manifestadegoù aozet evit an distaoliadeg, hag ur wezh dieubet ar brizonidi bolitikel ez emezelas d’ar strollad Emgann krouet e 1983 da heul ur galv savet gant prizonidi ha tud kengret gante evit kas prezegenn bolitikel an FLB-ARB war an dachenn foran. Anv ar strollad politikel avat a oa hini kannadigoù embannet maez lezenn gant ar strollad armet.
Pouezus eo derc’hel soñj eus emdroadur politikel ar bloavezhioù bet da-heul an distaoliadeg.
Mare an dichal evit kalz a stourmoù an hini e oa.
Kalz a dud a oa o tigalonekaat, o tilezel ar stourm politikel evit chom war dachenn ar stourm sevenadurel. Evit Gilbert hag e gamaladed emgann ne oa ket kaoz eus diskuizhañ pe abeg ebet da chom er goudor.
Daoust d’ar promesaoù e chome ur bempvedenn eus hor bro en diavaez da dakad ensavadurel Breizh, ar brezhoneg a oa hep statud, penn kentañ an dic’hreantelaat e oa, ur wech troet ar re a embanne bezañ sokialour da ganerien meuleudioù lezenn kriz ar marc’had hag ar frankizouriezh. Alcatel, Doux, Thomson : bemdez e veze taolet al labourerien war vord an hent.
En un doare lojik e tapas krog Gilbert el labour-noz, da zihuniñ an emskiant vroadel, da zerc’hel penn da bPariz, da harpañ stourmoù ar bobl.
Menegomp darn eus al labour-noz efedus a oa bet er bloavezhioù-se… e 1988 : peder zarzhadenn, unan e Kastellin a-enep d’an embregerezh Doux, unan e Pondi a-enep ti an tailhoù, unan e Roazhon dirak ar rektorelezh, hag unan e savadur an URSAAF e Kemper a c’houlenne d’ar c’houlz-se gant ar skolioù Diwan ur sammad na oant ket evit paeañ.
E 1989 e tarzhas palez koustus rannvro melestradurel Broioù-al-Liger e Naoned evit brasañ displijadur Olivier Guichard, un Aotrou eus ar Baol a zispigne kalz arc’hant publik da ziverkañ eus ar speredoù hag eus ar c’halonoù an emskiant vreton e bro-Naoned.

En noz e tarzhe kastelloù ar gwasker.
Tapet e oa bet asambles gant ur c’hamalad e miz Even 1989 ha kaset da Bariz ha da Fresnes goude-se. Unan eus gwashañ ha lousañ toulloù-bac’h ar republik.
Kentoc’h eget klemmichal e reas e  gamaladed o soñj kabaliñ war un ton bras evit e frankiz.
Sonn e oa chomet dirak ar barner ha ne deuas ger gallek ebet diwar e vuzelloù.
En diavaez, e-pad ur bloavezh leun, e reas e vignoned trouz seul ma c’hallent evit goulenn groñs e teuje d’ar gêr, ha goulenn groñs frankiz evit Breizh. Nouspet straed pe plasenn zo bet advadezet gant anv Gilbert Kabon, manifestet e oa bet evitañ e Fresnes, Gwengamp, En Oriant, Roazhon… Peget skritelloù a-vil-vern…

OPAB-KDSK — Dastumad/Collection Emgann-Combat Breton

Ha setu penaos e oa en em gavet dilennet evit ar sindikad studierien DAZONT e kuzul-merañ skol-veur Roazhon 2 : enskrivet e oa Gilbert da dremen an DEUG Brezhoneg, un diplom gounezet dre ar stourm d’ar mare-se. O prientiñ ar skrid-mañ em eus mousc’hoarzhet kalzik o lenn ar pennadoù e dielloù Le Monde «  Un prisonnier breton au conseil de Rennes 2. L’université de Haute-Bretagne ne voit aucun inconvénient à ce que Gilbert Cabon siège au Conseil D’administration. Plusieurs membres élus du nouveau CA étant bretonnants, Gilbert Cabon trouverait enfin à qui parler ». Na kaer an taol ! « La liste DAZONT UEB souhaitait attirer l’attention sur l’attitude de l’état français qui demeure l’un des derniers avec la Grèce à mépriser le droit des peuples minorisés » a lenned c’hoazh.
Da zevezh ar prosez, bloaz goude, e teuas ur c’hant bennak a stourmerien da harpañ an daou Vreizhad. Dalc’het en doa Gilbert d’ober gant ar brezhoneg. Hervez-kont e oa bet tomm a-walc’h an aergelc’h, taolioù-bazh ha flac’hadoù a oa bet eskemmet gant hon amezeien. Ha setu Gilbert distro d’ar gêr.
Un nebeud bloavezhioù goude e oa deuet ar polis hag ar justis c’hall da glask laou en e benn adarre. Evel kalz tud all e oa bet heskinet evit bezañ bet oberiant er c’henskoazell gant stourmerien ETA ha repuidi Euskadi. Kar ma oa Gilbert brogarour feal, broadelour digemplez, ha dizalc’hour daonet e oa digor-tre da stourmoù ar pobloù all ivez : hini ar broadoù Indian er Stadoù-Unanet, hini pobl Euskadi pe hini Iwerzhon. Kalz ac’hanomp o deus klevet kaoz eus Leonard Peltier ar prizoniad Lakota brudet a-drugarez da Gilbert ha bep bloaz e veze ret prenañ digant Gilbert deiziataer Republican Sinn Fein…
Goude e vakañsoù hir e Fresnes e chomas Gilbert feal da soñjoù politikel Emgann, d’ar stourm evit ar brezhoneg e meur a zoare, gant ar re a deue bep bloaz da labourat e-pad meur a zevezh evit Gouel Broadel ar Brezhoneg, da skouer. Kemer a reas perzh e kalz stourmadegoù ha kabaladennoù evit ma c’hello pobl Breizh mestroniañ he zonkad.

Gilbert e penn ar vanif gant ar re yaouank, evit Breizh unvan e Montroulez e 2012

Ur gentel en deus roet Gilbert deomp, e kement degouezh, e kement darvoud e rankomp chom sonn  ha faro, komz ha difenn hor yezh, dirak hon enebourien da skouer…
N’eo ket un torfed stourm evit e vro hag e yezh. Ha biken ne vo.

Dalc’homp da gempenn an erv da-heul skouer Gilbert.

Trugarez Gilbert ha bevet Breizh Dieub ha Sokialour !

Ra strako ar Gwenn-ha-du !

 

G.R

Marvet eo Ronan al Louarn d’ar 15 a viz Mae d’an oad a 52 vloaz.

A-orin eus Bro-Sant-Brieg e oa krog da ouestlañ e vuhez d’ar brezhoneg ha da Vreizh evel stourmer politikel e deroù ar bloavezhioù 90. Oberiant e oa bet gant lod all, chomet evit kalz anezho mignoned tost dezhañ, er sindikad liseidi ha studierien Dazont e kêr Roazhon. Oberiant-tre e oant bet, ha meur a studier zo bet dihunet e emskiant vroadel gant o oberennoù lies e-mesk ar yaouankizoù.

Ronan gant e dok !
OPAB-KDSK — Dastumad/Collection SAE-Bremañ

War ar fotoioù amañ dindan e weler anezhañ gant e vignoned eus Dazont oc’h aloubiñ ar rektorelezh e Roazhon evit muioc’h a vrezhoneg en deskadurezh.

OPAB-KDSK — Dastumad/Collection SAE-Bremañ
OPAB-KDSK — Dastumad/Collection SAE-Bremañ

Deskiñ a reas brezhoneg gant Skol an Emsav, evel-just, ha goude-se e labouras e Ofis ar Brezhoneg. Da heul ez eas e Rannvro Breizh evel gwazour, e lec’h ma labouras kalz gant Lena Louarn — bez-prezidantez Rannvro Breizh etre 2010 ha 2021 — da lakaat e plas kammedoù kentañ ar politikerezh yezh.

Setu penaos e reas anaoudegezh gant pep brasañ an dud oberiant er c’hevredigezhioù brezhonek e pep korn hor bro, pa roe an dorn dezho pe alioù digoust ha niverus da bourchas arc’hant e doare pe zoare. Evel-just e c’helle rouedad ar skolioù Diwan kontañ warnañ. Skoliataet en doa e verc’hed e Diwan Roazhon .

E bluenn a wiraour a lakaas e servij ar gumuniezh vrezhonek da genskrivañ an emglev Stad-Rannvro evit treuzkas hag implij yezhoù Breizh, al lezenn Molac ha steuñv adperc’hennañ yezhoù Breizh. Betek e huanadenn ziwezhañ eo bet o soursial eus e labour a-vicher e servij dazont hor yezh.

Ur rust a grign-bev a viras outañ da reiñ muioc’h eus e amzer evit hor bro hag hor yezh. Soñj hor bo eus ar brogarour feal, eus ar stourmer sokialour a soursie eus ar re vunud.

En em gavet omp asambles alies mat o tifenn pobl ar c’hurdistan. Un etrebroadelour kurius ha desket a voe Ronan.

Soñj hor bo eus e emzalc’h pennek ivez, hag e don kentelius… C’hoarvezet eo meur a wech e vije bet dizemglev etrezomp met, daoust da-se — en tu all d’an eskemmoù reut a-wechoù — e ouiemp e oa Ronan un den brokus ha pennek.

En dielloù adkavet e weler mat war dremm ar paotr yaouank, a zouge ur banniel Gwenn-ha-Du bras-mat en ur vanifestadeg evit ar peoc’h e Roazhon e 1991, pegen mennet e oa Ronan da seveniñ ur vro nevez en ur bed reishoc’h.

Klaskomp holl bezañ ken mennet ha Ronan en hon oberennoù pemdeziek e servij hor bro, hor yezh hag ar genskoazell etrevroadel, da rentañ enor dezhañ.

Gourc’hemennoù a gengañv d’e verc’hed Enora ha Levenez, d’e vignonez Stephanie, ha d’e gamaraded stourm.

Kenavo Ronan.

G.R.

OPAB-KDSK — Dastumad/Collection SAE-Bremañ

Diwar intrudu Unvaniezh Studierien Breizh ez eus bet roet lañs d’ur c’houlzad ledan evit ma vo muioc’h a vrezhoneg war-wel war panellerezh Skol-Veur Roazhon 2.

Kalz a aozadurioù liesseurt o deus kensinet ar galv a c’hellit lenn amañ dindan.

Kemennadenn

#BrezhonegEmSkolVeur #DuBretonDansMaFac

D’an 10 a viz C’hwevrer 2019, eo bet kinniget gant dekadoù a studierien skol-veur Roazhon 2 ur raktres panellerezh divyezhek da vare ar prantad budjed-perzhiañ an FKDMS (Fontoù Kengred ha Diorren Mennadoù ar Studierien). Ar raktres-mañ a zo e bal staliañ ur panellerezh divyezhek gallek-brezhonek war tri c’hampus Skol-Veur Roazhon 2 (Mazier e Sant-Brieg, An Delenn ha Keryann e Roazhon).

Abaoe deroù ar bloavezhioù 90, ez eo staliañ ur panellerezh divyezhek un arc’hadur douget gant pep rummad studierien a zeu war-lerc’h an eil egile er skol-veur. Kammedoù a zo bet graet war an hent-se e penn-kentañ ar bloavezhioù 90 en ur staliañ ar banell gallek-brezhonek gentañ gant lusk ar sindikad studierien Dazont. Un nebeud bloavezhioù goude-se ez eo bet sinet karta Ya d’ar Brezhoneg gant prezidant Marc Gontard e 2008 hep ma vefe lakaet an engouestloù da dalvezout war an hir dermen. A-dreñv d’an divyezhegezh ez eo plas ar brezhoneg an dalc’h e lec’hioù foran div eus kêrioù brasañ Breizh (diaes gouzout petra dalvez ar frazenn-mañ). Ul lec’h stummañ ha lakaat yaouankiz Breizh en he zra, abalamour d’an dra-se eo atebeg ar gwareziñ ha diorren hor yezh. Da vare Erasmus o deus gallet gwelout ar Vretoned yaouank e skolioù-meur Barselona (Katalonia), Aberystwyth (Kembre) pe Bilbao (Euskadi) an ingalded etre ar yezhoù-pobl ha re o Stadoù e divyezhegezh hag e buhez ar skol-veur. A-dreñv d’an dra-mañ ez eo an dalc’h ingalded diazez etre ar yezhoù ha doujañs gwirioù ar gomzerien. N’eo ket aet Skol- Veur Roazhon 2 en tu all d’ar vevenn-mañ evit ar poent. Fellout a ra deomp mont dreist anezhi da vat gant ar raktres-mañ.

Klotañ a ra hemañ gant ur c’hortoz-sokial wir eus perzh ar studierien.ezed, kelennerien.ezed, gopridi, ha kevredigezh Breizh dre-vras. Gallet hon eus gwelout er sontadeg TMORégion embannet e miz Here 2018 : plijout a rafe da 31 % eus ar re a zo nebeutoc’h evit 25 bloaz gouzout brezhoneg. Fellout a rafe da 75 % eus anezidi Il-ha-Gwilun hag Aodoù-an-Arvor ma vefe muioc’h a gelenn war ar brezhoneg er skolioù, muioc’h evit 70% eus ar re a zo bet goulennet ganto a fellfe dezho gwelout muioc’h a vrezhoneg war panellerezh an hentoù. Erfin e fellfe da 58 % eus anezidi Il-ha-Gwilun gwelout muioc’h a vrezhoneg el lec’h foran (60 % en Aodoù-an-Arvor). Heuliañ a ra ar sontadeg-mañ an hini bet aozet gant kenstroll « Brezhoneg er Skol-Veur » e 2017 war gampus Keryann hag o doa goulennet gant ar studierien.ezed ha gopridi ma oa mat ganto pa vefe muioc’h a zivyezhegezh vrezhonek- gallek e Skol-Veur Roazhon 2. 85 % eus ar re o doa votet o deus respontet e oa mat ganto (da lavaret eo 967 hag o doa votet) ha 9% ne oarent ket (104 hag o doa votet). Diskouez a ra splann an div sontadeg-mañ ez eus ur c’houlenn-sokial greñv en ur panellerezh divyezhek brezhonek-gallek aotreet da bobloù niverus en Europa evit o yezhoù-dezho. Klotañ a ra ar goulenn-mañ gant ur wirionez: darn vrasañ ar re yaouank etre 18 ha 35 bloaz hag a gomz brezhoneg a zo o chom e Roazhon. E Sant-Brieg, war gampus Mazier ez eo stummet kelennerien.ezed an hentoù divyezhek.

Kinnig a reomp, neuze, ma vefe talvoudekaet youl darn vrasañ ar studierien.ezed gant Skol-Veur Roazhon 2 en ur staliañ ur panellerezh divyezhek en ur labourat dorn-ha-dorn gant Ofis Publik ar Brezhoneg. Ur panellerezh az aio hervez ar reoladoù etrebroadel war an divyezhegezh er panellerezh. Emplegañ a ra ma vefe roet gant rikted ar memes titouroù en eil yezh hag eben, ma vefe kinniget an titouroù e brezhoneg hag e galleg en ur mod heñvel-rik (liv, font, ment, hag all hag all) hag en un doare simetrek an eil e-keñver eben.

Gervel a reomp neuze an holl studierien.ezed, kevredigezhioù, dilennidi, aozadurioù, strolladoù ha sindikadoù e Breizh a-bezh da unaniñ gant al lusk evit ma vefe aotreet ar raktres-mañ gant ar bodad, votet gant ar studierien.ezed ha lakaet da dalvezout gant ar Skol-Veur.

Etre daouarn ar yaouankiz emañ dazont ar yezh !

Galvet eo ar bobl gatalan da vont da votiñ d’ar 1añ a viz Here ha da reiñ e soñj neuze war dizalc’houriezh Katalonia dre ur referundom aozet gant ar gatalaniz o-unan. Ur referendom hag a zo e-maez lezenn hervez ar Stad Spagn.

Klask a ra ar Stad Spagn da spontañ aozerien ar referundom gant diarbennoù a bep seurt : furchadegoù en embregerezhioù a vije gouest da sevel dafar votiñ, mont-ha-dont forzh pegement eus arme ha polis Spagn war douaroù Katalonia, taolioù evit klask difenn lec’hienn internet brudañ ar referundom, galvet eo dirak ar justis muioc’h evit 700 dilennad dibabet gante reiñ an aotre d’o c’humun aozañ ar referundom, strishadurioù war ar gwir d’en em vodañ…

Faot a ra d’hon aozadurioù staliet e-barzh broadoù hep Stad dindan dominasion gall embann hon souten adarre :

  • d’ar gwir diaralladus ha reizh he deus ar bobl gatalan da zibab he dazont hep redi nag aon.
  • d’ar gwir he deus ar bobl gatalan da ziskleriañ ur republik gatalan dizalc’h goude ar referundom.

Gervel a ra hon aozadurioù an demokrated, ar pobloù ha labourerien ar bed met da gentañ penn e-barzh ar Stad C’hall da embann o souten en un doare foran gant ar bobl gatalan. Embann o souten peogwir, gant e youl, e lak ar bobl katalan ur renad unpennel da dreuzigellañ, ur rennad unpennel hag a ya war goshaat, ur rennad unpennel a teu eus diktatouriezh Franco.

Ar bobl gatalan a ro ster adarre d’an demokratelezh, sur ha n’eo ket marteze.

An argezh katalan evit tizhout an dizalc’houriezh zo kentelius-tre peogwir e tispleg splann ne c’houlenner ket ar gwir d’en em dermeniñ met e vez graet gantañ hep goulenn an aotre digant ar Stadoù pe Unvaniezh Europa.

Ar bobl gatalan a ro ster adarre da veur a veizad : ar souvereniezh, ar fed d’en em c’houarn, d’en em aozañ en ur prantad ‘lec’h e vez savet an eskemmoù ekonomikel bedel da vat en desped da soñj ar pobloù, diwar-goust darn vrasañ an dud hag hini an endro.

Ur bern aozadurioù a zieubidigezh ar pobloù all dindan dominasion Spagn a souten an argezh katalan met ni a embann ivez ur wech c’hoazh emañ ar Stad C’hall oc’h aloubiñ un tamm eus ar broioù katalan. Embann a reomp groñs ivez e nac’h ar Stad C’hall ar gwir da zibab o dazont.

Hor souten etrevroadelour agnt ar bobl gatalan ne oar ket petra eo an harzoù etre Bro C’hall ha Bro Spagn hag e embannomp du-war-wenn e rankfe ar gatalaniz evel an holl bobloù dindan dominasion gall ober gant o gwir d’en em dermeniñ evit sevel ur framm politikel disheñvel, sokial ha diazezet war an endro. Ur framm politikel a dalvezo evit an darn vrasañ eus an dud evit en em zizober eus ar c’hapitalouriezh, an trevadennerezh hag an impalouriezh.

Kensinet eo bet ar galv gant meur a aozadurioù etrevroadel :

Martinik : ar CNCP hag ar PKLS

Gwiana : an MDES

Katalonia an Norzh : CUP Perpinyà

Korsika : A Manca

•Polinezia : an Tavini Huiratira

Breizh : an Tu Kleiz Dizalc’hour Breton

Flandrez : ar V-SB

Euskal Herria : Askapena hag Euskal Herria Bai (dizalc’hourien an tu kleiz eus Euskal Herria an Norzh, Sortu en o zouesk).