Tag

justis

Browsing

Galvet eo ar bobl gatalan da vont da votiñ d’ar 1añ a viz Here ha da reiñ e soñj neuze war dizalc’houriezh Katalonia dre ur referundom aozet gant ar gatalaniz o-unan. Ur referendom hag a zo e-maez lezenn hervez ar Stad Spagn.

Klask a ra ar Stad Spagn da spontañ aozerien ar referundom gant diarbennoù a bep seurt : furchadegoù en embregerezhioù a vije gouest da sevel dafar votiñ, mont-ha-dont forzh pegement eus arme ha polis Spagn war douaroù Katalonia, taolioù evit klask difenn lec’hienn internet brudañ ar referundom, galvet eo dirak ar justis muioc’h evit 700 dilennad dibabet gante reiñ an aotre d’o c’humun aozañ ar referundom, strishadurioù war ar gwir d’en em vodañ…

Faot a ra d’hon aozadurioù staliet e-barzh broadoù hep Stad dindan dominasion gall embann hon souten adarre :

  • d’ar gwir diaralladus ha reizh he deus ar bobl gatalan da zibab he dazont hep redi nag aon.
  • d’ar gwir he deus ar bobl gatalan da ziskleriañ ur republik gatalan dizalc’h goude ar referundom.

Gervel a ra hon aozadurioù an demokrated, ar pobloù ha labourerien ar bed met da gentañ penn e-barzh ar Stad C’hall da embann o souten en un doare foran gant ar bobl gatalan. Embann o souten peogwir, gant e youl, e lak ar bobl katalan ur renad unpennel da dreuzigellañ, ur rennad unpennel hag a ya war goshaat, ur rennad unpennel a teu eus diktatouriezh Franco.

Ar bobl gatalan a ro ster adarre d’an demokratelezh, sur ha n’eo ket marteze.

An argezh katalan evit tizhout an dizalc’houriezh zo kentelius-tre peogwir e tispleg splann ne c’houlenner ket ar gwir d’en em dermeniñ met e vez graet gantañ hep goulenn an aotre digant ar Stadoù pe Unvaniezh Europa.

Ar bobl gatalan a ro ster adarre da veur a veizad : ar souvereniezh, ar fed d’en em c’houarn, d’en em aozañ en ur prantad ‘lec’h e vez savet an eskemmoù ekonomikel bedel da vat en desped da soñj ar pobloù, diwar-goust darn vrasañ an dud hag hini an endro.

Ur bern aozadurioù a zieubidigezh ar pobloù all dindan dominasion Spagn a souten an argezh katalan met ni a embann ivez ur wech c’hoazh emañ ar Stad C’hall oc’h aloubiñ un tamm eus ar broioù katalan. Embann a reomp groñs ivez e nac’h ar Stad C’hall ar gwir da zibab o dazont.

Hor souten etrevroadelour agnt ar bobl gatalan ne oar ket petra eo an harzoù etre Bro C’hall ha Bro Spagn hag e embannomp du-war-wenn e rankfe ar gatalaniz evel an holl bobloù dindan dominasion gall ober gant o gwir d’en em dermeniñ evit sevel ur framm politikel disheñvel, sokial ha diazezet war an endro. Ur framm politikel a dalvezo evit an darn vrasañ eus an dud evit en em zizober eus ar c’hapitalouriezh, an trevadennerezh hag an impalouriezh.

Kensinet eo bet ar galv gant meur a aozadurioù etrevroadel :

Martinik : ar CNCP hag ar PKLS

Gwiana : an MDES

Katalonia an Norzh : CUP Perpinyà

Korsika : A Manca

•Polinezia : an Tavini Huiratira

Breizh : an Tu Kleiz Dizalc’hour Breton

Flandrez : ar V-SB

Euskal Herria : Askapena hag Euskal Herria Bai (dizalc’hourien an tu kleiz eus Euskal Herria an Norzh, Sortu en o zouesk).

Daou vreton a zo kouezhet dindan taol ar justis n’eus ket keit se. Tamallet zo dezhe bezañ laosket ur vombezenn dirak ur greizenn finañsoù ha bezañ bannet kokteloù Molotov ouzh daou archerdi.
N’eo ket diwar o fenn e vo komzet hiziv met reiñ a ra digarez deomp da zont en-dro war oberiantiz ur gevredigezh, Skoazell Vreizh, bet savet ouzhpenn daou ugent vloaz zo evit harpañ familhoù ar stourmerien bolitik harzet p’o deus kaset oberiadennoù ‘maez-lezenn, p’eo doareet o stourm evel-se gant ar gwir gall. Fabris Kadou, sekretour Skoazell Vreizh…

Da nebeutañ  500 den o doa dibunet e straedoù Roazhon d’ar sadorn 20 a viz C’hwevrer evit goulenn groñs ma vo dieubet Lorentxa Guimon , prizoniadez a orin eus bro-Euskal bac’het er gumun se evit bezañ bet obertiant e ETA. Ar c’houlzad evit ma vo dieubet zo aet war greskiñ en deizioù feuket m’eo an dud gant ar fed ma vefe laosket da vreiniañ en toull pa vez hi klañv bras.

Deuet e oa un 200 euskarat bennak da huchal a vouezh penn o c’henskoazell gant o c’henvroadez hep ankouaat ar brizonidi politikel all. Ar vretoned n’int ket chomet diseblant neuze  evit ober hanterenn all tropellad an dibunadeg. A-dreñv d’ar giton a oa e penn ar vanif e oa tu gwelet tud liesseurt evel Lena Louarn ( bez prezidantez ar rannvro) , Anna Sohier ( UDB ti-kêr Roazhon), Phillipe Poutou ( NPA), Valerie Faucheux ( Talbenn an tu-kleiz e kuzul-kêr Roazhon ) , Laurent Hamon ha Jean-marie Goater ( EELV),   Tangi Louarn ( Kevre Breizh ), Jean Paul Tual ( PG kuzul-kêr Roazhon), Guillaume Bricaud ( dizalc’hour an tu-kleiz )  hag un donardig kurded.

Dirak mogerioù ar prizon
Dirak mogerioù ar prizon

Gellet o doa mont ar vanifesterien betek toullbac’h Roazhon hag ober e dro en ur huchal luganioù, kanañ, c’hwitellat kreñv evit ma tremeno o safarig kengred en tu all d’ar mogerioù uhel ha vil a vir ouzh Lorentxa da adkavout he ziegezh hag he bro.

Meur a wezh eo bet klevet anv maodiern nevez ar justis, Jean-Jacques Urvoas ha Manuel Valls e genoù ar vanifesterien.

Sed aze ar brezegenn bet distaget gant Fabris Cadou ( Skoazell Vreizh) e brezhoneg evit klozañ an abadenn.

“Bodet omp ur wech ouzhpenn evit goulenn groñs e vije doujet ouzh gwirioù ar prizoniadezed ha prizonidi eus Euskal Herria. Bodet omp ur wech ouzhpenn evit goulenn groñs dieubidigezh Lorentxa Guimon, prizoniadez klañv-bras, paket gant kleñved Crohn ha toull-bac’het amañ e prizon Roazhon.

Amañ emaomp evit lavaret ur wech ouzhpenn eo ur vezh ruz e vije c’hoazh e toull-bac’h Roazhon ! Arouezus eo degouezh Lorenxa eus arlouperezh ar gouarnamant gall a-enep ar brizonidi bolitikel eus Euskal Herria.

Abaoe 12 vloaz eo Lorentxa er prizon. Kondaonet da 20 vloaz toull-bac’h evit bezañ ezel eus an ETA, e c’hall bezañ dieubet dindan diviz abaoe 2014. E miz Kerzu 2015 eo bet asantet gant ar varnerien met ar prokulor en deus graet galv diouzhtu hag emañ c’hoazh Lorentxa en toull-bac’h, da c’hortoz ar c’huzulierezh. Pa ouzer emañ an erlenerezh dindan ministrerezh ar justis e komprener mat eo politikel seurt diviz. Ha setu perak e tagomp arlouperezh ar gouarnamant gall.

5 bloaz zo, en un doare foran, en deus ETA diskleriet fin ar stourm armet. Abaoe, ar gevredigezh eus Euskal Herria, meur a aozadur politikel, sindikadel,kevredigezhel ha meur a zilennad zo embarzhet en argerzh peoc’h. Chom a ra an argerzh a un tu peogwir e vez stanket anezhañ gant Madrid ha Pariz pa vezont o kenderc’hel memes koulz gant un hent a waskadur hag o nac’hañ kement diviz a vije.

Ur skeudenn eus ar politikerezh-se eo degouezh Lorentxa. Da gentañ e nac’h ar Stad C’hall he gwir da vezañ dieubet hag ouzhpenn-se e nac’h e vije pareet en un doare reizh. Teir gwech he deus ranket Lorentxa mont d’an ospital e-korzh an teir sizhunvezh dremenet. Lakaat a ra war-wel an arnodennoù mezegel e rank-hi bezañ dieubet evit gellout bezañ pareet a zoare. Met siwazh ne zalc’h ket kont ar Stad C’hall nag eus he lezennoù nag eus pennaennoù Mab-Den diazez. N’eo ket Lorentxa ar reuziedez nemeti : dalc’homp soñj eus Ibon Fernandez c’hoazh er prizon daoust dezhañ bezhañ paket gant ar skleroz strewek. Lavaret a reomp sklaer ha gant kounar : ar gournamat gall ‘ni eo a zo kirriek eus seurt degouezhioù !

Nec’het-bras omp hiviz gant stad yec’hed Lorentxa a zo aet war fallaat n’eus ket pell zo. Ranket he deus chom en ospital ar sizhun dremenet. Rankout a ray ar gournamant gall rentañ koñtoù ! Ne zisoñjimp ket !

Dalc’het eo bet ar galv evit Lorentxa d’ar 14 a viz Genver. Douget e vo an devarn d’ar 25 a viz C’hwevrer. Da c’hortoz ez ar c’houlzad war-raok ha war greñvaat.

Dieubidigezh Lorentxa ‘ni eo a c’houlennomp groñs digant maodiern ar justis, An Ao Urvoas ! Poent bras eo ! “

Adalek ar prosezioù kentañ e klask stourmerien ha stourmerezed S.A.B. lakaat da dalvezout ar gwir d’ober gant ar brezhoneg el lezioù-barn.

Abaoe ordrenañs Villers-Cotterêt (1539) ez eo ar galleg yezh nemeti ar velestradurezh hag ar justis (1). N’eus ket ar gwir da gomz ur yezh all estreget ar galleg dirak ar varnerien nemet ne oufer ket trawalc’h deus outañ :

« Dans le cas où le prévenu, la partie civile ou le témoin ne parle pas suffisamment la langue française, ou s’il est nécessaire de traduire un document versé aux débats, le président désigne d’office un interprète, âgé de vingt et un ans au moins, et lui fait prêter serment d’apporter son concours à la justice en son honneur et en sa conscience » eme mellad 407 kod prosezadur ar c’hastizoù (2).

An holl stourmerien dastumet (pe-dost) a c’houlenn ar gwir da vont e brezhoneg, da gentañ ouzh an archerien, ha da c’houde ouzh al lez-varn. Meur a wech e vo roet an tu dezhe da vezañ goulennataet gant poliserien hag a oar ar yezh a-vihannik. Met peurliesañ e vo nac’het-krenn oute kaout ur jubennour brezhonek da geñver o frosez. Ar pezh a c’hoarvez da goulz prosez Herve Barry ha Dominique Guesdon e Roazhon e miz Even 1984 :

« Deut e oant e Palez Breujoù Breizh gant ar soñj nac’h gallegañ. Kemend-all a c’heller lavaret diwar an 11 test bennak, deut en anv kevredigezhioù liesseurt, a oa deut da skoazellañ an daou damallad. »

Nac’het zo ouzh an holl dud ar gwir da gomz brezhoneg :

« Pep hini d’e dro, ez eo bet galvet an testoù ha goulennet bep tro : « Ma asantit komz galleg e c’helloc’h lavaret ar pezh ho peus da lavaret ». Ar memes respont a zo deuet gant an holl destoù : « Ne gomzin ket galleg ». Pa oa tremenet an holl destoù e-giz-se dirak ar barner ez eus bet krouet un darvoudig gant lod, peadra d’ar barner goulenn skarzhañ ar sal. Skarzhet eo bet neuze. Ha lod da ganañ « Kan an ARB » (3).

Sevel a ra un tamm trouz diwar-se. Embannet zo ur gemennadenn sinet gant Skol an Emsav, Unvaniezh ar Gelennerien Vrezhoneg, Kelennerien war ar brezhoneg Bro-Bariz, Unvaniezh ar Studierien war ar Brezhoneg, Emgann, PCML, Stourm ar Brezhoneg, Kuzul ar Brezhoneg, Kendalc’h ha MIB :

« An emsavioù-mañ […] a sav a-enep ar fed n’o deus ket bet ar gwir o dileuridi da gomz e-kerzh prosez an 20 a viz Even 1984 e lez-varn Roazhon ; a soñj dezho ez eo aet al Lez-Varn enep da wirioù an damallidi hag an testoù hag a-enep da wirioù Mab-den […] Gwell eo da Justis Bro-C’hall moarvat chom hep gouzout ar rag hag ar perag eus an afer kentoc’h evit gouzañv ur ger brezhonek. Sevel a reomp a-enep d’an doare ma vez atav graet fae war hor yezh el lezioù-barn. » (4)

Bremañ, C'hwevrer 1986 (n°53)

Brezhoneg el lez-varn

Div wech da vihanañ e c’hello tud eus S.A.B. brezhonegiñ e-pad o frosez :

– D’an 2 a viz Meurzh 1984 ez eo galvet Herve ar Beg dirak lez-varn Gwengamp evit bezañ peget skritelloù hep sinadur ebet. Un aferig a netra met roet zo dezhañ ar gwir da vont e brezhoneg ha da gaout ur jubennourez (5). Lezet eo da vont didamall hep bezañ distaget ur ger gallek.

– D’an 3 a viz C’hwevrer 1986 e tremen en-dro Gwenole Bihanig ha Padrig Herve dirak lez-varn an Oriant evit bezañ mastaret panelloù-hent e miz Gouere 1985. Ar gwir da gomz brezhoneg zo roet dezhe gant ar prokulor : « Kompren a ran mat e vefe lorc’h ennoc’h o komz brezhoneg, ha reizh eo difenn ur yezh evel hoc’h hini… Ur c’holl e vefe evit sevenadur Europa hag ar bed holl ma varvfe ar brezhoneg… » emezañ war ar marc’had. Disoc’h ar prosez, 5000 lur a dell-gastiz pep hini… (6)

P1020646

« Libérez Cabon-Meudec »

Ouzhpenn tud S.A.B. o deus diskouezet o youl d’ober gant ar brezhoneg betek el lezioù-barn. E miz Even 1989 ez eo paket Gilbert Cabon ha Jean-Yves Meudec war dro ul lec’h a dalvez da goachañ dafar evit an ARB. A-benn neuze e nac’h Gilbert Cabon respont e galleg hag e giz-se e kendalc’h ar stourm bet lañset gant tud S.A.B. araokañ evit degas ar brezhoneg el lezioù-barn. Abalamour dezhañ da vezañ stourmer sevenadurel ha da nac’h komz galleg ez eo plantet en toull-bac’h e Pariz e-pad 11 miz a-raok ar varn ! Jean-Yves Meudec, tamallet dezhañ ar memes traoù, zo bet laosket da vont e miz Du 1989…

Ur vanifestadeg zo aozet gant S.A.B. e miz Kerzu 1989 en Alre evit kaout « panelloù brezhonek war vord an hentoù hag ar gwir da gomz brezhoneg dirak ar justis. » Goulenn a reont e vije kinniget ur jubennour da Gilbert Cabon : « met n’eo ket kaout ur jubennour eo hor pal, eme Iwan Kadored, ober gant hor yezh e kement degouezh zo er vuhez ne lavaran ket. » (7)

Dek test a zeu da zifenn Cabon ha Meudec er prosez ha pevar anezhe zo roet dezhe ar gwir da gomz brezhoneg (hep na vije tamm jubennour ebet avat). (8)

Eus Brusel da Villers-Cotterêts

D’ar 17 a viz C’hwevrer 1989 eo aloubet kannati ar Frañs e Brusel gant stourmerien S.A.B. Dastumet eo ar stourmerien gant ar polis goude bezañ graet un tamm mat a reuz e-barzh an ti. Nac’h komz ur yezh all estreget ar brezhoneg a reont-holl ha kas un nozvezh er c’homiserdi. Daoust dezhe bezañ « adlivet » moketenn ha marbr ar c’hannati gant koltar ne vo lakaet prosez ebet war o chouk ! Un digarez re vrav e vije bet da ziskouez ez eus ar gwir da gomz brezhoneg el lez-varn e Brusel pa n’eus ket urzh d’hen ober e « bro gwirioù mab-den » ? (9)

D’an 2 a viz Even 1989 (pevar devezh araok ma vefe paket Cabon ha Meudec) ez eus peget skritelloù gant tud S.A.B. e Villers-Cotterêts evit goulenn-groñs e vefe freuzet ordrenañs 1539.

« Je n’entends point votre baragouin »

Komz brezhoneg el lezioù-barn n’eo ket ur gwir met un nemedenn n’eo ken.

N’eus ket gwall bell ez eus bet c’hoazh stourmerien o nac’h komz galleg da geñver o frosez. Daou stourmer dizalc’hour zo tremenet dirak lez-varn Roazhon e miz Eost 2012 evit bezañ livet panelloù nepell diouzh ar gêr vras. En anv Stourm ar Brezhoneg o devoa graet an taol (10).

Hag adarre e miz Kerzu 2013 e tremen ur stourmer eus Ai’ta dirak lez-varn bolis an Oriant evit bezañ peget pegsunioù war banelloù gallek en Erdeven. Evel ouzh an daou all ez eus nac’het outañ mont e brezhoneg ouzh al lez-varn (11).

Met reuz zo bet dreist-holl tro-dro d’un afer all c’hoarvezet e miz Meurzh 2011 da goulz prosez-galv daou stourmer eus 44=Breizh, barnet e Roazhon evit bezañ koltaret ur banell Pays de la Loire nepell diouzh Nozieg (44). Setu deuet Gael Roblin, stourmer eus Breizhistañs, pedet da embann e soñj hag e desteni dirak ar barner. E brezhoneg e komañs da gaozeal hag eñ troc’het krenn-ha-krak gant komzoù dismegañsus Pierre Dillange, prezidant a gambr e lez-varn galv Roazhon : « votre déposition s’arrête là, je n’entends point votre baragouin. » Diwar-se zo bet ur sapre charre ha goulennet gant meur a gevredigezh e vefe kastizet ar barner. Hemañ en deus klevet e begement gant e hierarkiezh moarvat ! (12)

Soñj mat ‘m eus e oan o c’hoari biz-meud war-du Roazhon hag e oan bet sammet gant ur barner a laboure gantañ e lez-varn Roazhon. « Un hentenn evit deskiñ brezhoneg hon eus profet dezhañ evit farsal » en devoa lâret din en ur c’hoazhin ! Promesa !

pegsunt-shirt-baragouinEvit klozañ

N’eo ket deuet a-benn S.A.B. (na strollad all war e lerc’h) da c’hounit ar gwir da gomz brezhoneg el lezioù-barn, daoust d’un nemedenn bennaket, e 1984 e Gwengamp hag e 1986 en Oriant. Abaoe afer ar « baragouin » n’eus bet den o klask mont e brezhoneg ouzh lez-varn galv Roazhon…

Pegoulz e vo ar c’hentañ tro ‘ta ?

TLJ

***

(1) http://www.axl.cefan.ulaval.ca/europe/france-3politik_minorites.htm

(2) http://www.legifrance.gouv.fr

(3) Bremañ, n°32, Mae 1984.

(4) Bremañ, n°34-35, Gouere-Eost 1984.

(5) Bremañ, n°30, Meurzh 1984.

(6) Bremañ, n°53, C’hwevrer 1986.

(7) Bremañ, Genver 1990.

(8) Erwan Chartier, Alain Cabon, Le dossier F.L.B. Plongée chez les clandestins bretons, Coop Breizh, 2006, p.242-244.

Lionel Henry, Annick Lagadec, FLB-ARB. L’histoire 1966-2005, Yoran Embanner, 2006.

(9) Emgann-Combat breton, n°43, Meurzh 1989.

(10) http://7seizh.info/2012/08/16/proces-des-deux-independantistes-ambiance-et-verdict/

(11) http://www.ouest-france.fr/tribunal-de-lorient-le-militant-daita-refuse-de-parler-en-francais-1786856

(12) http://rezore.blogspirit.com/archive/2011/week15/index.html

http://rennes-info.org/La-justice-francaise-juge-de

http://www.bretagne-info.org/2011/03/30/dan-13-a-viz-ebrel-doujans-ouzh-hor-yezh/

http://www.bretagne-info.org/2011/03/16/pour-le-juge-pierre-dillange-le-breton-est-un-baragouin/

D’al lun 18 a viz Du eo en em gavet Padrig Laurent, stourmer eus Ai’ta dirak lez-varn engalv Roazhon evit bezañ peget pegsunioù ouzh panelloù henchañ kumunioù Fouesn ha Forest-Fouesn. Ur c’hant den bennak zo  deuet d’an tolpadeg aozet gant Ai’ta dirak Breujoù Breizh e Roazhon. En o zouez, an tu-kleiz dizalc’hour, UDB, Strollad Breizh, burev Skoazell Vreizh, Lena Louarn, bez-brezidantez Rannvro Breizh e-karg eus yezhoù Breizh, Jean Ollivro, kelenner douaroniezh e Skol-Veur Roazhon 2, aozerien ar Redadeg hag an tri zest Kristian Troadec, maer Karaez ha kuzulier-departamant Penn-ar-Bed, Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, Yoran Delacour, embanner.

           2

Klemm a oa bet savet gant an kumunioù Fouesn ha Forest-Fouesn ha kuzul departamant Penn ar Bed.

Er prosez kentañ e miz Kerzu 2012 e oa bet kondaonet da 7500 euros kastiz : un dell-gastiz 1 000€, 5 000€ digoll mui 1 500€ mizoù proseziñ goulennet gant kumunioù Fouesn, Forest-Fouenn ha departamant Penn-ar-Bed.

A-raok ma krogfe ar prosez, unan  eus mouezhioù-aotret Ai’ta en deus graet  “prosez ar brezhoneg” deuzoutañ hag Erwan, Lemoine breutaer  ar stourmer,  en deus graet-eñ un diouer a zemokratelezh deus ar fed ne vefe ket ar brezhoneg par d’ar galleg er vuhez foran.

Padrig Laurent en deus anzavet bezañ peget pegsunioù. Un oberenn bolitikel eo hervezañ rak eo unan eus palioù  Ai’ta eo kaout un divyezegezh hollek war ar r panelloù-henchañ. Ma vefe e Penn-ar-Bed pe departamantoù all e Breizh.

An tri zest o deus lakaet war wel eo seurt oberennoù ur respont d’ar bolitikourien e penn ar jeu er vro pe e Bro C’hall. Ur respont d’an diouer a blas evit ar brezhoneg er vuhez foran. Pe hini… pe kentoc’h pe re ? Arguzennoù mil anavezet dija hag o deus adtapet mod pe vod Kristian Troadec, Tangi Louarn pe Yoran Delacour. N’eo ket hor yezh en ofisiel,  daoust da bromesoù danvez prezidant Bro C’hall François Hollande da beursinañ Karta Europa ar yezhoù bihanniver, ar budjet gouestlet d’ar brezhoneg ( daoust dezhañ bezañ kresket) gant ar strollegezhioù lec’hel a chom re izel ha ne vez ket lakaet e pleustr betek penn dibaboù divyezhegezh ar panneloù-henchañ.

Ar breutaer, Erwan Lemoigne, en deus-eñ lakaet war wel n’en doa ket gellet ar stourmer en em zifenn er prosez kentañ  ha ha n’eo ket doujet gwirioù yezhel ar stourmer . “Ma fratik en deus ar gwir d’ober gant ur yezh disheñvel diouzh ar galleg er vuhez foran ha privez” , emezañ. Goulenn a ra eta e vefe dizalc’het Padrig Laurent.

Breutaer Kuzul Departamant Penn-ar-Bed a c’houlenn, evel ar prokulor, e vefe lakaet barnadenn ar prosez kentañ da dalvezout.

Roet e vo an disoc’h d’an 9 a viz Kerzu.

Brezhoneg yezh ofisiel ” o deus huchet a vouez penn difennerien hor yezh o tont maez eus sal prosez al lez-varn. Goude prosezioù politikel Stourm ar Brezhoneg er bloavezhioù 80 ha 90, reoù Ai’ta er mare-mañ, pet prosez all e vo ret gortoz evit ma c’hoarvezo ? Ne zeuio ket an diskoulm deus Pariz morse . Deus ur parlamant lec’hel gant ur galloud lezennel ne lavaromp ket.

                    3

 

Bretagne-Info.

Daoust d’amzer fresk e oa deuet ouzhpenn 300 den da harpañ Bertrand Grimault ha Yann Manac’h disadorn e Karaez.

An daou garaezad a oaro d’ar 16 a viz C’hwevrer ha kondaonet e vint da 4 miz toull evit an hini kentañ ha da 6 miz gant goursez evit an eil a zo dilennet en ti-kêr.

Yann ha Bertrand dirak an ti-kêr
Yann ha Bertrand dirak an ti-kêr

Barnet e oant bet evit an eil gwezh d’ar 5 a viz Genver e Roazhon evit bezañ kemeret perzh e Kastellin e 2008 e unan eus ar manifestadegoù niverus a oa bet evit difenn ospital Karaez, e-lec’h ma oa bet plantet tan e dorojoù an is-prefeti.

Evel ma oa bet adlâret disadorn e oa bet 1500 den d’an devezh-se, n’eus den a gompren abalamour da betra ez eo an daou se zo barnet hepken evit bezañ difennet ar gwir da vezañ pareet ha da wilioudiñ e kerbenn ar poc’her.

A-bep seurt tud a oa deuet : kozh pe yaouank, sindikalourien (CFDT, Solidaires, CGT) an Aotroù Maer ha dilennidi ar gumun a-gevred gant paotred ha merc’hed UDB, NPA, Front de Gauche ha Breizhistance…Gellet o doa klevet an daou gomper oc’h adembann pegen faro int da vezañ difennet o bro ha servij publik ar yec’hed ha bezañ bet trec’h daoust da youl an dud o doa c’hoant da ziskar obererezhioù an ospital.

Evit diskouez o youl da chom skoaz-ouzh-skoaz gant o c’hamaladed o doa dibunet sioul ar vanifesterien betek dor an archerdi a oa bet klozet gwallvuan gant paotred Mari Robin.

tud a bep seurt
tud a bep seurt

N’eo ket echu ar stourm evit Bertrand ha Yann.

Emgav zo roet deoc’h d’ar meurzh 14 a viz C’hwevrer da 8e noz evit sellet ouzh ur film «Bombarde et lacrymo» en un davarn anvet «le papier timbré» straed Dinan e Roazhon. Kontañ a ra ar film stourm tud bro garaez evit o ospital. Graet e oa bet gant ar gevredigezh “Canal Ti Zef” . Lodennoù a c’hellit gwelet dre aze.

Bertrand a vo ganeomp d’an nozvezh se.

war an ti-kêr
war an ti-kêr

D’ar yaou 16 a viz C’hwevrer e vo un tolpadeg da 12e diwar galv komite difennourien an ospital dirak breujoù Breizh e Roazhon da c’hortoz disoc’h ar prosez a vo roet da 2e GM.