Tag

Esquerra

Browsing

77 vloaz zo e voe harzet Lluis Companys prezidant ar gatalaniz en harlu e kumun ar Baol-Skoubleg. Da heul goulennoù Franco d’an nazied e voe bet harzet e Breizh gant ur bagad polisirien eus al lu alaman. Tapet en doa hent an divroañ evel kalz deus e genseurted ha kenvroiz da heul diskar ar republik e Katalonia hag e peurrest stad-spagn.

Unan eus krouerien ar strollad ERC (Esquerra Republicana de Catalunya/Republikaned an tu-kleiz eus Katalonia) e voe bet ha renet en doa gouarnamant Katalonia adalek 1934. Anavezet a reas an toull-bac’h er bloavezhioù 20 evit e stourm sokial.

Adalek Breizh en doa klasket aozañ ar sikourioù evit e genvroiz dasparzhet en tu-mañ eus ar pireneoù ha reiñ buhez da c’houarnamant Katalonia en harlu.

Diouzhtu goude bezañ bet tapet e voe bet kaset da doull-bac’h La Santé e Pariz ha da heul e Madrid e-lec’h ma voe bet jahinet. E miz Here e voe bet fuzuilhet gant ar faskourien.

Dirak o fuzuilhoù e huchas : “Per Catalunya !” (Evit Katalonia !).

Bep bloaz e vez rentet enor dezhañ e Katalonia ha gwezhoù zo e Breizh.

77 vloaz goude e vuñtr e c’hello pobl Katalonia reiñ he soñj d’ar 1añ a viz Here da zont evit divizout ha fellout a ra dezhi e vefe graet ur republik dizalc’h eus Katalonia.

 

E korf tri sontadeg bet graet en deizioù e seblant voterien Katalonia bezañ prest da reiñ darnvrasañ o mouezhioù evit listennadoù dizalc’hour. Ur c’heloù a-bouezh pa vo eus devezh broadel Katalonia d’an 11 a viz Gwengolo.

D’ar 27 a viz Gwengolo e vo votet evit parlamant ar Generalitat, diwar 135 sez ez afe etre 67 ha 80 anezho d’an dizalc’hourien hervez ar sontadegoù diwezhañ.

Div listennad a embann o c’hoant da grouiñ ur stad katalan dizalc’h. An hini greñvañ a vije neuze « Junts pel Si » (A-gevred evit ar Ya), un talbenn a vod dizalc’hourien eus an tu-kleiz betek ar c’hreiz. Enni e kaver anv Arthur Mas, bet prezidant ar Generalitat betek bremañ, met ivez ar strollad Esquerra (ERC) da lavarout eo dizalc’hourien istorel an tu-kleiz hag un toullad hiniennoù ha strolladoù bihanoc’h. Ar strollad CUP (Candidatura d’Unitat Popular) zo bet gouest evit an eil gwezh da sevel ul listennad evit ar parlamant katalan, gouez d’ar sontadegoù e tremenfe eus 3 c’hannad da 9 ! Ur pezh lamm an hini eo evit ar c’hCUP a embann divezh bezañ evit ur republik katalan dizalc’h, gwregelour ha sokialour eus Perpinyà da Alacant.

Ne chomfe nemet 55 sez d’ar muiañ evit ar re a fell dezho e talc’hfe Katalonia da vezañ dindan galloud Madrid,  da lâret eo : sokialourien, ha mirourien ar PP…

Ne ouzer ket avat ar pezh a ray an talbenn anvet « Catalunya Sí Que Es Pot » a chom amsklaer he frezegenn diwar-benn an dizalc’hiezh, enni e kaver komunourien ar PC kozh, ar re c’hlas hag ar strollad Podemos. Etre 12 ha 15 sez az afe gante.

Mard eo sklaer bremañ ez eus chañsoù bras ez afe ar muiañ niver gant an div listennad dizalc’hour ez eo anat ivez ez eus daou hent disheñvel evit tizhout ar pal. « Junts pel Si » a ginnig marc’hata gant Madrid pa soñj pennoù ruz ar c’hCUP ez eo ret diskleriañ dizalc’hiezh ar vro da heul disoc’h ar votadeg hep marc’hata tra ebet.

Deus e du gouarnamant Madrid en doa roet da c’houzout e lakafe un termen da statud emrenerezh Katalounia evit mirout ouzh ar gouarnamant dizalc’hour da glask lakaat e pleustr e raktresoù.