Tag

gouel etrekeltiek an Oriant

Browsing

Stourmerien ha stourmerezed an tu-kleiz dizalc’hour, Unvaniezh Studierien.rezed Breizh a bed ac’hanoc’h da vanifestiñ disadorn en Oriant evit an abegoù a heul : 

Ar bloaz mañ evit Emvod ar Gelted en Oriant eo bet lakaet broad Galiza da gouviad a enor, an darvoud meur se gouestlet d’ar sonerezh a servij da lakaat war wel dibarderioù ar pobloù kelt hag e ro tro ur wezh ar bloaz da bouezañ war identelezh broadel an holl vroadoù a gemer perzh.

Xunta Galiza, da lavarout eo, gouarnamant lec’hel Galiza en deus kemmet an titl ofisiel implijet evit pediñ pobl Galiza d’an Oriant, da lavarout eo evel broad, ur ger erlerc’hiet gant ar ger «tiriad» , kement se en deus lakaet kalz a dud oberiant war dachenn ar sevenadur hag ar politikerezh e Galiza da embann e oant nec’het.

Evel Breizhiz ez omp ken feuket hag int bet. Erru omp skuizh gant ar prezegennoù ensavadurel e Galiza evel e Breizh a laka ac’hanomp a live gant « rannvroioù » pe « tiriadoù » gall pe spagnol.

Disheñvel mik eo ar gwirvoud, broadoù hep stad zo ac’hanomp, ha Galiza ha Breizh zo hor broioù-ni. Ma nac’h hor gouarnamantoù lec’hel da implij an termenoù se ez eo evit ma na vije ket lakaet ar gaoz war hor gwir d’en em dermeniñ, da lâret eo war hor gwir da zibab hon unan peseurt emc’houarnamant hon eus ezhomm.

Youl skinwel Pariz da lakaat diwar wel kement giton stourm evit unvezh tiriadel Breizh evel hini ar gevredigezh « Breizh Unvan » zo un doare splann all da ginnig ac’hanomp evel tiriadoù simpl gant dibarderioù arzel pe war dachenn ar sonerezh pe c’hoazh Evel m’en lavar Frañs 3 evel «Proviñsoù Kelt» ha pas  anat deoc’h evel broadoù hep stad.

Evel an holl vroadoù hep stad hon eus ar gwir da zibab peseurt derez a souvereniezh ensavadurel hon eus ezhomm, hag an dizalc’hiezh zo unan e-touez dibaboù all.

Fellout a ra deomp deomp adembann ez eo stag ar gwir d’en em dermeniñ ouzh hor stourmoù evit ar justis sokial, an endro, ar stourm evit ar frankizoù forañ hag enep ar faskouriezh, al labour, an ingalded etre ar baotred hag ar merc’hed, dibenn gwallziforc’hioù an ozac’hiezh.

Setu ma kinnigomp d’en ober d’ar Vreizhiz/Breizhadezed ha d’ar C’haliziz ha Galizianadezed  ha da zont gant o familh, o binviji sonerezh hag ur barrad imor vat d‘ar sadorn 10 a viz Eost da 3e30 dirak Ti-Kêr an Oriant evit degas da soñj da Xunta Galiza ha da Rannvro Breizh hor bo ar gwir da viken da zibab hon dazont broadel.

Perzh eo an tolpadeg se deus ar c’houlzad evit gervel da vanifestiñ e Naoned d’an 28 a viz Gwengolo evit unaned hor bro hag ar gwir da zibab.

En galego

Este ano o Festival Intercéltico de Lorient ten a Galiza como nación convidada. Este grande encontro musical permite salientar a singularidade dos pobos celtas e suliñar o carácter nacional dos diferentes pobos participantes unha vez ao ano.

Porén, a Xunta de Galiza rebaixou a cualificación pola que o pobo galego estaba convidado a Lorient, quer dicir, como nación, mudando ese termo polo de “territorio”, feito que provocou o malestar de numerosas activistas culturais e políticas galegas. Como pobo bretón, compartimos a súa indignación. Estamos fartas de discursos institucionais que, tanto na Galiza coma na Bretaña, nos presentan como simples “rexións” ou “territorios” pertencentes ao estado francés ou español.

A realidade é ben diferente, somos nacións sen estado, a Galiza e a Bretaña son os nosos países. Se os nosos respectivos gobernos non queren nomealas así é por compracer a Madrid ou a París que pretenden asimilarnos e, ante todo, non queren que se evoque o noso dereito á autodeterminación, é dicir, a decidir por nós mesmas que forma de autogoberno precisamos.

A vontade do goberno de París de facer desaparecer do desfile das nacións celtas calquera bandeirola reivindicativa ou a prol da unidade territorial da Bretaña, como foi o caso da asociación Bretagne Réunie (Bretaña Reunificada), é outra mostra desta tendencia a presentarnos como meros territorios típicos cunha forte personalidade musical e artística, ou como di a cadea France 3, “provincias celtas”, e non como nacións sen estado.

Como todas as nacións sen estado, temos o dereito a decidir que grao de soberanía institucional precisamos e, entre elas, a independencia. Desexamos reafirmar que ese dereito á autodeterminación é indisociábel do noso combate pola xustiza social e ambiental, a oficialización real das nosas linguas, a loita polas liberdades públicas e contra o fascismo, o emprego, a igualdade, a fin das discriminacións do sistema patriarcal.

Por iso convidamos as bretoas e galegas este sábado 10 de agosto ás 15h a reunirnos diante do concello de Lorient con música, en familia e ambiente festivo, e lembrarlles á Xunta de Galiza e ao Consello Rexional da Bretaña que temos o dereito imprescritíbel a decidir cobre o noso futuro nacional.

Inscribimos esta iniciativa reivindicativa no contexto das dinámicas das manifestacións “Polo dereito a decidir e a unidade da Bretaña” que terá lugar o 28 de setembro en Nantes.

D’an 11 a viz Eost ur c’hant den bennak a oa deuet da vanifestiñ en Oriant da vare emvod meur ar gelted a-benn sachañ evezh war an diforc’hioù statud etre Breizh ha Kembre ( ar vro lakaet war wel ar bloaz mañ gant aozerient gouel bras An Oriant ) . Kalz anezho a oa yaouank tre, en o zouez e oa perzhidi ar strollad “Bak e Brezhoneg” hag o doa graet kement a drouz e dibenn ar bloavezh skol.

Dindan an heol ha dirak sellou sabatuet an douristed o doa ar vanifesterien azgoulennet ar gwir evit ar vretoned da reiñ o soñj diwar-benn dazont o bro , ha kement-se deus Brest da gKlison. Plantañ tem ar gwir d’en em dermeniñ evel pobl e deiziataer politikel ar vro a chom unan deus o faliou pennañ.

Aozerien an dibunadeg a felle dezhe tennañ gounid deus an darvoud evit brudañ ar vanifestadeg a vo e dibenn miz Gwengolo e Naoned.

Meur a bennad a oa bet er c’helaouennou lec’hel da heul ar vanif, traktou evit manif an Naoned dasparzhet e kêr ar vorlued, un disoc’h dereat evit ar vanifestafeg bolitikel gentañ aozet e-pad gouel an Oriant abaoe 2005.

Evit klozañ ar vanifesterien o doa kemeret a gaoz e galleg hag e brezhoneg. Ur brezegenn leun a breder eo a ginnigomp deoc’h amañ :

 

Trugarez da vezañ holl amañ hiziv evit un tolpadeg ispisial ha divoutin kar ne c’houlennomp mann ebet digant ar stad-c’hall.

Amañ emaomp evit embann e rank pobl Breizh bezañ gouest da implij he gwir d’en em dermeniñ, he gwir da dermeniñ ledander hor bro hag ar barregezhiou a fell deomp mestroniañ hon unan.

D’ar c’houlz ma klever politikerien a-vicher hep resped ebet o kaozeal diwar-benn an eurorannvro hag an emglev jirondin a faot dezhe marc’hata hep goulenn hor soñj e fell deomp adembann sklaer e rank pobl Breizh reiñ hec’h ali hag e rank en em aozañ evit bezañ klevet.

A-benn en em aozañ evit sevel hor bro deus Brest betek Klison arabat eo doujañ ouzh reolennoù ur c’hoari a zo bet mestroniet gant ar stad. Hervez bonreizh 1958 n’eus ket deus hon fobl. Dav eo tremen e biou d’al lezennou hag aozañ dre ret ur referandom war vreizh a-bezh. Karout a rafemp klevet ar re a gomz en hon anv reiñ o soñj diwar-benn hor azgoulenn diazez : ha rankout a reer goulenn ali pobl Breizh pe daoust hag e ranker kenderc’hel d’ober fiziañs da dilennidi ha lezennou zo aze a-benn lakaat ac’hanomp da lonkañ sav-poent Pariz ?

Ne servij da netra goulenn muioc’h a c’halloudou evit Breizh ma n’omp ket gouest da sammañ hor girriegezhioù a-benn implij amañ hor gwir da zibab hep aotre Pariz.

Pa fell d’ur bobl bezañ anavezet evel pobl n’he deus nemet un hent, hini an disujidigezh !

Hon istor arnevez zo leun a skoueriou kentelius a ziskouez e ranker disentiñ a-benn lakaat an demokratelezh da vont war-raok kement hag hon gwiriou broadel:

E 1924 : Jozefin Pencalet stourmerez , komunourez, sindikalourez ha gwregelourez eus Douarnenez a oa bet dilennet er c’huzul-kêr pa n’o devoa ket ar merc’hed ar gwir da vouezhiañ na da vezañ dilennet. Ar c’huzul-stad eo a nullo he dilennadeg met dre oberennou evel-se e oa bet tizhet gwiriou diazez gant ar merc’hed !

E 1934 : 346 kumun eus Breizh, en o zouez re deus Bro Naoned o doa votet melladou evit ma vije kelennet brezhoneg er skoliou hep aotre Pariz. Muzuliañ a reer hiziv an deiz an hent bet graet e pennou an dud.

E 1977 : Ar skol Diwan gentañ a oa bet digoret e Gwitalmeze, hep goulenn tamm aotre ebet kar ne felle ket d’ar stad reiñ plas d’hor yezh en deskadurezh. Ha gouzout a rit petra eo deuet da vezañ goude !

E 1984 : Stoumerien ha stoumerezed Stourm ar Brezhoneg o doa duet ar pannelou hent kentañ, a-drugarez dezhe ar stad en doa ranket ar bloaz mañ sentiñ ober ur plas d’an divyezegezh war an hentou zo meret ganti. Deomp ni da deurel evezh evit ma vo ar memes gwiriou gant annezidi bro-Naoned.

E 1994 : Kuzul-rannvro Breizh pevar departamant en doa roet ur yalc’had evit krouidigezh al lise Diwan kentañ e Karaez daoust d’al lezenn Falloux. Lez-varn ar melestradurezh a oa bet rediet gant ar prefed, anezhañ ur gwir koñsul e Breizh, da nullañ ar yalc’had. Da heul ar stourm a oa bet kaset gant ar bobl e oa bet kavet diskoulmoù. Aliañ a reomp d’ar re zo e penn ar rannvro d’ober kement all hiziv en ur reiñ ur yalc’had dreistordinal da zDiwan evit an distro-skol evit chom a sav gant ar c’hevratou sikouret ha postou-labour bresk an implijidi na gelennont ket. Trawalc’h gant ar c’homzou brav, fellout a ra deomp gwelet oberennou a zisujidezh fetis kaset e fas Pariz, o bonreizh hag o lezennou na zereont ket ouzh hor gwirvoud !

E miz Even 2017 : 15 lisead eus Diwan o doa lakaet o dazont en arvar en ur rentañ kopiennou zo e brezhoneg daoust da emzalc’h negativel an deskadurezh-stad. An oberenn stourm-mañ n’en doa ket miret oute da gaout o diplom ha talvoudus e oa bet da lakaat war wel ar gwir da vezañ skoliataet e brezhoneg deus ar skol-vamm d’ar skol-veur e yezh ar vro en mod poellek.

Klevet meump kalz deus ar bolitikourien lec’hel oc’h estlammiñ dirak kalon al liseidi. Ra vefont awenet gante en ur zisentiñ , en ur aozañ ur referendom a-gevred gant kevredigezh sivil Breizh gant pe hep aotre Pariz , evit tabutal diwar-benn tachenn hor bro hag ar barregezhiou a souvereniezh a rankomp mestroniañ.

Ar gembreiz o doa gellet votiñ e 1979, 1997 ha 2011 war ar ar barregezhioù mestroniet gant o farlamant, ha bremañ o deus ar gwir da reiñ o soñj diwar-benn ar politikirezh yezh, ar skoliou, met ivez al lojeiz, an treuzdougen….

Lod a zo o kabaliñ evit ma vo ur referendom all e Kembre, evel ma zo lod o c’houlenn e vefe goulennet ali pobl Iwerzhon diwar-benn an harz hag unaniezh an enezenn. E dibenn miz Gouere 15 000 den o doa dibunet e Inverness da c’houlenn groñs ma vo un eil referendom war dizalc’hiezh Skos.

Diwar skouer ar gatalaniz 10 miz zo e rankomp aozañ amañ e Breizh ur vreutadeg ledan ha trouzus war ar gwir da zibab a zo kement broad hep stad , evit ma vo un eskemm bev ha frouezhus er gevredigezh a-bezh e-mesk ar sitoaiened evit paouez gant bonreizh 1958 ha sevel amañ e Breizh ur gevredigezh reizhoc’h hag un demokratelezh tost deus ar bobl.

Barrek omp da lakaat ar stad da vont war gil un tamm pe da vat war raktresou evel hini aerborzh Kernitron-al-lann , ar raktresou mengleuzioù pe pa fell d’he servijou serriñ gwiliouderezh Gwengamp. Pa stourm ar vretoned ez a ar stad war gil.

D’ar bobl eo da hadañ dre ar stourm greun an vreutadeg ledan a rankomp kaout diwar-benn ar gwir da zibab deus Brest betek Klison ! Manif hiziv n’eo nemet ul lankad a-raok manif Naoned d’an 29 a viz Gwengolo !

Deuit ganeomp ha stourmomp asambles betek an trec’h ! “

Ar adeg pan fo llawer o’r gwleidyddion proffesiynol yn siarad am y cytundeb asgell-dde Ffrengig neu am y Rhanbarth Ewropeaidd yn cysylltu Cymru a Llydaw, mae ymgyrchwyr Undeb Democrataidd Llydaw am ein hatgoffa y bydd yn rhaid, yn hwyr neu’n hwyrach, roi llais i bobl Llydaw. Dyma paham y mae’r UDB yn eich gwahodd i ddod i an Oraint (Lorient) i wrthdystio ar 11 Awst, 2018, yn ystod cyfarfod blynyddol y Celtiaid, sydd eleni yn rhoi sylw i Gymru. Y refferendwm ar ddatganoli fydd un o’r pethau pennaf a gaiff sylw yn y gwrthdystiad yn Naoned (Nantes) ar ddiwedd mis Medi. Dewch i an Oriant i brotestio !

AILUNO LLYDAW, Y LLYDAWEG … GWNAWN Y DEWIS YN LLYDAW ! YMGYNNULL AR 11 AWST YN AN ORIANT (LORIENT) ADEG GŴYL Y CELTIAID !

Yn dilyn y brotest o blaid y Llydaweg a gynhaliwyd pan agorwyd Gŵyl yr Erer Kozh, ac wrth ddisgwyl am yr un yn Naoned ar 29 Medi, galwn arnoch i orymdeithio o Sgwâr Neuadd y Ddinas, an Oriant, ar 11 Awst am 3pm.

Eleni mae Gŵyl Ryng-Geltaidd an Oriant wedi estyn gwahoddiad i Gymru. Mae Cymru yn wlad â senedd lle y mae grymoedd iaith, yn wlad sydd wedi rhoi statws swyddogol i’r Gymraeg, ac yn wlad lle y mae’r iaith yn yr ysgolion. Rhoddwyd cyfle i’r Cymry i ddweud eu barn ar ddatganoli mewn refferendwm yn 1997, ac yna yn 2011. Gall Cynulliad Cenedlaethol Cymru, yn eu siambr bleidleisio, sef y Senedd, bleidleisio mewn amryw feysydd, rhai a benderfynwyd gan senedd Prydain Fawr. Mae tuag uagin o feysydd lle y mae’r Cymry’n gwneud eu penderfyniadau eu hunain; yn eu plith mae tai, iechyd, twristiaeth, cymorth cymdeithasol a chludiant. Mae Llydaw ymhell ar ei hôl gyda golwg ar rymoedd o’r fath. Rydym am fanteisio ar Ŵyl Ryng-Geltaidd an Oriant, sydd yn fan cyfarfod rhyngwladol, i dynnu sylw at y diffyg sofraniaeth amlwg yn Llydaw. Rydym am ddatgan ei bod yn rhaid gofyn barn pobl Llydaw am ei thiriogaeth ac am y grymoedd y gallai Llydaw ei hun fod yn gyfrifol amdanynt, rhai’n ymwneud â pholisïau iaith yn eu plith. Fel y dengys ymgyrch ysgolion Diwan i gael statws cyfreithiol lleol dilys, neu agwedd negyddol gwladwriaeth Ffrainc at yr hawl i ysgrifennu ein henwau cyntaf yn y ffordd gywir, neu benderfyniad yr awdurdodau addysg i’n rhwystro rhag sefyll arholiadau’r fagloriaeth a diploma’r brevet yn Llydaweg, ymddengys mai brwydro yn unig yw ein dyfodol. I gloi, galwn ar bawb sydd yn cytuno â ni i drefnu mwy o achlysuron fel yr un yn yr haf yn an Oriant, ac i fynd, un ac oll, i Naoned ar 29 Medi, er mwyn galw ag un llais, ac yn groch, am ein hawl i ddewis ac i gael Llydaw wedi ei hailuno. Erfyniwn ar fynychwyr yr Ŵyl, y cerddorion, y dawnswyr, ein cyfeillion o Gernyw, o Galisia, o Astwrias, o Gymru, o Iwerddon, o’r Alban ac o Ynys Manaw, i ymuno â ni yn y digwyddiad hwn. Bydd croeso i deuluoedd i ddod i ddatgan â gwên fod yn yr ŵyl yn dda ond bod yr ymgyrch yn dda hefyd! Llydaweg swyddogol o Frest hyd Klison (Clisson) ! Fel yng Nghymru, dewiswn ein dyfodol !

D’ar c’houlz ma komz kalz ar bolitikerien a-vicher deus an emglev jirondin, pe deus an Eurorannvro etre Kembre ha Breizh setu ma tegas d’hor soñj stourmerien ha stourmerezed Kenurzhierezh Demokratel Breizh e vo ret d’ur mare bennak reiñ ar gaoz da bobl Breizh.

Sed aze o arguzennou a-benn ho pediñ da vanifestiñ en Oriant d’an 11 a viz Eost e-doug emvod meur ar gelted a vo gouestlet da gembre ar bloaz mañ.

Tem ar  referendom emaozet a vo unan eus azgoulennou pouezusañ manif an Naoned e-dibenn miz Gwengolo.

Deuit da vanifestiñ en Oriant !

ADUNVANIDIGEZH, BREZHONEG… DIBABOMP E BREIZH ! 
TOLPADEG D’AN 11 A VIZ EOST EN ORIANT DA VARE GOUEL AR GELTED !

Da heul ar vanifestadeg evit ar brezhoneg bet dalc’het da vare digoradur an Erer Kozh hag en sell da hini Naoned a vo dalc’het d’an 29/09 e pedomp ac’hanoc’h da zibuniñ adalek plasenn an ti-kêr d’an 11 a viz Eost da 3e00 en Oriant.

Gouel Etrekeltiek an Oriant en deus kouviet Kembre, ur vro a ver ur parlamant gant barregezhioù yezh, a ro ur statud ofisiel d’ar c’hembraeg ha barregezhioù skol peogwir en doa gellet pobl Kembre reiñ he soñj e 1997 ha 2011.
Ar Senedd, bodadenn vroadel Gembre a c’hell ivez votiñ lezennoù diwar-benn un toullad poentoù termenet gant parlamant Breizh-Veur. E-mesk an ugent barregezh bennak meret gant ar gembreiz o unan e c’hellomp notenniñ da skouer : hini al lojeiz, ar servijou yec’hed, an touristelezh, ar skoazell sokial, an treuzdougen… Pell emaomp eus ar barregezhiou a c’hell dibab Breizh…

Fellout a ra deomp tennañ splet deus Gouel Etrekeltiek an Oriant hag a zo an emgav etrebroadel bras evit sachañ evezh war an diouer splann a souvereniezh evit dibab e Breizh.
Fellout a ra deomp embann e ranker goulenn ali pobl Breizh diwar-benn he zakad hag ar barregezhioù a c’hellfe merañ hec’h unan penn, en zouez barregezh ar politikerezh yezh.
Kar evel m’en diskouez stourmadeg ar skolioù Diwan evit ur gwir statud publik lec’hel pe emzalc’h negativel stad-sivil ar Frañs evit skrivañ en un doare reizh hon anvioù bihan pe dibab an akademiezh da viret ouzhomp da dremen ar bak pe ar breved e brezhoneg : ar stourm a seblant hon dazont nemetañ.

Evit echuiñ e c’halvomp an holl dud a soñj eveldomp da lieskementiñ an emgavioù evel hini an Oriant e-pad an hañvezh evit mont gwitibunan d’an 29 a viz Gwengolo da Naoned a-benn azgoulenn war un ton bras hor gwir da zibab hag hor c’hoant da welet Breizh unvan.

Pediñ a reomp ar festivalourien, ar sonerien, an dañsourien, hor mignoned eus Kerne-Veur, Galiza, Asturies, Kembre, Iwerzhon, Skos hag enez Vannav da zont ganeomp evit an emgav-se, hag a vo degemerus evit ar familhoù, evit embann gant ur mousc’hoarzh : ar gouel zo reizh met ar stourm zo ivez !

Brezhoneg ofisiel deus Brest betek Klison !

Evel e Kembre dibabomp hon dazont !

Kenurzhierezh Demokratel Breizh

Deuit d’an Oriant d’an 11 a viz Eost da c’hortoz manif Naoned ha da vrudañ mennozh ar referendom !

Kalz a vretoned o deus dalc’het soñj eus Bagad Guirab , ur strollad sonerien Palestinian a zo e gwrizioù e kamp repuidi Burj Al Shamali e bro Liban. E 2007 o devoa dibunet e gouel etrekeltiek an Oriant hag an dud o devoa desket evel-se ez eus eus un hengoun seniñ binioù bras e Palestin. Hevez lod ez eo un hengoun a gozh adnevesaet da vare ma oa ac’hubet Siria ha Palestin gant arme « Breizh-veur » , ul lu hag a implij binioù bras ar skosiz.

Fellout a ra da sonerien ha sonerezed Guirab krouiñ ur studio enrollañ e Burj Al Shamali . Evit en ober o deus ezhomm arc’hant setu m’o deus roet lans d’ur choulzad arc’hantaouiñ dre ar genrouedad. Evit kreñvaat al liammoù etre pobl Palestin ha hini Breizh e ranker tremen dre aze.

Harpet int gant gant skourr lec’hel ar gevredigezh «  France Palestine » e departamant ar Morbihan.

AFPS Lorient / – Cité Allende – 12 rue Colbert / 56100 An Oriant