Tag

Erwan Chartier-Le Floc’h

Browsing

Embann a reomp amañ stumm brezhonek kemmenadenn ar gelaouenn Poher Hebdo bet kaset deomp. Kement-mañ da gelaouiñ hol lennerien deus doareoù feulst ar faskourien e Breizh met ivez da ziskouez omp skoaz-ouzh-skoaz gant skipailh kelaouennerien ar Poher Hebdo. Abaoe ma oa bet skignet an destenn se ez eus bet ur bellgomzadenn e sez ar gelaouenn da adspontañ ar skipailh o prometiñ e vefe lakaet ur volotenn  e penn Erwan Chartier.

Bretagne Info.

Ar «Poc’hêr hebdo », savet e 1996, a zo ur gelaouenn a ro keleier hollek war dachenn kreiz Breizh. En abeg d’an dra-se hon eus savet pennadoù diwar-benn an darvoudoù, ar reuz hag ar manifestadegoù a zo bet en-dro d’an degemer repuidi e Kallag (Aodoù-an-Arvor). Daoust d’an aergelc’h stenn, hon eus rentet kont eus ar c’heleier-se hag aterset tud eus ar vro ha dilennidi war ar raktres-se. Hon soñj ne oa ket sevel a-du pe get gant ar raktres, na da reiñ hor soñj war ar reizhwir a zo d’e zifenn pe da gavout abeg ennañ, met, dav eo el lavarout en-dro, rentañ kont nemetken.

Graet hon eus hon labour kazetennerien. Hon labour kazetennerien eus ar vro hag a anavez mat an dachenn ma labouromp warni bemdez.

D’ar Meurzh 31 a viz Genver, hon eus degemeret ur postel war voest-lizher ar gelaouenn, ur postel gouennelour ha gourdrouzus-tre e zoare, titlet : « Chartier on  va te crever ». Douget ez eus bet klemm evit gourdrouz a varv raktal, an hevelep deiz, e archerdi Karaez.

Ne c’heller ket asantiñ gwelout kazetennerien bezañ kunujennet, gourdrouzet, setu perak hon eus douget klemm dirak ar Justis. Lezel a ran anezhi ober he labour. Evit pezh a sell eus skipailh «Ar Poc’hêr », ne c’houlenn nemet kenderc’hel d’ober e labour kazetennerezh, seder ha rentañ kont eus ar c’heleier hep an disterañ bec’h warnañ eus forzh pelec’h e teufe.

Erwan Chartier-Le Floc’h

Penngazetenner