Tag

embregerehioù bihan tre

Browsing

Gellout a reer kemer perzh er mouezhiadegoù en embregerezhioù bihan-tre betek an 13 a viz Genver. Tennañ a reont d’al labourerien (Sevel-tiez, Kenwerzh, kevredigezhioù…) gant ma oant goprad e miz Kerzu 2015 en un embregerezh gant nebeutoc’h evit 11 implijad, pe o labourat er gêr.

An dilennadegoù-se a vo talvoudus a-benn lakaat e plas bodadoù kemparek rannvroel evit gopridi an EBT, servijout a reont da envel kuzulierien lezvarn ar prud’hommes, talvoudus int da dermeniñ perzhioù dileuriañ ar sindikadoù. Ne soñj ket deomp e vo trec’h al labourerien war ar c’hevala en ur votiñ met evit abegoù taktik e fell deomp reiñ da c’houzout hor galv da votiñ da labourerien Breizh.

SLB a oa bet perzh eus ar vouezhiadeg-se e 2012, daoust da enebiezh ar CGT, ha rastellet e oa bet e Breizh 4 departamant 3,16 % eus ar mouezhioù (tro 800 dre vras). N’emañ ket war ar renk ar bloaz-mañ.

STC zo war ar renk e pep lec’h er stad-c’hall evit ar votadeg ar bloaz-mañ. Liammoù en doa gant SLB a zo chomet hep reiñ un urzh da votiñ. Setu ma c’halvomp da votiñ ha da lakaat da votiñ evit STC e Breizh a-bezh betek an 13 a viz Genver.

  • Evit diskouez hor c’henyoul da liammañ dieubidigezh al labourerien enep ar c’hevala hag ar stourm evit ma c’hello ar broadoù dindan gwask pounner bro-c’hall en em dermeniñ.
  • Evit embann divezh hor c’hengred etrebroadelour gant stourm pobl Korsika evit he dieubidigezh sokial ha broadel.
  • Evit kastizañ renerezh Pariz ar CGT en doa klasket, evel sindikadoù all, da virout ouzh STC ha LAB (Sindikad Labourerien brogarour bro Euskal) da vezañ war ar renk ar bloaz-mañ daoust da ali e izili diazez hag o doa stourmet eveldomp a-enep d’al lezenn labour.

Gervel a reomp ivez da lakaat e pleustr ur c’houlzad preder ha labour evit adperc’hennañ tachenn ar sindikalouriezh en ur zougen talvoudegezhioù enebgevala, gwregelour hag evit ar gwir d’en em dermeniñ hag a oa re SLB ha kement-mañ e-metoù ar c’helenn brezhonek, ar yezh ha sevenadur ar vro en ur gaout ur sell etrevicherel.

Tud ezel pe bet ezel pe tost eus SLB :

Maiwen Salomon, Fabrice Cadou, Tomaz Laquaine-Jacq, Alan Le Cloarec, Morgane Cotten, Maelig Dubois, Melian Ruaud, Gael Roblin, Brendan Guillouzic-Gouret, Anton Burel, Awen Looten, Flavien Migneau, Pêr-Alan Morvan…