Prim eo bet an aozadur anvet «All Under One Banner–An holl dindan ur banniel» oc’h adkavout ar boaz da vont er straedoù evit goulenn ar gwir da vouezhiañ diwar-benn dizalc’hiezh Skos.
Ne fell ket da c’houarnamant Londrez e vefe aozet ur referendom nevez, daoust m’en deus gouarnamant lec’hel Skos embannet fraezh e oa e soñj d’en ober. Emañ broadelourien SNP (Strollad Broadel Skos) o ren ar vro.
D’ar Sadorn 5 a viz Gwengolo e oa deuet miliadoù a dud da zibuniñ e straedoù Dùn Èideann–Edinburgh, da respont da c’halv AUOB. Pell emañ ar sifroù meneget er c’helaouennoù–etre 3 000 ha 5 000 hervez an traoù–diouzh an engroeziad a oa bet bodet gant ar memes framm e 2019 e Glaschu–Glasgow : 35 000 den hervez ar polis ha 90 000 hervez an aozerien.
N’eo ket dister koulskoude, pa soñjer emeur e penn-kentañ ur c’helc’hiad politikel nevez, digoret gant raklezenn gouarnamant Skos evit aozañ ur referendom all.
Ret eo kemer e kont ivez ez eus lod eus an dizalc’hourien a gav gwelloc’h en em vodañ en ur framm all anvet «Believe in Scotland–Krediñ e Bro-Skos». Tost eo ar framm-se ouzh ar Re C’hlas hag an SNP, hag ouzh pennoù bras zo eus an embregerezhioù meur, evel ar c’hlub embregerien Business for Scotland.
Ur framm all, Radical Independence Campaign, lusket gant an tu-kleiz radikal, a chom bev ivez, met hep follenn-hent ebet evit ar mare.
Kreñvoc’h eo ar vroadelourien er boestoù-votiñ hiziv an deiz eget ma oant e 2012, met gwanoc’h e seblantont bezañ er straedoù. Sed aze an dislavar politikel a ranko an dizalc’hourien dont a-benn da zirouestlañ ma fell dezho lakaat da dalvezout, ur wech ouzhpenn, gwir pobl Skos d’en em dermeniñ.







