Tag

KEAV

Browsing

Kalz deus an dud zo kustum mont da zañsal pe da ganañ e Festoù-Noz Treger zo bet mantret o klevet ar c’heloù. Jean-Do Robin zo aet kuit. Brudet ha karet-tre e oa evit e ampartiz da ganañ gant e gomperien Louis Jacques ha Claude Lintañf a lakae an dud da zañsal hardizh war planchodoù ar vro d’ur c’houlz ma oa posubl kanañ war al leurenn.

Moarvat e vo puilh an testennioù evit derc’hel soñj deus ar skolaer brezhoneg ha deus ar c’huzulier pedagogel, kement en doa graet evit ar brezhoneg en deskadurezh publik.

Ouzhpenn ur c’haner hag ur c’helenner eo bet Jean Dominique Robin, ur stourmer politikel ivez. Ganet e oa e Rostren e 1956. E dad-kozh a oa bet oberiant gant partizaned FTP Kreiz-Breizh koulz hag un eontr dezhañ lazhet e-doug un emgann. Kement se moarvat a vroudas anezhañ evel kalz deus yaouankizoù Breizh d’ar c’houlz-se da vont gant ar vaoisted, oberiant-tre ur poent zo bet. Perzh e oa bet deus ar Yaouankizoù Marksour-Leninour (JCMLF) ur strollad liammet gant ar PCMLF.

Ganet en ur familh uvel en doa klasket a-hed e vuhez ober al liamm etre e garantez evit yezh ar bobl, ar brezhoneg a glevas tro-dro dezhañ en e vugaleaj, hag ar c’hest evit muioc’h a justis sokial hag a zemokratelezh.

Gant e genseurted d’ar c’houlz-se e c’hwezhas war glaou ruz fulor ar yaouankiz pa ne daole ket keuneud en tan gant ar soñj da welet an dispac’h o tostaat buan.

E 1973 e savas al liseidi enep da lezenn Debré a redie ar baotred da vont d’ober o c’hoñje abretoc’h. E Breizh an holl strolladoù mui pe vui “kleizour” a oa e penn ar stourm, setu m’en em gavas Jean-Do e penn an tropellad liseidi ha skolajidi a dagas kazarn Gwengamp gwarezet gant jañdarmed e-kerzh unan deus ar manifestadegoù niverus a oa bet.

Setu perak moarvat e oa bet fiziet ennañ gant Dastum bro Dreger rakskrid al levrig az ae gant ar CD/Kasedig « Bro Dreger VI-Kanaouennoù Koñskried ».

Gant ar JCMLF ivez e kemeras perzh er c’houlzadoù skoazell da harpañ “stourmoù ar bobl” : Joint-Français Sant-Brieg, Doux Pederneg…

N’eus ket kalz tud a oar eo Jañ-Do en doa graet an dresadenn zo war ar skritell amañ dindan embannet e 1974 da harpañ micherourien Korle.

Pa gomze deus an amzer-se e vousc’hoarzhe hag e konte gant plijadur e eñvorennoù en ur gregiñ e frazenn gant « Pa oan Stalinour… » da ziskouez d’an dud e ouie e oa un tammig diamzeriet doareoù zo da soñjal ha da zielfennañ mont en dro ar bed.

E garantez evit ar brezhoneg a lakaas anezhañ da vont da skolaer, unan deus ar re gentañ e Breizh er bloavezhioù 80 en hentenn bublik. Ne ziloskas ket ar stourm avat hag en em lakaas, asambles gant re all, da stourm en un doare pennek betek tapout digant ministrerezh an deskadurezh an DEUG brezhoneg e 1989. Gant e gamaladed stourm n’o devoa ket bet aon ac’hubiñ aerborzh Sant-Brieg, stankañ ha livañ trenioù, aloubiñ sez ar PS e Roazhon…

Goude e kendalc’has ouzhpenn d’e vicher da vuheziñ Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg (UGB) ha reiñ kentelioù brezhoneg a-youl vat e staj KEAV, e lec’h ma plije dezhañ rannañ e ouiziegezh diwar-benn brezhoneg pobl Treger ha Kerne-Uhel pe c’hoazh ar mod da implij kanaouennoù da zeskiñ pe kelenn gwelloc’h hor yezh. Ha ne oa ket an hini kentañ o vont da gousket…

Kalz a vefe da lâret diwar-benn e varregezhioù pedagodel, an dafar en doa fardet evit ar skolaerien hag ar vugale. Graet e vo gwelloc’h gant tud a vicher, kalz a envorennoù plijus o do da rannañ da reiñ ur mennozh deus al labour ramzel kaset a-benn gantañ. Bez e c’hellit bepred lenn al levr diwar-benn Mandela, en doa troet hag embannet gant TES evit priziañ pegen pouezus e oa dezhañ ar stourm enep ar ouennelouriezh.

E 2003 e oa unan deus aozerien ar vanif veur a stankas straedoù Roazhon e-doug ur vanif istorel evit ar brezhoneg a vodas tro da 15 000 den. Boaz e oa da vont bep bloaz ivez da Naoned da zibuniñ evit unaniezh Breizh hag an demokratelezh.

 

Etre 1992 ha 1995 kalz a vretoned a oa bet heskinet gant polis ha justis ar Frañs evit bezañ roet bod da stourmerien ha stourmerezed Bro-Euskal ETA ( Euskadi Ta Askatasuna ). E Bro-Dreger e veze alies Jañ-Do e penn ar c’homiteoù skoazell, eñ e unan a oa bet lakaet dindan evezh gant ar polis ha laosket da vont didamall goude un nebeud deizioù.

Kar ma oa Jañ-Do ur stourmer gant e dreid stanket mat ha gant lorc’hentez ouzhpenn e douaroù Kerne-Uhel ha Treger e oa ivez un etrebroadelour feal. Kalz deus e amzer a roe d’an AFPS e Bro-Dreger hag e plije dezhañ goude bezañ bet e Palestin mont da destenniañ evit e bobl, kriz he zonkad dindan ar beli sionour.

Abaoe ma oa aet war e leve e talc’he gant e stourmoù. Lemm e oa e deod, ken lemm hag e bluenn, koulz en galleg hag e brezhoneg. Plijout a rae dezhañ reiñ e soñj diwar-benn direizhdedoù ar bed : ar chase, ar brezhoneg, ar skolioù, feulster ar polis, labourerien skarzhet gant Nokia Lannuon… ha da nep a gare e plije dezhañ  adlâret « N’on ket Charlie » pe displegañ an diforc’h etre keodedelezh ha broadelezh.

 E 2020 ha 2021 c’hoazh e oa bet gwelet o vanifestiñ evit enebiñ ouzh adreizh al leveoù pe an dañvez lezenn evit ar surentez hollek. Deuet e oa diwar goulenn muzisianed ar CGT da ganañ gant Claude Lintanff ha Louis Jacques Suignard en ur Fest-Noz da rastellat arc’hant evit an dud a rae harz-labour e miz Du 2019 e Louergad, ur gumun en doa graet annez enni.

Ur stourmer sonn, na blije ket dezhañ ar c’honsensus nag ar c’homzoù « politically correct » a oa Jañ-Do Robin.

En tu all d’ar marksour kalet a oa rust a-wezhoù e oa un den tener, un den  brokus ha sokial-tre, ha memes ma oa un tammig gouez evel ur bleiz, sur ha n’eo ket marteze e oa ur bleiz (ruz) a oa tener e galon, evel titl unan deus al levrioù troet gantañ ha legadet deomp.

Kenavo Jañ-Do.

G.R

Trugarez da gKSDK evit ar poltredoù tennet deus dielloù ar gelaouenn “Bremañ” ha “Kazetenn Emgann”.