An dud deuet mennet da zeskiñ gouezeleg Enez Vanav a c’hell, ouzhpennn d’ar c’hentelioù, mont da heuliañ ur staj hir en hañvezh, evel ma c’heller ober amañ e Breizh gant staj KEAV da skouer.
‘Scoill Souree’ a dalvez « Skol Hañv » a oa bet lakaet e plas gant Culture Vannin e 2023 gant daou live ha 20 studier. Hevlene avat ez eus bet kinniget 8 live heuliet gant 75 den. Ur c’hresk ha n’eo ket dister.
An div drederenn eus studierien ar bloaz-mañ zo o chom war an enezenn, al lodenn ziwezhañ a oa deuet eus Iwerzhon, Bro-Saoz, Kembre, Skos hag ar Stadoù-Unanet.
Dre ma ‘z eus bet er memes koulz deus Yn Chruinnaght (an Emvod) ur c’helchiad abadennou tro-dro d’an dañs ha d’ar sonerezh kelt, o doa gellet perzhidi ar staj war ar yezh kemer perzh ivez en darvoud mañ.
2 223 annezad eus an Enezenn a lavar bezañ gouest da lenn, komz pe skrivañ ar yezh e niveradeg 2021.
En distro-skol e 2023 64 skoliad kentañ derez a oa e Bunscoill Ghaelgagh. Darn eus an dañvezioù studiet a c’hellont heulian en eil derez e Manaveg. Ur mil skoliad all a dap kentelioù tañva d’ar Gaelg Vanninagh er skolioù all.
E 1974 e varvas Ned Maddrell ar gouezeleger a-vihanik diwezhañ. Abaoe e talc’h brogarourien an enezenn da dreuzkas ar yezh e doare pe zoare.
Ma fell deoc’h klevet gouezeleg Manav komzet e c’hellit tremen dre al lec’hienn mañ a ginnig podkastou bep sizhun.
