Marvet eo Ronan al Louarn d’ar 15 a viz Mae d’an oad a 52 vloaz.
A-orin eus Bro-Sant-Brieg e oa krog da ouestlañ e vuhez d’ar brezhoneg ha da Vreizh evel stourmer politikel e deroù ar bloavezhioù 90. Oberiant e oa bet gant lod all, chomet evit kalz anezho mignoned tost dezhañ, er sindikad liseidi ha studierien Dazont e kêr Roazhon. Oberiant-tre e oant bet, ha meur a studier zo bet dihunet e emskiant vroadel gant o oberennoù lies e-mesk ar yaouankizoù.

War ar fotoioù amañ dindan e weler anezhañ gant e vignoned eus Dazont oc’h aloubiñ ar rektorelezh e Roazhon evit muioc’h a vrezhoneg en deskadurezh.


Deskiñ a reas brezhoneg gant Skol an Emsav, evel-just, ha goude-se e labouras e Ofis ar Brezhoneg. Da heul ez eas e Rannvro Breizh evel gwazour, e lec’h ma labouras kalz gant Lena Louarn — bez-prezidantez Rannvro Breizh etre 2010 ha 2021 — da lakaat e plas kammedoù kentañ ar politikerezh yezh.
Setu penaos e reas anaoudegezh gant pep brasañ an dud oberiant er c’hevredigezhioù brezhonek e pep korn hor bro, pa roe an dorn dezho pe alioù digoust ha niverus da bourchas arc’hant e doare pe zoare. Evel-just e c’helle rouedad ar skolioù Diwan kontañ warnañ. Skoliataet en doa e verc’hed e Diwan Roazhon .
E bluenn a wiraour a lakaas e servij ar gumuniezh vrezhonek da genskrivañ an emglev Stad-Rannvro evit treuzkas hag implij yezhoù Breizh, al lezenn Molac ha steuñv adperc’hennañ yezhoù Breizh. Betek e huanadenn ziwezhañ eo bet o soursial eus e labour a-vicher e servij dazont hor yezh.
Ur rust a grign-bev a viras outañ da reiñ muioc’h eus e amzer evit hor bro hag hor yezh. Soñj hor bo eus ar brogarour feal, eus ar stourmer sokialour a soursie eus ar re vunud.
En em gavet omp asambles alies mat o tifenn pobl ar c’hurdistan. Un etrebroadelour kurius ha desket a voe Ronan.
Soñj hor bo eus e emzalc’h pennek ivez, hag e don kentelius… C’hoarvezet eo meur a wech e vije bet dizemglev etrezomp met, daoust da-se — en tu all d’an eskemmoù reut a-wechoù — e ouiemp e oa Ronan un den brokus ha pennek.
En dielloù adkavet e weler mat war dremm ar paotr yaouank, a zouge ur banniel Gwenn-ha-Du bras-mat en ur vanifestadeg evit ar peoc’h e Roazhon e 1991, pegen mennet e oa Ronan da seveniñ ur vro nevez en ur bed reishoc’h.
Klaskomp holl bezañ ken mennet ha Ronan en hon oberennoù pemdeziek e servij hor bro, hor yezh hag ar genskoazell etrevroadel, da rentañ enor dezhañ.
Gourc’hemennoù a gengañv d’e verc’hed Enora ha Levenez, d’e vignonez Stephanie, ha d’e gamaraded stourm.
Kenavo Ronan.
G.R.

