Tag

gouennelouriezh

Browsing

Touellerezh an dilennadegoù: Ar gwir ’zo gant Trump

Gant Robert Neal Baxter ( Stourmer komunour ha dizalc’hour deus Galiza, kelenner , ezel Unvaniezh Pobl Galiza)

Robert Neal Baxter .

D’an 3 a viz Du e oa bet lakaet fin d’an argerzh hir-kenañ  evit dilenn ar Prezidant a reno war douar ar re dieub ha kêr ar re galonek, hervez pozioù kan broadel $tadoù-Unanet AmeriKKKa. Diaes chom hep her goût.

 

Ha koulskoude, marteze a-walc’h ne oar ket kement all a dud e oa bet disklêriet Luis Arce evel Prezidant Stad Liesvroadel Bolivia nemet pemp devezh war-lerc’h, aet ar maout gant e strollad, Luskad war-du ar Sokialouriezh (MAS-IPSP), tapet gantañ 55% eus ar mouezhioù ha gant ur feur mouezhiañ en tu all da 88%. Koulz e eil kambr an Dael hag eben ec’h eas kalz war ledanaat muiañ-niver ar strollad gant da benn Evo Morales, hag evit ar wezh kentañ ez eus muioc’h a vaouezed er Sened hag a baotred. Ha koulskoude, daoust d’an istorel m’eo ar fedoù-se, n’o deus ket ar araezioù brizhkehentiñ sistemek gouestlet kalz a blas nag a bouez dezhe er c’heleier.

War a seblant, n’eus nemet un dra a rankfemp an holl bezañ chalet ganti: anv an hini a vo lakaet da bennrener nevez ar pezh a ra lod ‘ar bed dieub’ anezhañ, evel ma vefemp o vevañ c’hoazh da vare ar Brezel Yen. Fellout a reer lakaat ac’hanomp da grediñ e cheñcho pep tra en Ti Gwenn, ur wezh staliet un impalaerour nevez a-drek ar Burev Hirgelc’hiek, kalz sichantoc’h ar wezh-mañ avat.

Ken brein eo sistem politikel ar Stadoù-Unanet m’eo diaes goût dre belec’h kregiñ: goubrenerezh, kleptokratelezh hag interestoù kuzh al lobbioù ekonomikel hollc’halloudus, iriennelouriezh damfaskour QAnon, torgammerezh ar mediaoù hag ar c’heleier faos (fake news), poblelouriezh eus an eil tu hag egile, amoedigezh dañjerus ar Prezidant kent ha sionegezh arfoll ar Prezidant nevez pe c’hoazh ar gouennelerezh gwriziennet don er vro, lakaet termen d’an disparti dre lezenn etre ar re wenn hag ar re du 50 vloaz ’zo nemetken ha na vo ket skarzhet da vat diouzh penn an dud a-drugarez d’an pebeiladur enepdemokratel etre ar re ruz hag ar re c’hlas, hag all, hag all.

Amañ avat e fell din komz diwar-benn mont en-dro an dilennadegoù ar vro a gred embann ec’h eo anezhi penndifennourez hollvedel an demokratelezh ha ne chom ket da dortal o lakaat an demokratelezh-se da dalvezout dre ar bed a-bezh gant daolioù misil, jahinerezh, o kenlabourat gant renadoù faskour evit mac’homañ o fobloù, dre sparfañ napalm ha kontammer orañjez pe dre nerzh ar bombezennoù atomek zoken… Pep tra e anv an demokratelezh hag ar frankiz.

 

We the people. Ni, ar bobl. Setu penaos e tigor Bonreizh ar Stadoù-Unanet sinet e 1787. Setu penaos e tigoras ivez e brezegenn gentañ Joe Biden evel Prezidant dilennet, en ur disklêrian e oa un ‘trec’h evidomp-ni, ar bobl”. Ouzhpenn 200 vloaz warlerc’h eo ur gwaz gwenn a renkad etre an hini a gred kaozeal e anv ar bobl-holl adarre, daoust ha m’eo gwir m’en deus dibabet ur vaouez du he c’hroc’hen evit c’hoari ur rol a eil renk. D’an nebeutañ eo aet an traoù un tammig war-raok er Stadoù-Unanet a-hed ar c’hantvedoù memestra, rak n’halle ket ar maouezed votiñ eno betek 1920, en ur c’hoût ne c’helle votiñ nemet ar wazed perc’hentiezh gante betek 1856 ivez. Ha ne oa nemet pa oa bet lakaet e pleustr Lezenn ar gwirioù mouezhiañ e 1965 ma oa bet diskaret da vat an holl skoilhoù a harze ouzh ar re du da votiñ.

 

Reizh ha dereat eo kaozeal eo anv ar bobl pa vez dilennet ar Prezidant ganti en un doare peurdemokratel, dres evel ma c’hoarvezas e Bolivia. Hogen, pa gred kaozeal Prezidant SUA e anv ar bobl, emañ o treuzpiaouañ he mouezh pa seller pizh ouzh an divigadoù a bep seurt a gaver don-don e reizhad an dilennadegoù er vro-se.

 

Meur a skoilh e gaver war an hent pa feller lakaat e pleustr ar gwir da votiñ eno. Da-gentañ-holl e ranker en em enrollañ. Sañset eo digoust, met dre ma n’eus er vro-se kartenn-anv ret ebet ec’h implijer peurliesañ an aotre-bleniañ evit gwiriekaat identelezh an den-mañ’n-den (pe c’hoazh un aotre-armoù a-wezhioù…). Kement-mañ a dalvez da damouez evit lakaat er-maez tud gante ar gwir da vouezhiañ eus gennadoù resis ar boblañs, dreist-holl ar re ouennekaet peogwir eo teir gwezh izeloc’h an niver a dud afro-amerikan gante un aotre-bleniañ evit ar re wenn. Evit gwashaat an traoù, e karterioù resis ’zo eo bet serret ar burevioù karget da reiñ an dielloù ret ivez. An disoc’h: hervez ur studiadenn embannet e 2012, ne oa ket enrollet 24% eus an dud gante ar gwir da votiñ, d.l.e. 51 milion a dud en holl.

 

War-lerc’h e ranker gouzañv lostadoù-tud hir meurbet dirak al lec’hioù-mouezhiañ, dreist-holl evel-just er c’harterioù ma vez kalz a dud ouennekaet. Hag e stadoù evel Texas e oa bet aotreet staliañ ur post nemetañ e pep kontelezh evit ar votoù dre bost, en ur c’hoût e c’hellont tizhout 5,000 kilometr karrez. Gwezh ha gwezh all e vez kemmet ivez bevennoù an takadoù-mouezhiañ evit ma vo gounezet lec’hioù a-bouez gant strollad pe strollad.

 

Meur a sil bras all en deus ar reoliad evit gallout mont e-biou da volontez wirion ar bobl ha da bennaenn diazez ‘un den, un vot’. Souezhus e c’hellfe kavout an nen ar fed ma oa teuas Trump da vezañ Prezidant e 2016 daoust ha ma’c’h eas gant Hillary Clinton al lodenn vrasañ eus ar pezh a reer ar vot poblek anezhañ, tapet ganti kaze 3 milion a vouezhioù muioc’h evitañ. An abeg a gaver e reoliad ar c’holajoù dilenn, ma vez anvet gant pep stad un toullad dilennerezed/ion fiziet ar vot enne, en holl 538 anezhe nemetken. Evel-se n’he deus ket pep mouezh ar hevelep talvoudegezh, rak pouezañ a ra kalz muioc’h ar votoù  a seurt-se evit re hiniennel ar bobl. Da skouer, evit dont da vezañ Prezidant, e  ranke Biden gounez e 270 kolaj, ne vern hag-eñ e tizhfe ar muiañ-niver a votoù poblek pe get.

 

Ma tegouezhfe kemend-all en ur vro bennak eus Afrika, hep mar ebet e tougfe klemm diouzhtu renerion demokratelezhioù frankizour ar C’hornôg en ur damall ar vro da vezañ gwallet ar reolennoù demokratel diazez. Ha koulskoude e kendalc’h U$A d’en em lakaat da skouer penndifenner an demokratelezh hollvedel hep an disterañ mezh.

 

Da heul ar votadegoù, ne baouezas ket Trump da glemmichal, en ur asuriñ e oa bet skoet gant un taol touellerezh. Ha ret eo anzav emañ ar gwir gantañ en ur mod, rak un taol touellerezh eo ar sistem penn-kil-ha-troad.

 

Met arabat faziañ. Gwir eo ec’h eo ur vezh enepdemokratel ramzel mont en-dro an dilennadegoù er Stadoù-Unanet. Met ret eo anzav ivez o deus an holl reoladoù demokratel bourc’hiz ur bern gwikefreoù savet a-ratozh-kaer evit lakaat harz ouzh bolontez wirion ar bobl. Er Rouantelezh-Unanet, da skouer, ec’h implijer ar sistem mouezhiañ unanv muianiverel gant un dro nemeti (first-past-the-post) gantañ da bal lakaat an daoustrolladegezh da beurbadout da viken hag a-drugarez dezhañ e c’hallas Thatcher ren war ar vro gant ur melldorn houarn daoust da vezañ tapet nemet 42,4% eus ar votoù ganti e 1983 en ur stad ma c’hell izili nann-dilennet ar Gambr Uhel, da lâret eo eskibion ha pared hêrezhel (noblañsoù) ha nann-hêrezhel, kas d’an traoñ mennadoù bet votet gant izili dilennet (mod pe vod) Ti ar C’humunioù.

 

Touellerezh ’zo bet, sur ha n’eo ket marteze. N’eo ket Trump an hini ’zo bet touellet avat, met ar bobl gant an demokratelezh bourc’hiz.

Setu un destennig evit kinnig trede kamp emren Plougastell-Daoulaz, un emgav evit deskiñ brezhoneg, un tamm disheñvel deus ar re all. Ma vefec’h o klask unan klaseloc’h e c’hellit tremen dre lec’hienn DAO….

Prest omp (kazimant !) evit glamp 2019 e Feunteun Wenn. Etre an 23 hag an 29 a viz Gouere ‘vo graet, e Plougastell-Daoulaz. Skrivit demp diouzhtu evit lakaat hoc’h anv !

Petra ‘vo graet ?

Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.

Penaos ‘vo graet ?

Etre ar Meurzh 10 hag ar Meurzh 17 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe tri dervezh d’an nebeutañ.

Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp, evit paeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?

War un tiegezh [un ti-feurm, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

Petra ‘zo da c’houzout a-raok dont ?

Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen… Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?

N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da : brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 15 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.
Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp,

Piv omp ?

Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».

D’ar c’houlz ma kaozeer kalz deus ar gwaskerezh anduret gant Carole Rackete Kapitenez ar vag Sea watch 3 pe Pia Klemp heskinet evit abegoù damheñvel gant gouarnamant ar faskour Salvini , dizalc’hourien an tu-kleiz o deus roet lañs d’ur c’houlzad stourm a genskoazell gant ar repuidi e Breizh. Darn deus ar re o deus roet lañs d’ar c’houlzad a ro bod da repuidi en o zi, darn all zo perzh deus unan deus ar c’homiteoù skoazell niverus a vez o vleuñviñ er vro.

Skritelloù, plegoù-dibleg, atersadennoù, emvodoù foran a vo skignet, peget pe aozet er sizhunvezhioù da zont.

Kelaouennoù zo a blij dezhe lakaat war wel an disterañ darvoudig gouennelour pa c’hoarvez e Breizh, evel lid ganedigezh Adolf Hitler gant 20 paour-kaezh den dindan levezon an alkool n’eus ket pell zo e Plelann-Veur pe pa vez embannet c’hoazh hag adarre ur pennad islamgasaour pe enepyuzev gant Boris Le Lay en e gelaouenn Breiz Atao.

N’int ket ken prim o krediñ embann e vez lakaet e pleustr gant Unvaniezh Europa ha Stad-C’hall politikerezhioù enbroañ-divroañ awenet gant an tu-dehoù pellañ, evel m’en prou bered vras ar mor kreizdouarel hag an heskinerezh enep ar re a nac’h ar pezh na c’heller ket asantiñ.

Kentoc’h evit an dreistegezh gwenn hag un emdenn Glas-Gwenn-Ruz ec’h adembannomp pegen pouezus eo deomp e chomfe Breizh un douar bod evit ar repuidi/repuadezed. Setu ma fell deomp evel stourmerien ha stourmerezed deus an tu-kleiz dizalc’hour kemer perzh er c’henskoazell gant an divroidi dre ar c’houzad « #BreizhDigor »

Ha kement-se kar e fell deomp mestroniañ hon aferioù amañ e Breizh, war kement tachenn zo, hini degemer ar repuidi ekonomikel, an hin pe politikel evel ar re all.

 

 

Evel ma lavar kalz deus ar c’hevredigezhioù kenskoazell e Penn-ar-Bed hag a ra war-dro ar repuidi war ar pemdez, en ur daliñ ouzh kudennoù al lojañ, ar skoliata, ar bod, ar gwir da labourat :

« Dirak kudennoù a gaved dezho diskoulmoù a-raok na gaver ket ken hiziv-an-deiz, ur c’henskoazell didrouz dreistordinal a zo lakaet e pleustr en departamant. Dav eo deoc’h , Itron, Aotroù, anavezout an holl labour kevredigezhel kaset a-benn gant miliadoù a geodederien evit ambrougañ, henchañ, harpañ, skoliata …abalamour da vankoù ar stad en hon departamant. »

 

Fellout a ra deomp embann dre ar choulzad-se hor c’henskoazell gant ar repuidi, hag ar re a sikour anezhe en argoad pe e arvor Treger, e skol mod-all ar Menezioù Are, e skouatoù karteroù su Raozhon, e Kevrieg pe Felger, tro-dro da skol-veur Naoned, e kampoù da c’hortoz e Sant-Ervlan…en ur lakaat anezhe war wel hag en ur sikour anezhe deus ar gwellañ.

Daou vloaz zo ez ae ur stourmer anarkour ha dizalc’hour breizhad yaouank da vrezeliñ er Rojava enep DAESH hag o mignoned, evel kantadoù a stourmerien etrevroadelour all el lodenn-se deus ar Siri dieubet gant dispac’hourien Kurdistan.

Ar Breizhad se, Olivier Le Clainche aka Kendal Breizh, zo marvet er stourm e kanton Afrin, dindan bombezennoù turk.

E Afrin e 2015 , ur c’hanton gant un hanter vilion a anezidi  e oa bet degemeret tost da 500 000 repuad disheñvel mat o c’hredennoù, deus pobloù liesseurt, en desped d’an diouer splann a arc’hant ha d’ar brezel.

Emvelestradurezh ar Rojava a vroud ar c’henskoazell etre ar pobloù hag an dud. Ur sifr da brederiañ diwar-e-benn ha da zerc’hel soñj dioutañ pa gred lod zo amañ komz deus aloubadeg enbroañ-divroañ.

 

 

6 vloaz zo ur Breizhad yaouank all a varve dindan taolioù ar faskourien e stradeoù Pariz, Clement Meric e anv. Setu ar pezh a skrive e vignoned deus Action Antifasciste Paris Banlieue

« E-pad tost ur bloaz e stourmas ganeomp ,e Pariz, er bannlev , evit chom hep lezel ar straed d’an tu-dehoù pellañ, gant ar repuidi pourchaset hag heskinet gant ar polis, gant strolladoù deus ar c’harteroù pobl oc’h en em aozañ evit azgoulenn gwirionez ha justis evit ar yaouankizoù gwallgaset gant ar polis, hag enep an holl voustradurioù ha gwallziforc’hioù.

Hor c’henstourm en doa kaset anezhañ da gejiñ d’ar 5 a viz Even 2013, 6 vloaz zo gant skinheadoù nazi a zouge faro rochedoù gant arouezioù ha luganioù faskour ha gouennelour. Perzh e oant deus ar strolladig faskour « Trede Hent », renet gant Serge Ayoub, a gaver alies e roud e afeioù muntr ha tagadennoù enep stourmerien enepfaskour. D’an devezh-se e oa bet anavezet evel stourmer enepfaskour ha setu ma oa bet tizhet, taget ha skoet e kreiz e fas gant harp un « dorn amerikan » ha lezet semplet war al leur. Marvet eo Clement kar ne felle ket dezhañ soublañ »

Bezomp dellezek eus Olier Kendal Breizh hag eus Clément , na soublomp ket.

Harpomp ar re kap d’en em aozañ amañ e Breizh daoust da skoilhoù servijoù kreiz ar stad a-benn degemer ar re a glask achapiñ deus ar brezelioù impalerour hag ar vizer. Na soublomp ket, biken. Digor e chomo Breizh !

 

Breizh o Stourm

 

En em gannañ a raimp c’hoazh e Sant-Albin-an-Hiliber ?

Gouzout a ouzer eo brudet an var gumun abalamour d’an emgann etre armeou Breizh ha bro-C’hall bet dalc’het war dachenn ar gumun e 1488  a lakaas un termen da zizalc’hiezh hor bro.

Er gumun-se avat e teuio Marine Lepen da zerc’hel ur meeting a-benn reiñ lañs da goulzad kabaliñ he strollad evit an dilennadegoù kêr, ha kement-se d’ar Sadorn 26 a viz Here da 12e.

Met Sant Albin n’eo ket Brignoles ha setu m’eo displijet annezidi zo eus ar gumun gant ar fizkoan aozet gant an tu-dehoù pellañ. En em glevet int evit taliñ eus bezañs Marine Lepen hag he mennozhioù gouennelour, kouviet o deus strolladoù ha sindikadoù ar vro da zibuniñ gante evit mirout ouzh an FN «  da lakaat e nerzh da greskiñ e Breizh ».

« N’eus ket ur boubelenn eus Breizh, n’o deus nemet da zerc’hel o loustonioù e Bro-C’hall » eme lod… evit adkas da soñj, gant fent, o doa nac’het ar vretoned e vije douaret loustonioù war dachenn an emgann istorel.

Dizalc’hourien an tu-kleiz o deus roet da c’houzout e teufent da gemer perzh er vanifestadeg a-enep ar faskourien a vo dalc’het d’an devezh se da 1e30 GM (emgav dirak an ti-kêr da 12e30 evit ur pik-nik) evel un toullad strolladoù all.

Keleier Breizh dieub ha sokialour

 

Mont a ray dizalc’hourien an tu-kleiz da vanifestiñ ‘benn arc’hoazh e Karnod a-gevred gant annezidi ar gumun hag ar strolladoù politikel all  a-benn enebiñ ouzh an nazied a zalc’ho un emvod er memes parrez.

D’ar c’houlz ma vez kreñvoc’h c’hoazh an enkadenn ekonomikel arabat eo deomp lezel an tu-dehoù pellañ hadañ  didrabas e vennozhioù gouennelour  e Breizh pe e lec’h all.

Emgav da 3e GM dirak an ti-kêr.